.> C'hoant deoc'h teurel ur sell ouzh un abadenn skinwell pe TV (FR3-Roazhon) e brezhoneg?:
. An Taol Lagad (bemdez - kreizteiz rik, skignet e kornog Breizh nemetken)
. Mouchig-Dall (bep merc'her war-dro 8e45, evit ar vugale)
. Te ha Me (bep sadorn, atersadennoù tud yaouank)
. Digor Din (bep sadorn, war-dro 10e30)
. Red an Amzer (bep sul, war-dro 11e30)
E-pad an hañv, chenchamañchou zo er skinwell:
. An abadennoù boutin a vez o chom a-sav
. Bez e vo un abadenn nevez "Tomm-Tomm-Tomm" hec'h añv, gant Goulwena an Henaff, bep Sul vintin war-dro 11e20.
. Krog a raio an abadennoù boutin e miz Gwengolo a zeu.
Chomlec'hioù da vont e darempredoù dreze gant Mouchig-Dall:
. Mouchig-Dall,France 3 Breizh, 9 bali Janvier, 35040 Roazhon Cedex
Abadennoù skinwell all zo ivez. Skignet e vezont dre ar genrouedad hepken:
. abadenn Webnoz (gant Lionel Buannic, div eurvezh-pad bep miz) a c'heller he kavout war meur a lec'hienn:
. www.brezhoweb.com , www.armortv.fr , www.surlaplace.tv
. ur skinwell roazhonek, nevez flamm!
> C'hoant deoc'h selaoù ouzh ar skingomz pe radio, ha pa vefe en ur ober gant an urzhiataer, moarvat!
. Ar radioioù e brezhoneg (evit selaoù war-eeün)
Mod-se e vo moaien deoc'h kavout ar re-mañ:
Arvorig FM Arvorig FM
(ur radio bet savet e 1995, e brezhoneg penn da benn abaoe 1998)
radio Kerne radio Kerne
(roll an abadennoù ha dielloù kozh da selaoù oute, war al lec'hienn)
RKB (radio Kreiz-Breizh) radio Kreiz-Breizh
(ur radio a blijfe kalz d'ar vrezhonegerien zo pa vez añv eus sonerezh da skwer [...hervez kont, da lâret eo: diwar foromoù internet!])
radio Bro-Gwened... radio Bro-Gwened
(peder eurvezh e brezhoneg bemdez)
Plum' FM Plum 'FM (abadennoù e brezhoneg)
(ur radio a zo adskignet drezhi meur a abadenn savet gant radio Bro-Gwened)
Sellit ivez ouzh:
. Radio an Aochoù - RCF Rivages (roll an abadennoù rannvroel)
. Buhez lun 7eur30 da noz, ha sadorn 9eur (30 mn)
. Lenn ha c'hoari meurzh 8eur da noz (30 munutenn)
. abadennou(igoù) all (Pedenn an deiz, Muzikoù, Gousperoù, Parlons breton)
. FB Breiz Izel - Keleier (bemdez 7eur15)
. FB Breiz-Izel - abadennoù (podcast) :
. Hentoù treuz :
FB Breiz Izel - abadenn Hentoù treuz - sadorn d'an abardaez
. Boued spered:
FB Breiz Izel - abadenn Boued spered - sul d'an abardaez
Nevez flamm eo Kaouenn, ur skingomz dregeriad war ar rouedad:

