I  AR WERC'HEZ VARI EMBANNET D'AR BED

5
Greomp eur sell ouz an istor santel.
Gouzout a rit ervat penaos e tisentas Adam hag Eva ouz an Aotrou.Doue, dre zibri ar frouez difennet outo.
O ene, gwenn-kann diagent ha lugernus, a zeuas kerkent da veza du-pod ha divalo euzus.
Evit o finijenn e voent kaset kuit gant Doue eus Baradoz an douar ha kondaonet da c'hounit o bara diouz c'houezenn o zal. Bez'e kouezo warno hivizi-ken ar c'hlenved, ar poaniou a bep seurt hag ar maro zoken.
Doue evelato n'o dilezas ket en o gwalleur. D'ar mare m'edont kaset kuit eus Baradoz an douar, e roe d'ezo e c'her da zigas eur Salver d'ar bed.
Ha n'eo ket war an den kepken e taolas Doue e valloz, met ivez war an diaoul, en doa kemeret stumm eun naer evit touella Adam hag Eva hag o lakaat da goueza er pec'hed.
6
« Enebiez a lakain, emezan d'an diaoul, etre ar vaouez ha te, etre da lignez hag he hini; da benn a vezo flastret d'it ganti, ha te a glasko flemma d'ezi he seul. »
Ar vaouez-se a dlee beza enebour touet d'an diaoul, a dlee he lignez flastra d’ezañ e benn, ne c'hell beza nemet ar Werc'hez Vari.
Doue a roe da anaout d'ar bed e vije ar Werc'hez glan ha santel hag e teuje da veza Mamm d'Hor Salver Jezuz-Krist.
Rak, evel a ouzoc'h, d'an diaoul e teuer da veza mignon pe gentoc'h sklavour dre ar pec'hed mar-vel; hag e enebour, dre dec'hout gant doñjer diouz ar pec'hed evel ma tec'her diouz ar vosenn. Seul c'hlanoc'h e vez eun ene seul euzusoc'h e vez d'an diaoul, seul vui en devez kasoni outañ. Setu perak, pa n'eus oet morse war he ene an distera pec'hed, na zoken pec'hed bon tud kenta, ar Werc'hez eo brasa enebour an diaoul.
Met n'eo ket bet awalc'h evit ar Werc'hez beza enebour ar spered milliget-se; ouspenn-se he deus flastret d’ezañ e benn, pe, ma kavit gwelloc'h, deuet eo a-benn da freuza labour Satan, o lakaat er bed he Mab Jezuz. Maro Hor Salver war ar groaz en deus diskaret rouantelez an diaoul ha tennet hon eneou a dre e skilfou.
Gwelet hon eus, hep mar ebet, en hon ilizou, eur skeudenn pe eun daolenn bennak, a ziskouez ar Werc'hez ganti eul lostenn gwenn evel an erc'h, eur vantell glaz evel an oabl, en he sav war volz an Neñvou, o flastra dindan he zroad he fenn d'an naer villiget.
8
Ar skeudennou pe an toalennou-se a zigas da soñj d'eomp eus komzou an Aotrou Doue e baradoz an Douar; diskouez a reont d'eomp glanded dispar ar Werc'hez hag he galloud war sperejou falla an ifern. Na ehanomp morse d'he fedi hag e roio d'eomp skoazell enep al loen fall-se.
Gouzout a rit emañ bemdez o troidella endro-deomp, evel eul leon e kounnar, o klask hol lonka, da lavarout eo o klask mouga, dre ar pec'hed marvel, buhez ar c'hras en hon ene, evit ober ac'hanomp tud gwalleürus da virviken.
Goulennomp eta bepred skoazell hor Mamm eus an Neñv evit herzel ouz eun enebour ken fallakr.

II   AR WERC’HEZ VARI KROUET DINAMM

9
Adam hag Eva a zizentas eta ouz an Aotrou Doue o tibri eus ar frouez difennet.
Ar pec'hed-se a gasas kuit dioustu eus o ene ar c'hras a ro santelez, ar vantell gaer-se a ra anezañ koant ha skedus evel an heol.
Ar sent er baradoz, an aelez hag an Aotrou Doue e-unan a zo eun dudi evito sellout ouz eun ene e stad a c'hras.
Ma c'hellfemp gwelout, pa ne ve nemet eur predig-amzer, pegen kaer eo eun ene e karantez Doue, e varvfemp war an taol, ken bras e vije hol leve-nez, a lavar d'eomp ar sent.
Ene Adam hag Eva a voe eta, goude o fec'hed, lamet digantañ ar pez a roe d’ezañ e sked hag e gaerder.
Met siouaz, o tisenti ouz Doue, n'eo ket evito kepken eo e kolljont an teñzor burzudus m'eo ar c'hras; her c'holl a rejont ivez evidomp-ni holl o bugale.
10
Ha setu perak e teuomp war an douar-mañ enebourien da Zoue ha sklavourien d'an diaoul; ar pec'hed en hon ene.
Daou hepken eus bugale Adam n'o deus ket bet da blega d'al lezenn euzus-se: Hor Salver Jezuz-Krist hag ar Werc'hez-Vari.
Jezuz-Krist a oa Doue ha darempred ebet ne c'helle beza etrezañ hag an diaoul.
Ar Werc'hez kennebeut ne voe ket kailharet he ene gant ar pec'hed; kerkent ha ma voe krouet e voe karget a c'hras.
Gant ar c'hras e tiskennas en he ene an holl vertuziou, holl zonezonou ar Spered-Santel ha kement peurz-vat a c'hell kaeraat eun ene.
Doue ne c'helle ket lezel an hini a vije eun deiz e vamm, da veza, pa ne ve nemet eur pennadig-amzer, sklavourez d'an diaoul dre ar pec'hed. Setu aze perak, dre veritou Hor Salver Jezuz-Krist hag ablamour d'ezo, e tiwallas ar Werc'hez diouz ar pec'hed orijinel ha dre eno diouz pep pec'hed.
Hag abaoue, ec'h hañvomp Mamm Doue, ar Werc’hez Vari krouet dinamm.
O virout e vamm diouz an distera pec'hed, an Aotrou Doue en deus diskouezet d'eomp pegement a gas hag a euz en deus outañ.
Ma n'hon eus ket an eurvad da veza bet ganet e stad a c'hras evel ar Werc'hez, deuet omp buan evelato da veza mignoned da Zoue dre sakramant ar Vadiziant, en deus gwalc'het hon ene paour saotret gant ar pec'hed.
12
O, dalc'homp da viken digallhar sae wenn hor badiziant. Ha ma c'hoarvesfe ganeomp eun deiz, Doue ra viro hag ar Werc'hez, koll an teñzor dispar-se, buan deomp da zaoulina dirag ar beleg, hag e sakramant ar binijenn e kavimp a-nevez stad ar c'hras.
Na chomomp morse eur vunutenn e stad a bec'hed marvel. Hag evit beza sur da virout bepred an teñzor talvoudek m'eo ar c'hras, deomp daved Mari, ar Werc'hez dinamm. Goulennomp diganti, mintin ha noz, en eur lavarout hon teir Ave, hon diwall diouz enebourien hon ene.
O Mari, ganet hep pec'hed, pedit evidomp-ni a zeu da c'houlenn ho skoazell.
O Mamm, diwallit hon ene diouz pep pec'hed, epad an deiz-mañ, epad an noz-mañ.

