Kavet e vez amañ kartennoù ha roudou beajoù Jezuz e-pad an  tri bloaz publik ma prezegas an Aviel e bro Israël. Deus al levr "Buhez H.S. Jezuz-Krist, hervez ar pevar aviel laket en unan" gant an Aotrou UGUEN , Person Plougastell-Daoulaz, hag an Tad Eujen, misioner kapusin, e teu an dielloù-mañ. Embannet eo bet al levr-mañ (Nihil obstat hag Imprimatur gantañ), 764 pajenn e-barzh,  e 1930 dre "Kentelioù Sant Franzez, An Oriant.

 1

KARTENN  BEAJOU  H.   S.   JEZUZ-KRIST  E-PAD  AR  BLOAZ KENTA MA PREZEGAS AN AVIEL

 1° D'an oad a 30 vloaz, Jezuz a guita Nasared ;
 2° a ya da Vetabara evit beza badezet gant sant Yann;
 3° a ya da zesert Jeriko, e-lec'h  m'eo tentet gant an diaoul ;
 4° a zistro da Vetabara, war bord ar Jourdan, hag a c'halv e genta diskibien ;
 5° a zistro d'ar Galile dre-gichen Efrem (an hent heuliet neuze gant ar veajourien);
 6° a erru e Kana, e-lec'h ma ra e virakl kenta;
 7° a ya da Gafarnaüm ;
 8° a ya da Jeruzalem (ar varc'hadourien kaset er-maez eus an Templ ; Nikodem) ;
 9° a ra e vision kenta er Jude (Yann-Vadezour taolet er prison) ;
10° a zistro d'ar Galile o tremen dre Sichem (ar Samaritanez) ;
11° a erru e Kana, e-lec'h ma pare mab eun ofiser eus Kafarnaüm ;
12° a dremen war bord, lenn Jenezared hag a c'halv evit mat e genta diskibien ;
13° a ya da Gafarnaüm (miraklou niverus) ;
14° a ra e vision kenta ar Galile (pareañs eun den lor) ;
15° a zistro da Gafarnaüm (paerañs eun den  seizet - Sant Vaze galvet da ziskibl).

 2

KARTENN BEAJOU H. S. JEZUZ-KRIST E-PAD AN EIL BLOAZ MA PREZEGAS AN AVIEL.

1° Jezuz a guita Kafarnaüm hag a ya da Jerusalem evit gouel Pask (pareañs eun den seizet) ;
2° a zistro d'ar Galile hag a dremen  war bord Lenn Jenezared (e ziskibien tamallet da derri Lezenn ar Sabad ; pareañs an den dizec'het e zourn) ;
3° a bign war eur menez eus ar Galile, e-lec'h ma tibab e ebestel ha ma prezeg d'ar bobl diwar-benn ar vertuziou a dle kaout e ziskibien;
4° a ya da Gafarnaüm (pareañs servijer eur c'hantener) ;
5° a ya da Naïm, e-lec'h ma rent ar vuhez da vab eun intañvez ha ma teu Mari-Madalen d'e gaout ;
6° a zistro da Gafarnaüm (pareañs eun den dall ha mut)
7° a ra eun eil mision er Galile hag a zispleg parabolennou Rouantelez an Neñv ;
8° a dreuz Lenn Jenezared (ar barr-amzer torret);
9° a erru e Jeraza (pareañs daou zen a oa dindan galloud an diaoul)
10° a zistro d'ar Galile hag a rent ar vuhez da verc'h Jair;
11° a ya da Nazared, e-lec'h m'eo digemeret fall gant e genvroiz hag a gas e ebestel da breseg ;
12° a glev eo bet dibennet Yann-Vadezour hag a dec'h war-du an hanternoz eus Lenn Jenezared;
13° a dreuz Lenn Jenesared evit mont da reseo e ziskibien goude o mision ;
14° a ya da gichen Betsaida hag a laka ar bara da greski
15° a dreuz Lenn Jenezared (o vale war an dour) ;
16° a erru e Kafarnaüm, e-lec'h ma promet d'ar bobl Sakramant an Aoter;
17° en em denn e bro Jenesared.

3

KARTENN  BEAJOU  H.  S.  JEZUZ-KRIST AN TREDE BLOAZ MA PREZEGAS AN AVIEL

1° Jezuz, gwallgaset gant e enebourien, a guita ar Galile evit mont da vro Tir ha Sidon (pareañs merc'h ar Gananeanez):
2° a dremen dre an Dekapol (pareañs eun den bouzar ha mut , ar bara kresket evit an eil gwech) ;
3° a ya da Zalmanut;
4° a dreuz Lenn Jenezared gant e ebestel (diwall diouz goell ar Farizianed);
5° a erru e Betsaida (pareañs eun den dall) ;
6° a ya da Sezare a Filip e-lec'h ma promet da sant Per e vo laket e penn an Iliz;
7° a zistro d'ar Galile (menez Tabor) ;
8° a zistro eus ar Menez Tabor da Gafarnaüm (pareañs eur bugel loariek, kenteliou d'an ebestel) ;
9° a guita  Gafarnaüm  hag a ya da Jeruzalem evit gouel an Tabernaklou (ar vaouez avoultrerez, pareañs eun den ganet dall,  parabolennou, kasoni ar Juzevien);
10° a zistro d'ar Galile ;
11° a guita ar Galile evit mat ( an 72 diskibl kaset da breseg, ar c'hérioù fall mallozet);
12° a ya hent war-du ar Bere (pareañ dek den lor, ar Farizianed mallozet, parabolennou);
13° a ra e vision kenta er Bere (kefridi da Herodez, parabolennou);
14° a erru e Betani hag a loj e ti Lazar, Marta ha Mari-Madalen ;
15° a ya da Jeruzalem evit gouel an Dedi;
16° a ra eun eil mision er Bere (parabolennou) ;
17° a ya da Vetani (rezureksion Lazar) ;
18° a ya da Efrem evit tec'hout rak e enebourien;
19° a gemer hent Jeruzalem en eur ziskleria d'e ebestel e tle beza laket d'ar maro;
20° a dremen dre Jeriko (pareañs eun den dall, Zache)
21° a erru e Betani (pred e ti Simon al Lor gant e vignon Lazar).