Anavezet eo parrez Trelevenez/Treflevenez, nepell diouzh Menez Are, e Penn-ar-Bed dre hec'h Aotrou person Job An Irien e anv. Emañ eñ e-karg embannadurioù Minihi-Levenez. Pouesusoc'h c'hoaz marteze, eñ eo emañ o lidañ ingal un overenn e brezhoneg (pe eun overenn e brezoneg, ma gavoh gwella an doare-skriva all, implijet enno) bep sadorn da noz.
Ma vefe deg a ilizoù er vro nemetken ma vefe klevet overennoù e brezhoneg enne, e grogfe da cheñch buhez a Feiz e Breizh a-bezh, sur a-walc'h, pa lâran mat... Perak ne vez ket komprenet an dra-se da vat gant pennoù braz an Iliz, setu ur wir a vister! Setu ur gwir vizer ivez!
Evit gouzout hiroc'h pe evit prepar lidañ: Minihi Levenez
Da skouer, setu ur follennig kinniget d'an dud pa z'eont-tre e-barzh an iliz a-raok ma grogo an overenn :
pajenn 1
pajenn 2
pajenn 3
pajenn 4




