Farsus. Ar vBidochoned.

Fanch e plas Robert. Katell e plas Raymonde. Ha setu ar vBidochoned mod Breiz. Biskoaz kemend-all.

Ar henta gwech eo d'ar vBidochoned dilezel ar galleg evid ober gand eur yez all. Betek-hen ne oa bet kavet den ebet evid trei anezo e saozneg, en alamaneg peotramant e forz peseurt yez. Re "gall" eo spered ar vBidochoned: atao o klemm, atao gwelloc'h hag ar re-all, fier ruz gand o bro, gand ar galleg, o boued hag o fourmaj lez.

Bidochoned a zo e pep lec'h Ha perag trei ar vBidochoned e brezoneg neuze? Ar Vretoned n'int ket Bidochoned hag ar vBidochoned n'int ket Bretoned. "Geo, Bidochoned a zo e pep lec'h" eme Erwan Hupel, hag en neus lakeet anezo da brezeg brezoneg gand sikour embannaduriou An Dalar. "Beaufed a zo e pep bro!". Ha n'eo ket bet diaez da Erwan Hupel rei liou Breiz d'ar vBidochoned. Ba "Les Bidochons en voyage organisé" e vez gwelet eur strollad touristed a Vro Hall o veaji e broiou ar reter. Ha padal, n'eus ken koz ganto nemed deus ar Frafis, ar choucroute hag ar Marseillaise. E brezoneg, ba "Ar vBidochoned o veaji a-stroll " e vez gwelet eun toullad Bretoned eet da haloupad da reter Europa hag o kozeal diwar... Breiz, ar hig ha farz ha toniou Alan Stivell!

"Allez e vez eur spered "clocher" gand ar Vretoned ivez" hervez Erwan Hupel. Gwir Bâter! "Pa welan trouz etre Parisianed ha tud-all a Vro Hall, e sonj din eo henvel a-wechou etre Leoniz ha Kernevad ". Eul Leonad a zopar da 8 Kernevad. Ha kement-se a ra eur vandenn treset deus ar henta! Plijus, farsus, fentus, en eur brezoneg yac'h ha saourus. "Raviolis Panzani, c'est bon comme c'est pas permis" a dalv "Fourmaj kig Bigouter, mad eo ha n'eo ket ker". Peotramant "eul Leonad a zo par da eiz Kernevad" evid "un Alsacien vaut mieux que deux tu l'auras". P'emaint o foueta bro e Europa ar reter e ya ar vBidochoned d'ober eur vunutenn didrouz dirag eun delwenn savet e enor Komun Pariz er bloavez 1871. Gand Erwan Hupel eo deut an delwenn-man eur monument e koun Bonedoù ruz Breiz. "Ha n'eo ket sod. Traoù a zo bet embannet e russieg war ar bonedoù ruz gand ar gomunisted!".

"Ne faote ket din ober goap deus ar Fransisien e brezoneg. Divizet 'meus lakaad ar vBidochoned e galleg rag e plije din. eur bern bannou treset e brezoneg a zo evid ar vugale, med n'eus netra evid ar grennarded". Ha mad en neus greet! "Eur mennoz a zoare!" en neus lavaret Binet, tad ar vBidochoned. Ha c'hoarzet 'neus leiz e henou! Erwan Hupel a faot dezan bremañ mond pelloc'h... hag ema en o klask menoziou all. Seurez Mari-Channig a Gastell Paol a glotte mad gand Soeur Marie Thérèse des Batignolles. Eur vandenn treset-all ken brudet ha ken goapus hag ar vBidochoned. 0 hortoz emaom...

Lionel Buannic

Ar vBidochoned o veaji a-stroll.
Embannaduriou An Dalar.
Ruméan 29860 Plouvien.