III  GINIVELEZ AR WERC'HEZ VARI

13
Joakim hag Anna, tad ha mamm ar Werc'hez, a oa o daou eus lignez Abraham hag eus kerentiez David.
Eur garantez vras o doa evit an Aotrou Doue, ren a raent eur vuhez santel hervez al lezenn hag o amzer a rannent etre ar bedenn hag an oberou mat.
An oad a zeuas warno, hep m'o doa bet bugale. Kalet e kavent chom dizher; pebez levenez m'o dije gellet kaout eur c'hrouadur da ginnig da Zoue; ne ehanent ket da c'houlenn unan digantañ.
An Aotrou Doue a selaouas o fedenn hag a roas d'ezo eur verc'h, ha pebez merc'h.
Hi eo a zeuio eun dervez da veza mamm da Zoue ha mamm d'an holl dud.
Evel-se eo e teuas er bed, en eur c'hornig bro eus ar Palestin, an hini a vije hañvet eun deiz Rouanez an Neñv hag an douar.
Mari a voe graet anezhi. Mari, da lavarout eo Rouanez, Itron, pe c'hoaz «mor a c'hlac'har». Seurt hano a zeree mat ouz ar bugel a dlie eun deiz ren gant Hor Salver war ar bed holl met ivez gouzañv gantañ poaniou a bep seurt.
14
Greomp eur sell war ar baotrezig koant-se kousket en he c'havell.
Diouz he gwelout n'eus kemm ebet etrezi hag ar vugaligou all. Met en he ene na kaerat burzudou... N'eo ket bet saotret gant ar pec'hed, ha Doue en deus laket ennañ skedusa vertuziou a c'hell eun ene da gaout.
Poulzet gant ar vertuziou-se, ar Werc'hez, daoust d'ezi da veza yaouank flamrn, a rae hep ehana obe-rou talvoudus kenan dirak an Aotrou Doue.
Ene peb krouadur badezet a zo ennañ ivez an holl vertuziou-se, met ne c'hell ket o lakaat da dal-vezout. Ar feiz, an esperans, ar garantez a zo en e ene, met ne c'hell ket lavarout da Zoue e kred ennañ, en deus karantez evitañ. Perak? Dre n'eo ket c'hoaz divorfil spered ar bugelig-se ha ne c'hell na pedi, na kompren, na prederia. Ar bugel n'en deus ket c'hoaz a skiant.
Met ar Werc'hez-Vari, dre c'hras an Aotrou-Doue, he doe skiant, kerkent ha ma voe anezi. Kerkent eta e c'hellas lavarout he c'harantez d'an Aotrou Doue. Seul-vui ma oa glan he c'halon ha pinvidig he ene, seul welloc'h e kanas d’ezañ he c'harantez.;
Gwelout a rit bremañ ar burzudou a oa en ene ar baotrezig-se.
16
Soñjomp eur pennadig el levenez dispar a zigasas d'ar bed ginivelez ar Werc'hez Vari. Eun nebeudig bloaveziou c'hoaz hag e vo diskaret rouantelez an diaoul. Mari a flastro d’ezañ e benn o lakaat er bed Hor Salver Jezuz-Krist.
Ginivelez ar Werc'hez, a lavar deomp Sant Bernard, a lakeas eul liamm etre an Neñv hag an douar; Jezuz-Krist a zeuio dizale da lakaat ar peoc'h etre Doue hag an dud.

***

Bep bloaz, an Iliz, d'an eiz a viz Gwengolo, a lid Ginivelez ar Werc'hez. Na chomomp morse hep kemerout perz er Gouel-se.
Evel ma vez laouen kalonig ar bugel da c'houel-bloaz e vamm, e tle en deiz-se hor c'halon tridal gant al levenez, rak er baradoz emañ gouel-bloaz hor Mamm.
Holl c'houeliou ar Werc'hez a die beza c'houek d'hor c'halon. Ne die zoken tremen deiz ebet eus hor buhez hep na lavarfemp da Vari hol levenez evit an holl c'hrasou skuilhet warni gant an Aotrou Doue.
Euz a greiz hor c'halon, lavaromp, mintin ha noz : « Me ho salud Mari; c'houi zo leun a c'hras. »


IV  AR WERC’HEZ KINNIGET EN TEMPL

17
Ar Skritur Sakr ne lavar d'eomp ger ebet diwar-benn bugaleach ar Werc'hez.
An dud santel ha gouiziek, a hañver Tadou an Iliz, o deus evelato kontet d'eomp diwar he bloa-veziou kenta, meur a draig ez omp laouen da c'houzout hag a oa bet desket d'ezo gant ar gristenien genta. Ar re-mañ o c'hlevas gant ar Werc'hez he-unan, pe gant ar re a dremenas o buhez en he c'hichen.
Mari, bihanik c'hoaz, a lavar d'eomp an Tadou, a voe kaset d'an Templ gant he zad hag he mamm, Sant Joakim ha Santez Anna, evit beza kinniget da Zoue ha chom d'e servija a-hed he buhez.
An Templ a oa eun doare iliz, en-dro d'ezi por-ziou a bep ment, savet war unan eus torgennou Jerusalem.
Ennañ hag ennañ hepken, e veze kinniget ar sakrinsou kemennet gant lezenn Moizez. Ennañ e veze graet ar pedennou ha lidet goueliou santel ar Juzevien.
18
Ar Werc'hez a zeue da veva etouez ar paotrezed bihan eus he oad a oa dija eno. Wardro tri bloaz edo pa voe digaset d'an Templ gant he zud. Skiant he doa ha kompren a reas mat-tre pegen kalet e oa kuitaat ar gear hag he c'herent.
Hen ober a reas evelato, laouen ha leun a nerz-kalon, dre garantez ouz an Aotrou-Doue.
Na peger c'houek e voe evitañ gwelout ar plac'hig-se, en doa skuilhet warni e gaera teñzoriou, o lezel he zad hag he mamm evit en em rei holl d’ezañ.

***

Na pebez kentel a roas d'eomp ar Werc'hez en dervez-se.
A dra-sur an holl gristenien a die karout an Aotrou Doue, labourat evitañ hag e bedi.
Bez'ez eus koulskoude eneou hag a zo galvet d'e servija en eun doare strisoc'h eget ar re-all.
Ar re-mañ a rank dilezel meur a levenez ha meur a garantez d'en em rei holl da labourat evit gloar Doue ha silvidigez an eneou.
Beza galvet evelse a zo eun enor eus ar re gaera hag eun eurvad eus ar re c'houeka.
Eun enor eo, rak galvet int da gendelc'her war an douar, dre ar bedenn hag ar binijenn, labour Jezuz e-unan, dasprena ar bed.
20
Eun eurvad eo ivez, rak d'ar re o devezo kuitaet o zud pe o madou dre garantez evitañ, lavaret endeus Hor Salver e rofe kant gwech kement all er bed mañ, hag er bed all ar vuhez a bado da viken.
Klevet hon eus, pe klevout a raimp marteze eun deiz, eur vouez en hon diabarz hag hor pedo da zilezel pep tra evit an Aotrou Doue.
Na reomp ket skouarn vouzar ouz eur vouez ken karantezus. Goulennomp buan ali eur beleg santel; ha ma lavar ez omp e gwirionez galvet gant Doue, hep marc'hata, kuitaomp pep tra ha kerzomp war roudou Hor Salver Jezuz-Krist.


