***
AR MISTERIOÙ LAOUEN
Ar C'hemenn da Vari
"A garantez peurbad em eus da garet" (Yeremia 31,3)
Deskomp en em lezel da vezañ karet gant Doue.
Gweladenn Mari da Elizabed
"En em lakait dre ar garantez da sklavour an eil d'egile" (Galated 5,13)
Goulennomp karitez Mari, ar garantez vreurel.
Ar C'hinivelezh
"Abalamour deoc'h, goude ma oa pinvidik, ez eo en em c'hraet paour" (2 Kor 8,9)
Goulennomp uvelded an Aotrou Doue
Ar C'hinnig d'an Templ
"Ra 'z pennigo an Aotrou" (Yeremia 31, 23)
En em lezomp da vezañ heñchet gant Mari betek an Aotrou Doue.
Jezuz en Templ d'e zaouzek vloaz.
"Da gelenn a rin o tiskouez dit an hent da vont gantañ" (Salm 32, 8)
Goulennomp ar fealded da c'halvadenn an Aotrou Doue warnomp.
***
AR MISTERIOU GLAC'HARUS
Gwallanken Jezuz
"Pedit evit chom hep mont ebarzh an temptadur" (St Mark 14, 38)
Teurvezit rein din, Aotrou, gras ar c'heuz hag ar bedenn.
Ar Skourjezidigezh.
"Hogen ar wazed hag a oa o terc'hel Jezuz, a rae goap anezhañ, hag en gwallgase" (St Lukaz 22, 63)
Roit din, Aotrou, ar pardon eus va fec'hedoù, hag ar c'hras da c'hellout pardoniñ.
Ar Gurunennidigezh a spern
"Uhel ha santel e ran va annez, hag ivez gant an dud glac'haret hag uvel a spered" (Izaia 57, 15)
Ma diliammit, Aotrou, diouzh ar spered a vrasoni hag a lorc'hentez.
An Dougen Kroaz
"Hag o fec'hedoù a sammo." (Izaia 53, 11)
Aotrou Jezuz, gratait din bezañ kendruezus ha ma vezin dalc'hus er garantez.
Jezuz a varv ouzh ar Groaz
"Gounezet ac'h eus da Zoue, gant da wad, tud eus pep meuriad, ha pep yezh, ha pep pobl ha pep broad" (Diskuliadur 5, 9)
Roit din da anavezout ar garantez dibar a vagit em c'heñver.
***
AR MISTERIOÙ GLORIUS
An Dasorc'hidigezh
"N'az pet ket aon, me eo an hini bev ; marv on bet ha setu me bev evit kantvedoù ar c'hantvedoù." (Diskuliadur 1, 18)
Goulennomp ma vo adnevesaet ar feiz ennomp hag en holl dud.
Ar Bignadenn
"Pignat a ran davet va Zad hag ho Tad". (StYann 20, 17)
Goulennomp ur fiziafïs kreñv e komzoù Jezuz.
Ar Pantekost
"Ar Frealzer, ar Spered Glan, a vo kaset gant an Tad em anv, hennezh a zesko deoc'h pep tra" (St Yann 14, 26)
Goulennomp ur skuilherezh nerzhus eus ar Spered Santel war ar bed.
Dougidigezh Mari
"Goude he dougidigezh d'an neñv, n'eo ket echu he c'hefridi e-keñver ar Silvidigezh." (Vatikano II)
En hor pedennoù, azgoulennomp erbedenn ar Werc'hez Vari.
Kurunennidigezh Mari
"He c'harantez-vamm a laka anezhi evezhiek ouzh breudeur he Mab." (Vatikano II)
Goulennomp ma anavezimp gwelloc'h Mari, ha ma roimp bod d'he c'harantez.
Diwar ur follennig embannet dre "L'icône de Marie" Bulat, 22160 Kallag. Ouzhpenn-se kinniget a zo bet Misterioù luc'hus d'an Iliz dre ren Yann-Baol II. Rak-se e vefe dav bezañ peurechuet an droidigezh en dazont gant skipailh "L'icône de Marie".
