ON TAD HAG A ZO EN NENV

On Tad hag a zo en neñv,
hoc'h ano bezet santelleet,
ho rouantelez deuet deom,
ho polontez bezet greet
war an douar evel en neñv.

Roit deom hirio
or bara pemdezieg.
Pardonit deom or pehejou,
evel ma pardonom
d'ar re o-deus manket ouzom.
Ha n'on lezit ket
da goueza en tentadur,
med on diwallit diouz an droug.

Evelse-bezet graet / Amen

Komzoù digant "Leor an overenn  hag ar zakramanchou" , Eskopti Kemper ha Leon, (Minihi Levenez, 1997, 1435 pajenn) 

Meur a droidigezh zo. Kavet war ar genrouedad, an droidigezh-se, ha zo dedennus ivez:

  • testenn implijet gañti  ar stumm " c'hwi" / forme avec le vouvoyement :
Hon Tad,
c'hwi hag a zo en Neñv,
ra vo santelaet hoc'h ano.
Ra zeuio ho Rouantelezh.
Ra vo graet ho youl war an douar evel en neñv.
Roit dimp hizio bara hor bevañs.
Distaolit dimp hon dleoù
evel m' hor bo ivez distaolet d' hon dleourion.
Ha n' hon lezit ket da vont gant an temptadur,
met hon dieubit eus an Droug.
  • testenn implijet gañti  ar stumm " te" /forme avec le tutoyement et la doxologie :
Hon Tad, a zo en Neñv,
ra vo santelaet da anv.
Ra zeuio da Rouantelezh.
Ra vo graet da youl war an douar evel en neñv.
Ro dimp hiziv hon bara pemdeziek.
Distaol dimp hon dle
evel ma tistaolomp d' hon dleourien.
Ha n' hon laka ket da vezañ tentet
met hon dieub diouzh an Droug.
Rak, dit-te eo ar rouantelezh hag ar galloud hag ar gloar
da virviken.