V  BUHEZ AR WERC’HEZ VARI EN TEMPL

21
Amzer Mari en Templ a oa rannet etre ar bedenn, ar studi hag al labour.
Pedi a ra ar Werc'hez. Diouz ar mintin koulz ha d'an abardaez, marteze zoken e kreiz an noz, e kan meuleudi an Aotrou Doue. Hekleo an Templ a dregern gant moueziou sklintin ar vugaligou o kana dudiusa kantikou a c'heller da glevout, ar psalmou.
Bez'e vezont er sakrifisou a ginnig bemdez ar veleien; hag eno, eus o c'halon, e sav, war-du an Neñv pedennou entanet, evito, evit o zud, evit Israël o bro.
Studia a ra ivez ar Werc'hez. Desket e vez d'ezi koulz ha d'ar merc'hedigou all a zo ganti, lenn ar Skritur Sakr.
El levriou sakr-se,skrivet gant sikour sklerijenn ar Spered-Santel,he deus plijadur o lenn al lezenn roet gant Doue da Voizez war venez Sinai, istor pobl ar Juzevien ha komzou ar brofeted diwar-benn ar Mesiaz a dle dont.
22
Labourat a ra ar Werc'hez. Ar baotred vihan, moarvat, a servije ar veleien ouz an aoter hag a gempenne an Templ. Ar merc'hedigou, diouz o zu, a bourchase pep tra evit al lidou sakr, a zeske brouda ha gwriat an dilhad iliz, gwea seiz, lin, aour hag arc'hant.
Pedi, studia ha labourat. Na talvoudusa doare da dremen an amzer, dreist-holl ma peder, ma studier ha ma labourer evel ma rae ar Werc'hez Vari. « Glan a gorf hag a ene, eme Sant Ambroaz o komz anezi, Mari a oa ivez izel a galon. Dereat ha fur e veze bepred he c'homzou. Gant evez e lenne ar Skritur Sakr. He holl fizians a lake e Doue hepken, ha labourat a rae gant aked; n'em em chale ket gant ar pez a lavare an dud, rak ne glaske plijout nemet da Zoue.
Leun a zoujans oa ouz ar re goz, ne rae poan da zen, madelezus oa e-keñver an holl hag hep gwarizi ouz den. Ne glaske ket meuleudiou an dud ha ne selaoue nemet mouez an Aotrou Doue en he c'halon.
Biskoaz hini eus he sellou ne lakeas nec'het he zud; morse ne reas fae war ar paour, morse ne reas goap ouz an distera tech a gavas en he nesa.
Ne zeuas ket en he spered trei hent diouz ar reuzeudig; leun a vadelez e veze bepred he daoulagad; he c'homzou a lavare pegen seder e oa he c'halon. Ouz he gwelout an holl a ouie pegen glan ha pegen splann e oa he ene. »

***

24
Holl hon eus ezomm da bedi, da studia ha da labourat. Sevenomp kement-se o soñjal er skoueriou mat a ro deomp ar Werc'hez en Templ. Klaskomp kerzout war he roudou. Ha goulennomp diganti rei d'eomp nerz-kalon awalc'h evit derc'hel war hor froudennou ha diarbenn hon diegi.
Ne gavimp hon eürusted war an douar nemet oc'h ober penn-da-benn hon dever.
Plijet gant ar Werc'hez rei deomp he skoazell evit m'her graimp bepred gant evez ha gant aked ha dreist-holl dre garantez ouz an Aotrou Doue.


VI  DIMEZI AR WERC’HEZ VARI

25
Wardro daouzek vloaz a oa abaoue m'edo ar Werc’hez en Templ. D'he femzek vloaz, hervez lezenn ar Juzevien, edo en oad da zimezi.
Doue en doa dibabet eviti eur pried diouz he doare, Jozef e hano, eur c'halvez eus e vicher.
Koulz hag ar Werc'hez, Jozef, daoust d'e stad paour, a ziskenne eus Rouaned Juda.
Izel hag eün a galon, hen eo en devezo an enor dispar da veza pried glan ar Werc'hez Vari ha tad mager Hor Salver Jezuz Krist.
Met penaos, goude rei he ger da chom bepred e servij Doue, e c'helle ar Werc'hez asanti dimezi? N'eo ket diaes da gompren, rak Doue e-unan eo a roas d'ezi urz da gemerout Jozef da bried, dre ma felle d’ezañ he defe ar Werc'hez unan bennak d'he skoazella, en defe ar bugel a dlie dont er bed eun tad d'e zifenn ha da c'hounit d’ezañ e vara. Hag eus Mari, a oa dija skouer ar gwerc'hezed hag an eneou gouestlet d'e servij, Doue en doa c'hoant ober ivez skouer ar mammou kristen.
26
Ouspenn, Doue a ouie pegen santel edo Jozef ha n'eo ket hen eo a virfe ouz ar Werc'hez da chom bepred glan en e servij.
Setu perak e roas urz da Vari d'en em unani gant Jozef dre liammou santel ar briedelez.
Dioustu e sentas ar plac'hig hag eun deiz ez aio da veva dindan toenn kalvez paour Nazared.
Nag a genteliou talvoudus a c'hellomp-ni tenna eus dimezi Josef ha Mari.
Bepred hag e pep tra, dreist holl pa'z eo deuet ar mare da gemerout eur stad a vuhez, e tleomp eveldo klask anaout bolontez an Aotrou Doue.
P'en em ginnig en Templ, Mari he deus hol laket da soñjal e stad santel ar veleien pe e stad al leaned hag al leanezed. En eur zimezi e tesk d'eomp pegen santel ha pegen eürus eo stad ar briedelez evit ar re a zo galvet enni gant Doue hag a vev enni hervez e lezennou santel.

***

Galvet omp bet dija, pe da vihana galvet e vezimp eun deiz, da veva en unan pe unan eus ar stadou-se. Ma fell d'eomp beza eürus, koulz war an douar-mañ eget er baradoz, ez eo ret d'eomp, dre bedi ha goulenn kuzul, klask petra en deus c'hoant Doue ober ac'hanomp.
28
Ha p'en devo Doue roet d'eomp da anaout e volontez, hep dale, heuilhomp-hi.
Hor c'halon baour marteze a ranko gwada gant ar glac'har, met n'eus forz, ha daoust da ze sen-tomp ouz Doue.
N'eo nemet o vale en ero digoret gantañ evidomp eo e kavimp war an douar-mañ ar peoc'h hag an eürusted, hag ar wir levenez er baradoz.


VII  AN ARC'HAEL GABRIEL O TONT DAVED AR WERC'HEZ VARI

29
Bloaz goude beza roet he ger, ar Werc'hez, hervez m'edo ar c'hiz e bro ar Juzevien, a zeuas da chom da di Jozef.
Eno e kendalc'has da dremen he amzer o pedi, o labourat hag o lenn ar Skritur Sakr.
Ha setu eun dervez, eun ael oc'h en em ziskouez dirazi. An Arc'hael Gabriel eo, kemeret gantañ stumm eun den, kaer ha skedus evel an heol. Gant ar vrasa doujañs e saludas ar Werc'hez en eur lavarout : « Me ho salud, o leun a c'hras, an Aotrou Doue zo ganeoc'h, benniget oc'h dreist an holl verc'hed. »
N'ec'het holl e voe lakaet Mari o welout an ael hag o klevout e gomzou. N'ho pet ket aon, emezañ d'ezi, rak plijout a rit da Zoue. C'houi a lakaio er bed eur mab, ha c'houi a roio d'ezañ an hano a Jezuz. Bras e vo hag hañvet e vo Mab an Holl-C'halloudek.
30
Mari n'eo mui ken nec'het. Met o soñjal el le graet ganti da Zoue e chomfe gwerc'hez, ne c'hell ket mirout da c'houlenn penaos e c'hoarvezo kement-se : « Ar Spered-Santel, eme an ael d'ezi, a ziskenno ennoc'h ha goloet e viot gant skeud an Holl-C'halloudek. Hag ar bugel santel a lakeot er bed a vo galvet Mab Doue. Setu m'eo ivez Elizabed, ho keniterv, deuet da veza dougerez war he c'hozni; an Aotrou Doue n'eus netra dreist e c'halloud. »
En taol-mañ emañ nijet pep tamm enkrez diwar spered ar Werc'hez. Gouzout a ra ervat e teu eus an Neñv an ael a zo dirazi hag eo deuet da rei d'ezi da anaout youl Doue.
Raktal ec'h asantas d'ar pez a c'houlenned diganti en eur lavarout d'an ael : «Setu servijerez an Aotrou Doue, ra vezo graet hervez ma livirit »
Ha kerkent Mab Doue en em c'hreas den.
Mab Doue, an eil berson eus an Dreinded a gemer er Werc'hez eur c'horf heñvel ouz hon hini; eur c'horf, a laka Doue ennañ eun ene heñvel  ouz hon himi. Ar « Gomz » a zo en em c'hraet den; evit dont da veza Hor Salver eo en em c'hraet hor Breur.
Hor Salver Jezuz-Krist, gwir Zoue ha gwir Zen, a zo roet d'eomp hirio.
Bezomp izel a galon, evel ar Werc'hez pa glevas an ael oc'h ober Mammm Doue anezi. Daoust ma oa e gwirionez «leun a c'hras ha benniget dreist an holl wragez» Mari a zo sebezet holl o klevout eur seurt kelou, rak kredi a ra start ne gavfed etouez krouadurien Doue na disteroc'h nag izeloc'h egeti.
32
Gouzout hag anzav a ra evelato en deus Doue graet enni traou burzudus, ha warnañ eo e taol an enor a zeu d'ezi dre-ze. Ne deo ha ne fell d'ezi beza nemet servijerez an Aotrou Doue.
A-veac'h m'he deus diskouezet dre he c'homzou pegen izel eo a galon e tiskenn enni Mab Doue, a ra anezi rouanez an Neñv hag an douar.