<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<< >>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>>
Dindan amañ un destenn gant Yann-Baol II (testenn gallek en he heul), kavet er memes follennig:
Breudeur ha c'hoarezed ker, evit bevañ kristen e gwirionez, eo ret deoc'h da gentañ bezañ lusket dre an diabarzh gant Spered an Aotrou Doue ; Evit-se e karfen en em drofec'h muioc'h c'hoazh wardu ar Werc'hez Vari, ho Mamm, Mamm an Iliz.
Piv eo, ma n'eo ket Mari, he deus bevet ar gwellañ ur vuhez eeun, en ur glask santelaat anezhi ?
Piv eo, ma n'eo ket Mari, he deus ambrouget ar gwellañ Jezuz a-hed he buhez, laouen, glac'haret pe o veulin Doue, hag a zo aet don en e vuhez diabarzh a vab e-keñver an Tad, a vreur e-keñver ar re all ?
Piv eo, ma n'eo ket Mari, kevredet bremañ ouzh Gloar he Mab, a c'hell bezañ hon hanterourez ar gwellañ ?
Hi a rank bremañ ambroug ho puhez. Emaomp o vont da fiziout enni ar vuhez-se. Evit-se e kinnig dimp an Iliz ur bedenn aes-tre, ar Rozera, ar chapeled, a c'hell bezañ dibunet seder a-hed hon devezhioù.
Ar Rozera, dibunet goustadik ha meveriet a-gevret gant an tiegezh, er gumuniezh, en e-unan, ho lakaio da vont tamm-ha-tamm e buhez diabarzh ar C'Hrist hag e Vamm, en ur envoriñ an holl zarvoudoù a zo anezho alc'houezioù hor silvidigezh.
A-hed an Ave-où Maria ez arvestot ouzh mister Enkorfidigezh ar C'hrist, Daspren ar C'hirst, hag ivez ouzh ar pal a skoomp war-du ennañ, e sklerijenn ha diskuizh an Aotrou Doue.
Gant Mari e tigorot hoc'h ene d'ar Spered Santel evit ma aweno an holl oberoù a zo ouzh ho kortoz.
Ra vezo Mari hoc'h ambrougerez hag ho skoazellerez.
Yann-Baol II, 6 Mae 1980
Chers frères et sœurs, pour vivre d'une façon vraiment chrétienne, il faut d'abord que vous soyez animés du dedans par l'Esprit de Dieu ; et je voudrais pour cela que vous vous tourniez davantage encore vers la Vierge Marie, votre Mère, la Mère de l'Eglise.
Qui, mieux que Marie, a vécu une vie simple en la sanctifiant ?
Qui, mieux que Marie, a accompagné Jésus dans toute sa vie, joyeuse, souffrante et glorieuse, est entrée dans l'intimité de ses sentiments filiaux pour le Père, fraternels pour les autres ?
Qui, mieux que Marie, associée maintenant à la gloire de son Fils, peut intervenir en notre faveur ?
Elle doit maintenant accompagner votre vie. Nous allons lui confier cette vie. L'Eglise nous propose pour cela une prière, toute simple, le Rosaire, le chapelet, qui peut calmement s'échelonner au rythme de nos journées.
Le Rosaire, lentement récité et médité, en famille, en communauté, personnellement, vous fera entrer peu à peu dans les sentiments du Christ et de sa Mère, en évoquant tous les événements qui sont la clef de notre salut.
Au gré des Ave Maria, vous contemplerez le mystère de l'Incarnation du Christ, la Rédemption du Christ, et aussi le but vers lequel nous tendons, dans la lumière et le repos de Dieu.
Avec Marie, vous ouvrirez votre âme à l'Esprit Saint, pour qu'il inspire toutes les grandes tâches qui vous attendent.
Que Marie soit votre guide et votre soutien.
Jean Paul II, 6 mai 1980
