Chapel Sant-Kadoù (Morbihan), skeudenn gant an aozer

Perak an Aviel?

Gwechall-kozh e oa lenn ar Skritur sakr pe lenn Buhez ar Sent an hentenn nemeti er vro evit ar bobl da zesk he yezh dre skriv.

Hirio e ginnig deomp an destennoù-se ur yezh brav ma c'hellomp kavout enni frazennoù stummet mat, da skouer.

Met gallout a reomp kaout ouzhpenn-se, pa soñjomp mat er pezh a vez lâred deomp dre an destennoù-se, hirio kement ha derc'h :

 >>>  M'emaomp er Feizh ,  e kavomp dre an destenn vrezhonek ur sell a-nevez ouzh testennoù hon kustumet d'o klevout pe d'o lenn e galleg. A-wezhioù e tizoloimp un draig pe ur mennozh  disheñvel n'a oa ket bet komprenet ganimp er memes mod dre ar galleg. Dre-se e c'hellimp mont hiroc'h ha donoc'h  war hent ar Feizh...

 >>> Ma n'emaomp ket er Feizh ,  e kavomp peadra da brederiañ diwar-benn hon buhez  koulz ha diwar-benn ar bed hag e istor.

D'an daou du e vo kavet plijadur ha skiant-prenet ganimp. Sellit 'ta, ha ne vefe ket an Aviel ur gwir a deñzor? 

........................................................................................................

Aviel hervez Sant Mark (bloavezh "B"  2006).

Troet eo bet e brezhoneg an destenn gant "Kenvreuriez ar brezoneg" hag embannet gant Skol dre Lizher, 1982.