***

Evel ar Werc'hez Vari bezomp izel a galon. Na glaskomp ket sevel uheloc'h eget ar re all, n'en em gemeromp ket evit gwelloc'h egeto. Ma tigouez ganeomp beza gourdrouzet, gouzañvomp gant anaoudegez-vat; ha ma c'hoarvez d'eomp beza meulet, dalc'homp soñj n'eo dleet ar veuleudi nemet da Zoue hebken.
Neuze ar Werc'hez Vari a skuilho warnomp he c'haera grasou hag a ray d'eomp digouezout eun deiz e baradoz he Mab.


VIII  AR WERC'HEZ VARI E TI SANTEZ ELIZABETH

33
An Arc'hael Gabriel en deus lavaret d'ar Werc'hez emañ ivez Elizabed, daoust d'he c'hozni, war-nes beza mamm.
Mari a soñjas dioustu e vije mat d'ezi mont da welout he c'heniterv, d'he meuli evit ar c'hras dispar graet d'ezi gant Doue. C'hoant he doa ivez marteze kas kelou d'ezi eus ar burzud bras c'hoarvezet ganti he-unan.
Ar Werc'hez a yeas eta en hent, eun nebeud derveziou goude gwelout an ael. Hir ha skuizus oa ar veaj eus Nazared da Hebron, treuzi a ranked meneziou hag ober meur a zervez bale. Met ar garantez ne gil ket rak ar boan.
Santez Elizabed, keniterv ar Werc'hez Vari, a oa pried ar beleg bras Zakariaz. Evel gwechall Sant Joakim ha Santez Anna ez oant disher, daoust ma oa deuet ar gozni warno o daou.
Met Doue, bepred madelezus, en doa bet truez outo ivez; digaset en doa eun ael da rei da c'houzout da Zakariaz en defe eur mab, hag ar mab-se eo ar bugel emañ Elizabed war c'hed anezañ.
34
Hañvet e vo Sant Yann Vadezour, karget gant Doue da embann d'an dud emañ arru Salver ar bed.
Setu ma tigouez eta ar Werc'hez en Hebron, e ti he c'herent. Elizabed, a-vec'h m'he deus he gwelet, sklerijennet gant ar Spered Santel, he salud gant karantez ha levenez o lavarout : « O Mari, benniget oc'h dreist an holl wragez ha benniget eo frouez ho korf. Hag a belec'h e teu d'in an eurvad da welout em zi Mamm va Doue? Eürus oc'h c'houi; rak kredet ho peus, ha kement a zo bet kemmennet deoc'h a-berz an Aotrou a zigouezo hep dale.».
Mari, d'he zro, poulzet gant ar Spered-Santel, en em lakeas da gana ar c'hantig dudius a gan an Iliz bemdez en he gousperou : « Magnificat... Va ene a gan meuleudi d'an Aotrou. »
Ha perak eta e kan ene ar Werc'hez meuleudi da Zoue? Dre m'eo plijet gantañ ober eur sell a drugarez ouz he servijerez, ha m'en deus diskaret di war o zron an dud vras ha lorc'hus ha savet en o lec'h ar re reuzeudik; dre m'en deus digaset d'ar bed, a hirvoude dindan yeo an diaoul, ar Salver edod war c'hed anezañ abaoe pec'hed Adam hag Eva.
Mari, evit gortoz ginivelez Sant Yann, a chomas tri miz bennak e ti he c'herent. Hag hep mar ebet, epad an amzer-se, ne glaskas nemet ober plijadur ha renta servij d'he c'heniterv.
36
Kaerat kentel a garantez e keñver hon nesa a ro d'eomp amañ ar Werc'hez Vari. N'eo ket tro eo a vank d'eomp-ni ivez d'en em ziskouez karantezus e keñver hor c'herent, hor mignoned, ha dreist-holl e keñver ar re goz, ar re baour hag ar re glañv.
Deskomp, e skol ar Werc’hez Santel, en em ankounac'haat hon unan, evit soñjal en hon nesa. Dirak daoulagad an Aotrou Doue, n'eus netra talvoudekoc'h eget ar garantez kristen. An distera vad a reomp d'hon nesa, a reomp d'hor Salver Jezuz-Krist e-unan...

IX  GINIVELEZ AR MABIG JEZUZ

37
Kuitaet ganti Elizabed ar Werc'hez a zo distroet d'ar gêr, da Nazared. Eno e vev gant he fried, Sant Josef. Mari he deus evitañ, sklaer eo, an holl zoujañs hag an holl garantez a dle ar priejou kaout an eil evit egile.
Etre-daou e tostae eur ginivelez Mab Doue. E pelec'h e teuio er bed? « E Betleem e Juda », o deus lavaret pell zo ar brofeted. Mari ha Jozef a zo koulskoude o chom e Nazared.
Met an Aotrou Doue, a gas ar bed endro evel ma kar, en deus digaset d'an Impalaer Aogust ar c'hoant da niveri an holl dud a vev e kement bro a zo dindan e c'halloud.
Rei a ra da bep-unan an urz, evel m'edo ar c'hiz en amzer-se, da vont, evit beza niveret, d'ar gêr m'edo bet ganet e familh enni.
Ar Palestin a oa d'an ampoent dindan gouarn an Impalaer Aogust; setu Mari ha Josef a rankas ivez senti ouz e urziou. Mont a rejont eta da Vetleem a oa familh David ginidik anezi.
38
Betleem n'eo nemet eur gêrig; met ken niverus e tired ar veajourien enni, ma na gav Josef plas en ostaleri nag evitañ nag evit e bried. Glac'haret holl eo, rak ar goañv a zo hag e wreg yaouank he deus ezomm bras da ziskuiza.
Ret eo d'ezañ mont da glask lojeiz war ar maez, en-dro da Vetleem.
Kaout a reont eun disklavenn toullet er roc'h, e-harz ar menez. Eno e teu da glask ar goudor ar bastored a-ziwardro.
Eur c'hraou, eul laouer eun dornad kolo enni, setu holl ar pez a gavont; ha war an tammig kolo-se eo e teuio er bed an hini a dle savetei an den pec'her; el laouer-se eo ec'h astenno ar Werc'hez he mabig goude beza e vallhuret; er c'hraou-se eo e tigemero Mab Doue en em c'hrêt den testeni a garantez e Vamm, e Dad hag ar bastored paour diredet d'e welout.
Dudius kenañ, met poanius ivez eo mont el lochennig-se. Mari, ar Werc'hez venniget a zo aze daoulinet dirak he Mabig; pokat start a ra d'ezañ ha diskouez a ra d'ezañ he c'harantez hag he doujañs, rak ma'z eo he Mab ez eo ivez he Doue.
Karget eo he c'halon a levenez, o sellout ouz ar bugel-se, Mab Doue hag he Mab d'ezi ivez. Met beuzet eo koulskoude he c'halon er c'hlac'har dre na c'hell rei d'he Mabig nevez-ganet, nemet eur c'hraou, eul laouer hag eun dornad kolo.
40
Stouomp  holl d'an douar ha kouezomp d'an daoulin dirak ar Mabig Jezuz deuet da veza hor breur evit dont da veza eun deiz Hor Salver.

***

Petra a ginnigimp d’ezañ evit diskouez hon anaoudegez vat? Deñvedigou gwenn kann evel ar bastored, pe aour, ezañs ha mirh evel ar Rouaned?
N'en deus ezomm ebet eus an teñzoriou-se. Eun teñzor hepken en deus c'hoant da gaout, hag an teñzor-se eo hor c'halon, hor c'halon a gristenien vat leun a garantez evitañ.
Dre zaouarn ar Werc'hez Vari e vamm, kinnigomp d'ar Mabig Jezuz hor c'halon, ha roomp d'ezañ hor ger na droimp morse kein hag e chomimp bepred en e garantez.

 

X  AR WERC'HEZ VARI A ZEU D'AN TEMPL DA GINNIG AR MABIG JEZUZ

41
Hervez lezenn ar Juzevien, pep krouadur kenta ganet a dlie beza kinniget da Zoue en Templ.
E gerent a c'helle evelato e zasprena dre rei evitañ eun oan hag eun durzunell ma 'z oant pinvidik awalc'h, pe, ma'z oant paour eur c'houblad turzunelled pe diou goulmig.
Ar vamm ivez a ranke mont d'an Templ evit beza diskleriet glan.
Her gouzout a rit ervat, ar Mabig Jezuz n'en doa ezomm ebet da veza kinniget da Zoue, hen hag a oa Doue e-unan. Hag ar Werc'hez kennebeut, n'he doa kollet netra eus he glanded; n'he doa ezomm ebet d'en em c'hlanaat.
Evit deski d'eomp senti ouz gourc'hemennou Doue hag ouz an dud a zalc'h e blas war an douar, e plegas Jezuz ha Mari da lezenn ar Juzevien.
42
Daou ugent dervez eta goude ginivelez ar Mabig Jezuz, Jozef ha Mari a zeuas gantañ da dempl Jeruzalem. Dont a reont da gaout ar beleg bras karget da ober al lidou sakr, hervez al lezenn. Goude beza lavaret warno eun nebeut pedennou, ar beleg a gemer a-dre daouarn ar Werc'hez an diou durzunell digaset evit dasprena ar Mabig Jezuz; rak Mari ha Josef a zo paour, paour kenañ zoken, ha ne c'hellont kinnig da Zoue nemet prof ar reuzeudig.
Al lidou sakr a zo oc'h echui, ha setu ma teu d'an Templ, poulzet gant ar Spered Santel, eun den koz leun a vertuziou, e hano Simeon. A-hed e vuhez en deus pedet Doue da rei d'ezañ ar c'hras da welout Salver ar bed araok mervel. Doue en deus selaouet e bedenn ha poulzet anezañ da zont hirio en Templ da welout e Salver.
Simeon a zired buan. Mont a ra war eün davet ar familh santel, hag en eur gemerout ar Mabig Jezuz etre e zivreac'h e kan ar c'hantig kaer a han-er an «Nunc dimittis».
« Lezit bremañ, o Mestr, ho servijer da vont e peoc'h evel m'ho poa lavaret, rak va daoulagad o deus gwelet ho Salver, an hini hoc'h eus digaset evit an holl boblou. »
Hag en eur renta ar bugel d'e vamm e lavaras d'ar Werc'hez : « Ar bugel-mañ a zo deuet er bed evit koll hag evit savetei eun niver bras a dud en Israël... Ha c'houi a vezo treuzet d'eoc'h hoc'h ene gant eur c'hleze. »
44
Spontusat kelou. Rei a ra dija da anaout an holl boaniou a ranko Jezuz da c'houzañv evit savetei ar bed, hag an holl enkrez a dle ranna kalon ar wella eus ar mammou.
Met ar Werc'hez Vari, leun bepred a zoujañs evit an Aotrou Doue, a zigemer a galon vat komzou an den koz Simeon; ne c'hell ket koulskoude mirout a gaout poan galon o soñjal en trubuilhou a zeuio eun deiz warni koulz ha war he Mab; adalek hirio e c'heller ober anezi Rouanez ar Verzerien.

***

Baleomp war roudou Jezuz ha Mari ha bezomp sentus eveldo. Evel m'o deus sentet ouz lezennou Doue koulz hag ouz re beleien an Templ, sentomp ni ivez ouz lezennou Doue hag an Iliz.


XI  AR FAMILH SANTEL A DEC'H D'AN EJIPT

45
Goude beza bet kinniget en Templ, ar Mabig Jezuz a zistroas d'ar gêr, da Nazared. Ne dlie ket chom pell eno.
Eur roue kriz ha fallakr, Herodez e hano, a rene neuze war ar Palestin. Gant ar Rouaned Maj en doa klevet edo ganet Mab Doue. Aon a grogas ennañ na lamfe eun deiz ar bugel-se e rouantelez digantañ : setu ma lakeas en e benn e laza. Evit dont a-benn eus e dorfed, e kasas soudarded da laza an holl vugale a oa e Betleem ha tro-war-dro, adalek daou vloaz ha yaouankoc'h.
Met eun ael eus an Neñv en em ziskouezas da Josef dre e gousk hag a lavaras d'ezañ : « Sav, kemer ar bugel hag e Vamm, tec'h d'an Ejipt ha chom eno ken na lavarin d'it. Rak Herodez a zo o klask ar bugel evit e laza. »
Tec'h d'an Ejipt. Met eur pennadig bale a zo eus ar Palestin d'an Ejipt, heñchou fall ouspenn, laeron warno, hag eur vro c'houez spontus da dreuzi eus an eil penn d'egile.
46
N'eus forz. Josef a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm hag a yeas en hent.
N'ouzomp ket mat penaoz e tremenas beaj ar Familh Santel. Lavarout a raer koulskoude ez edo ar Werc'hez Vari war eun azen, ar Mabig Jezuz gañti war he divrec'h. Beva'raent diwar ar pez o doa kaset gañto hag ivez, hep mar ebet, diwar an aluzen.
Goude diou pe deir sizun bale e tigouezjont en Ejipt.
Kennebeut all a dra a ouzomp diwar-benn buhez ar Familh Santel war zouar an harlu. Josef, moarvat, a gendalc'has da labourat war e vicher a galvez hag a c'hounezas evelse bara e familh.
Mari a rae wardro an ti hag a boanie evit n'o dije he Mab nag he fried diouer da netra.
Pebez rann-galon oa eviti koulz hag evit Josef beva war zouar ar baianed, a enored warnañ a bep seurt doueou faoz, rak ar Gwir Doue ne oa anavezet gant den ebet.
Pell ez edont diouz o zud, o c'herent, o mignoned, pell diouz o bro, diouz Jerusalem, diouz an Templ m'emañ ennañ an Doue teir gwech santel. Paour oant, dilezet gant an holl, disprijet zoken gant meur a hini. Ha war o diouskoaz e poueze pounnera samm en doa bet biskoaz pouezet war diouskoaz eun den : diwall ha sevel Mab Doue en em c'hreat den evit dasprena ar bed.
Kaout ar bugel-se ganto a oa koulskoude evito eul levenez eus ar c'houeka, hag a roe d'ezo nerz- kalon awalc'h evit gouzañv o holl boaniou ha dougen o c'hroaz.
48
Hag eun dervez eun ael eus an Neñv en em ziskouezas adarre da Josef dre e gousk : « Distro da vro Israël, emezañ, maro eo Herodez. » Josef a sentas war an taol hag a yeas dioustu en hent gant e bried hag e vab. Met o tigouezout er Jude e klevas e rene warni Arkelaüs, mab da Herodez, ha gant aon na vije hemañ ken kriz hag e dad, Josef a gavas gwelloc'h mont da chom da Nazared, er Galile. Eno eo e vevas ar Familh Santel, ken sioulik ha tra, epad tregont vloaz bennak.
Evel ma welomp n'eo ket diboan beva gant Jezuz. Buan eo deuet da wir evit ar Werc'hez komzou an den koz Simeon : « Eur c'hleze a chlac'har a dreuzo d'it da galon. »
A-vec'h m'eo ganet he mab setu ma klasker e laza, ma rank mont en harlu ha gouzañv an naon, ar yenienn, ar sec'hed, hag a bep seurt poaniou.
Met perak an dra-se? Ablamour ma tlie Jezuz dre ar boan skarza ar bed diouz ar pec'hed; ha kement den a fell d'ezañ mont eun deiz d'ar baradoz a dle samma ha dougen e groaz.
Ar Werc'hez ha n'eo ket bet zoken skeud ar pec'hed war he ene, Hor Salver, ar santelez he-unan, o deus pleget dre garantez evidomp, da lezenn galet al labour hag ar boan...
An hent-se hepken a gas d'ar baradoz, na glaskomp ket, pec'herien ma'zomp, kemerout eun hent all.


XII  BUHEZ AR WERC'HEZ VARI E NAZARED

49
N'ouzomp ket kalz a dra diwar-benn buhez ar Werc'hez en Ejipt, n'ouzomp ket kalz muioc'h diwar-benn he buhez e Nazared. En Aviel ne gaver, koulz lavarout, ger ebet diwar-benn an amzer-se a hañver « buhez-kuzet » Jezuz ha Mari.
Aes eo d'eomp evelato, rak anaout a reomp santelez ar Werc'hez, gouzout penaoz e tremenas he amzer e kerig Nazared.
Eno, koulz hag e pep lec'h epad he buhez a-bez, ar Werc'hez Vari a voe izel a galon, a bedas hag a labouras.
Ar Werc'hez a oa izel a galon.
Nazared n'oa nemet eun vourc'hadennig, kollet er meneziou ha brud ebet d'ezi. Mari, ouspenn-se, a veve sioulik en he zi. A-dra-sur e veze laouen ouz an holl ha karantezus e keñver kement hini a oa ret d'ezi kaout darempred ganto, kerent, mignoned hag amezeien.
50
Tec'hout a rae evelato, muia ma c'helle, pell diouz trouz ar bed, evit beza holl da Jezuz. Den ne ouie a-hend-all e oa Mamm da Zoue hag evit an holl e Nazared n'edo nemet eur vaouez henvel ouz ar re all, pried Josef ar c'halvez.
Labourat a rae ivez ar Werc'hez.
He unan e rae pep tra war-dro an ti : kempenn o dilhad da Sant Josef ha d'ar Mabig Jezuz, mala ar greun hervez giz ar Sav-heoI, gant ar maen-milin bihan a gaved e pep ti, poazat ar bara war ar c'hlaouiadenn, aoza ar prejou, mont d'ar feuntenn da gerc'hat dour ha d'ar poull da ober he c'houez.
Na kaer eo gwelout ar Werc'hez dinamm, Rouanez an Neñv hag an douar, Mamm an Aotrou Doue, oc'h ober, gant levenez ha gant karantez zoken dis-tera labouriou a gaver. En he c'hichen koulskoude emañ Mab an Tad eus an Neñv, deuet da veza bugel eur verc'h a Israël hag a labour hirio gant Jozef war vicher galet ar c'halvez.
Ar Werc'hez Vari a bede.
Ne ankounac'hae ket, sklaer eo, talvoudusa doare da gas hon amzer, meuli an Aotrou Doue, kana bennoz d’ezañ, goulenn e skoazell digantañ.
Mari a bede hep ehana, hag he fedenn a oa ken entanet, ken birvidik, ma ne c'hellomp ket kompren pegen skañv e save d'an Neñv.
Diouz ar mintin, diouz an noz, a-hed an deiz e pede. En eur labourat, en eur zebri, en eur gomz gant Josef ha dreist-holl gant Jezuz, rak komz gant Jezuz, daoust ha n'eo ket ar wella eus ar pedennou. Pedi a rae zoken en eur gousket. Ya, dre eur burzud, spered ha kalon ar Werc'hez, zoken dre he c'housk, a c'helle chom unanet gant Doue ha kenderc'hel da lavarout d’ezañ he c'harantez.
52

***

Kemeromp skouer diwar ar Werc'hez Vari, ha karomp evelti beva kuzet e-kichen Jezuz o pedi hag o labourat.
Tec'homp gant euz diouz kement a c'helfe hor pellaat diouz Jezuz. Dre eno kepken eo e c'hellimp beza eürus war an douar-mañ, araok mont eun deiz d'ar baradoz e-kichen Jezuz, Mari ha Josef.


XIII  JEZUZ KOLLET, HA KAVET EN TEMPL

53
En amzer Hor Salver Jezuz-Krist an holl Juzevien devot a oa ar c'hiz ganto mont bep bloaz da Dempl Jerusalem evit goueliou Pask.
Pa vezed o chom pell diouz ar Jude ez aed hag e teued a vandennadou d'ar Gêr Santel. Darn a yae war o zroad, darn all war o azened pe war o c'hañvaled. Debri ha kousket a raent war ribl an hent, hag e giz-se eo e veajer c'hoaz e meur a gorn-bro eus an Asi hag an Afrik.
Daouzek vloaz e oa ar Mabig Jezuz hag ez cas hen ivez da Jerusalem evit goueliou Pask gant e dad hag e vamm.
Goude beza tremenet eun nebeudig derveziou e Jeruzalem e kemeras ar Familh Santel hent an distro. Mari a gerze gant ar merc'hed, Jozef diouz e du gant ar wazed, kaout a rae d’ezañ edo ar Mabig Jezuz gant e Vamm hag ar Werc'hez a grede ez edo gant e dad.
54
D'an abardaez p'en em gavjont a gevret e voent glac'haret holl o welout n'edo Jezuz na gant an eil na gant egile.
Antronoz, abred diouz ar mintin, e tistrojont da Jeruzalem, enkrezet holl. Goude tri dervez e kav-jont Jezuz azezet en Templ o selaou an Doktored hag oc'h ober goulennou outo. Sebezet e chôme an holl dirak skiant ar bugelig-se; e dad hag e vamm a voe o-unan estlammet o welout o Mab eno; met o c'halon a voe karget a levenez oc'h adkavout Jezuz.
« Va Mabig, eme e vamm d’ezañ, perak hoc'h eus graet d'eomp kement-all. Ho tad ha me a oa ouz ho klask ankeniet holl » - « Perak am c'hlaskec'h, a respontas Jezuz, ha ne ouiec'h ket e tlean beza gant ar pez a sell ouz va Zad? »
Na souezus eo ar c'homzou-se war muzellou Hor Salver... Arabat eo d'eomp evelato kredi e vefe enno an distera dismegans e keñver ar Werc'hez.
Jezuz en doa hepken c'hoant digas da soñj d'e Vamm, ha d'eomp-ni ivez, ez eo araok pep tra, Mab d'an Tad eus an Nefiv ha n'eo deuet war an douar-mañ nemet evit silvidigez ar bed.
Ar Werc'hez a-hend-all, a ententas mat komzou he Mab. O derc'hel a reas doun en he c'halon, hag a-gevret gant Josef ha gant he Mab e tizroas da Nazared. 

***

56
Dalc'homp soñj bepred,  n'eus war an douar mari, nemet eul labour hag a dalv ar boan staga ha kendalc'her gantañ : ober bolontez an Aotrou Doue.
Ma teu, eun dervez, an Aotrou Doue, da c'houlenn digant an dud yaouank a zo en hon touez dilezel o zad hag o mamm, ra heuilhint hep sellout war o lerc'h bolontez an Aotrou Doue, ha plijet gant ar gerent garani doun en o c'halon ez eo d’ezañ o bugale araok beza d'ezo.
Brasa gras ha kaera enor a c'hell Doue ober d'ar gerent, eo goulenn diganto lezel unan bennak eus o bugale da vont d'e servicha.


XIV  MARO SANT JOSEF

57
Goude an deiz ma voe kollet en Templ, araok staga da brezeg, Jezuz a chômas c'hoaz triouec'h vloaz bennak e Nazared. Epad an amzer-se moarvat e varvas Sant Jozef.
An avielerien ne lavaront mui ger ebet diwar e benn; ne welomp anezañ nag e Kana, nag en hini ebet eus ar geriadennou ma'z cas Jezuz enno da brezeg an Aviel, nag e-harz ar Groaz war menez Kalvar.
Pe da boent e varvas Josef? Ne ouzomp ket. Kredi a raer evelato e kuitaas an douar-mañ, ker-kent ha ma voe bras awalc'h ar Mabig Jezuz evit gounid e vara koulz hag hini e vamm o kenderc'hel da labourat war vicher e dad.
Eun dervez eta, Jozef a welas ar maro o tostaat. Kalet e kavas lezel Jezuz ha Mari, ha kountant e oa koulskoude o soñjal en doa diwallet bugaleaj ha yaouankiz Mab Doue en em c'hrêt den, o welout e varve etre divrec'h Hor Salver hag e Vamm venniget.
58
Mari ivez a gavas poanius koll he fried, karantezusa hini a c'helled da gaout. Gwella ma c'hellas e reas evit e barea hag astenn d’ezañ e vuhez. Met deuet oa an eur evit an den santel da zilezel an douar-mañ,ha Mari a soublas he fenn gant doujans ha nerz-kalon dirak bolontez an Aotrou Doue evel m'her graio diwezatoc'h o welout he Mab o vervel.
Frealzet e voe evelato ar Werc'hez o welout e varve he fned etre divrec'h Salver ar bed. Gouzout a rae pegen glan oa e ene ha pegen santel oa bet e vuhez, hag ez afe hep mar ebet war eün d’al Limbou, da c'hortoz mont dizale d'ar baradoz pa vo Jezuz savet eus ar bez ha pignet d'an Neñv.
En hon touez ez eus meur a zen yaouank ha n'o deus ket gwelet c'hoaz marteze ar maro o tont en o zi da lemel diganto eur vamm, eun tad, eur breur, eur c'hoar...
Marteze evelato, daoust d'o yaouankiz, o deus dija skuilhet daerou war unan pe unan eus o c'herent karet falc'het gant ar maro.
Ar pez a zo sur, eun deiz pe zeiz e wehmp holl ar maro a tont davedomp.
Neuze dalc'homp soñj eus nerz-kalon Sant Jozef hag ar Werc'hez dirak ar maro.
« Na vezit ket, a lavar d'eomp an Abostol Sant Paol, eus ar gristenien-se a vez fallgalonet gant ar chlac'har evel an dud ne gredont ket er vuhez da zont. »
60
E-lec'h klemm hag hirvoudi lakeomp kentoc'h hor poan da glask savetei an eneou karet a ya d'ar bed all.
Ma'z int bet feal d'an Aotrou Doue war an douar mañ, goulennomp digantañ o derc'hel start en e garantez, ha ma n'o deus ket bet an eurvad da veva hervez e lezenn, pedomp anezañ d'o digas buan war an hent mat.
Dreist pep tra roomp d'hon Anaon skoazell pedennou hor Mamm Santel an Iliz. Galvomp ar beleg war dro hon tud klañv araok ma vezo re zivezat, araok ma ne c'hello mui ar c'hlañvour na komz na klevout.
Evelse e roimp d'an eneou a garomp eur maro evel hini Sant Josef, ha goude o maro eürusted ar baradoz.


XV  EUN EURED E KANA

61
Tremenet ez eus kalz bloaveziou. Jezuz en deus bremañ tregont vloaz ha deuet eo evitañ an eur da brezeg an Aviel.
Ha setu ma'z eus eun eured e Kana, eur gêng vihan e kichen Nazared. An dud nevez, hep mar ebet, a zo kerent da Vari ha da Josef ; pedet int bet d'an eured ha mont a reont laouen da gêrig Kana. Eno war bedenn ar Werc'hez e raio Jezuz e genta burzud.
An daou bried yaouank, evel m'emañ ar c'hiz e pep bro ha dreist-holl e bro ar Sav-Heol, o deus graet pourchas eul lein vras evit ar gerent hag ar vignoned a zo deuet d'an eured.
E-kreiz al lein e teuas ar gwin da vankout. Ar Werc'hez, bepred tener, a savas en he c'halon eun tammig anken o soñjal pegen diaes e kavje an daou bried yaouank. Mont a reas da gaout Jezuz : « N'o deus mui a win » emezi d’ezañ goustadik.
« Maouez, a respontas Jezuz, perak va fedi evelse? N'eo ket deuet c'hoaz va eur. »
62
Arabat eo d'eomp beza sebezet gant ar c'homzou-se, na gant ar re hon eus klevet ar Mabig Jezuz o lavarout d'e Vamm pa voe kavet ganti en Templ.
Nag en eil nag en egile anezo n'eus netra a enep an doujans a die ar santela eus ar vugale d'ar santela eus ar mammou.
Amañ adarre Jezuz en deus c'hoant rei da c'houzout d'an Koll ez eo dreist pep tra Mab d'an Tad a zo en Neñv. Ouspenn-se, er yez ma komze Jezuz, ar ger «maouez», e genou eur bugel o respont d'e vamm, n'eus ennañ na dispriz na yemenn.
Evit gwir, Mari n'eo ket souezet an distera. Gouzout a ra en deus he Mab selaouet he fedenn, rak lavarout a ra kerkent d'ar servicherien : « Grit kement a gemenno d'eoc'h ».
Bez'ez oa eno c'houec'h laouerig vaen, a lakae ar Juzevien dour enno d'en em walc'hi araok o frejou. E pep hini anezo ez ae daou vuzul pe dri. Jezuz a lavaras : « Leugnit anezo a zour » Ha e kargjont anezo barr-leun « Kemerit bremañ, eme Jezuz, ha kasit da vestr an eured. » Ar mestr a dañvas. « Met na pegen mat eo ar gwin » Eus pelec'h eta e teu?... Ne oar ket, met ar servicherien a oar rak gwelet o deus Mari o tont da gaout Jezuz hag inti o unan eo o deus karget al laouiri a zour, dour deuet da veza gwin dre c'halloud Doue.
P'en devoe tañvet ar gwin, mestr an eured ne c'hellas ket mirout a lavarout d'ar pried nevez « Pep den a zigas da geñta ar gwin mat, ha pa vez eun tammig savet d'ar penn e tigas hini disteroc'h. C'houi avat hoc'h eus dalc'het ar gwin mat betek-hen. »
64
Setu kenta burzud Hor Salver.
A dra-sur e raio meur a hini c'hoaz araok kui-taat ar bed-mañ, meur a hini zoken skedusoc'h eget hemañ, met rouez eo ar burzudou a ziskouez d'eomp karantez Jezuz evit an dud, kement ha ma ra burzud an dour deuet da veza gwin en eured Kana.
Dalc'homp soñj n'en deus Jezuz graet ar burzud-se nemet ablamour m'eo bet pedet gant e Vamm.
Ha kement-mañ a die lakaat en hor c'halon eur fizians hep muzul er Werc'hez Vari. Jezuz a zo holl- c'halloudus ha ne c'hell nac'h netra ouz e vamm. Penaoz eta ne vefemp ket sur da veza selaouet ganti, dreist-holl ma c'houlennomp digañti madou an ene, madou evit ar vuhez da zont.
Morse eur bedenn kinniget da Jezuz gant ar Werc'hez ne vezo graet skouarn-vouzar outi.


XVI  AR WERC'HEZ VARI EPAD M'EDO JEZUZ O PREZEG AN AVIEL

65
Dre ar burzud graet e Kana eo e stagas, koulz lavarout, Jezuz da brezeg an Aviel.
Adalek hirio hag epad tri bloaz, Jezuz a gerzo dre ar Galile hag ar Jude, en eur embann d'an dud ar c'helou mat, en eur nada ar burzudou war e hent.
Hag ar Werc'hez Vari petra reas epad an tri bloaz-se? Kredi a raer e chômas e Nazared an darn vuia eus he amzerjeno e veve sioulik o pedi evit he Mab. Kredi a raer ez cas evelato bep an amzer gant ar merc'hed santel a heuhe Jezuz hag e ebestel.
Adalek eured Kana betek ar Basion, ne gomz d'eomp an Aviel nemet eur wech eus ar Werc'hez Vari.
Setu amañ e pe zoare.
Jezuz a oa eun dervez o prezeg war dreuzou eun ti. Ker stank e oa an dud endro d'ar Mestr ma ne c'hellas ket e Vamm nag e gerent tostaat outañ.
Unan bennak a lavaras neuze da Jezuz : « Ho Mamm hag ho preudeur a zo aze ouz ho klask ».
66
E bro ar Sav-HeoI, e raer « breudeur » eus an holl gerent, n'eo ket hepken eus ar breudeur met ivez eus ar c'hendirvi.
« Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur? » a respontas Jezuz; hag en eur ziskouez e ziskibien : « Setu va mamm ha setu va breudeur. Rak ma ra unan bennak bolontez va zad a zo en Neñv, hennez a zeu da veza evidoun evel va breur, va c'hoar, va mamm. »
Jezuz dre ar c'homzou-se n'en deus c'hoant ebet da nac'h ez eo Mari e Vamm, c'hoant en deus hepken da rei d'eomp da entent pegen talvoudus eo dirazañ senti ouz lezenn Doue.
An Aviel eta ne lavar ket d'eomp kalz a dra diwarbenn ar Werc'hez epad an tri bloaz ma prezegas he Mab.
Met aes eo d'eomp gouzout, rak anaout a reomp Mari, ez eo he c'halon karget a levenez hag a dristidigez.
Laouen eo, rak sonet eo an eur evit silvidigez ar bed. An dud paour a vezo tennet dizale eus tenvalijenn ar gaou ha maro ar pec'hed, ha digaset da sklerijenn ar feiz ha da vuhez ar c'hras.
Trist eo ivez, rak he Mab n'emañ mui en he c'hichen, ha gouzout a ra o deus ar Juzevien leun a gas outañ ha ne ehanont d'e heskina.
Gwelout a ra dija en dremmwel skeud ar groaz o para war benn he Mab.
68
Met kalon Mari, rannet gant al levenez hag ar c'hlac'har a zo koulskoude leun a nerz hag anezi e sav warzu an Tad a zo en Neñv pedennou birvidik da c'houlenn digantañ skuilh e vennoz war labour e Vab.
Hag ablamour m'he deus ar Werc'hez Vari gouzañvet he holl boaniou gant doujanz ha karantez; ha pedet start evit he Mab, e c'heller lavarout he deus hi ivez sikouret dasprena ar bed. 

***

 En eun doare pe zoare ez omp, ni ivez, galvet da brena ar bed. A dra-sur ne raio ket an Aotrou Doue ac'hanomp holl leaned, leanezed, beleien, misionerien, met digant pep hini e c'houlenn pedi ha poania evel m'he deus pedet ha poaniet ar Werc'hez epad m'edo war an douar.
Ma talc'homp hor c'halon glan, ma pedomp kalonek, ma tigemeromp a greiz hor c'halon an holl boaniou a gavomp war hon hent ha ma ouezomp o c'hinnig evit silvidigez ar baianed hag ar bec'herien, na talvoudus e vo hor buhez, nag a eneou a gasimp d'ar baradoz.


XVII  AR WERC’HEZ VARI HA SAKRAMANT AN  AOTER

69
Tostaat bemdez a ra an deiz ma tle Hor Salver kuitaat an douar-mañ. C'hoant en deus da lezel ganeomp eun testeni eus e garantez. C'hoant en deus da sevel eur sakramant burzudus, eur sakramant hag a roio d’ezañ ar galloud da chom etouez an dud, hag a vezo war eun dro o magadur hag o bevans.
Gouzout a ra Jezuz e teuio dizale evitañ an eur da vervel war ar groaz, eur wech c'hoaz e fell d’ezañ preja gant e ebestel. Eur gouel bras a zo hirio e-touez ar Juzevien, evit digas da soñj d'an holl eus an deiz benniget ma kuiteas o zadou harlu an Ejipt. Jezuz en deus graet pourchas gant daou abostol kement a zo ret evit ar pred sakr-se.
War-nes echui edo ar pred; Jezuz a gemeras eun tamm bara etre e zaouarn, e dorras hag her roas d'e ziskibien en eur lavarout : « Kemerit ha debrit rak an dra-mañ eo va c'horf ». Goudeze e kemeras ar c'haluriad gwin; e venniga a reas hag her roas d'e ziskibien en eur lavarout : « Kemerit hag evit, ar c'haluriad-mañ eo va gwad, a vo skuilhet evit ho silvidez ha silvidigez e-leiz a dud. Kement gwech ma reot kement-mañ, grit an dra-mañ evit derc'hel soñj ac'hanoun ».
Sakramant an Aoter a oa savet.
70
N'edo ket ar Werc'hez Vari, hep mar ebet, e kichen he Mab. An Aviel n'hel lavar ket d'eomp hag ouspenn-se n'emañ ket ar c'hiz e-touez ar Juzevien, d'ar wazed ha d'ar merc'hed, kemerout a-gevret ar prejou bras evel m'eo koan Fask.
Met Mari a zo marteze en eur gambr bennak e kichen gant ar merc'hed santel a heulie Jezuz.
Bez'he deus ivez eta an eurvad da reseo sakramant an Aoter. Ar bara a zebr hino, daoust ha n'eo ket ar c'horf he deus roet da Vab Doue en em c'hreat den?
Daoust ha n'eo ket dereat e tiskennfe en he c'halon, araok ma tiskenno e kalon den all ebet, an hini ma c'hell ober anezañ he Mab hag he Doue? Ha Jezuz daoust ha lezel a c'hell e vamm hep rei d'ezi e sakramant a garantez?...
Na kaer eo gwelout ar Werc'hez Vari o komunia evit ar wech kenta; hi hag a zo, dre he c'haran-tez virvidik hag he glanded skedus, savet uheloc'h eget ar c'haera eus an elez.
Soublomp holl hor penn dirag eur burzud ken kaer ha chomomp sioul, rak komzou an den ne c'hellont ket lavarout pegen kaer eo...
72
Holl hon eus tro da gomunia alies.
Goulennomp digant Jezuz dre ar Werc'hez Vari, lakaat en hor c'halon eur feiz start e sakramant an Aoter.
Pedomp Jezuz da zont da vaga hon ene en eur ziskenn ennañ bemdez. Ha pa vo deuet Hor Salver en hor c'halon, soñjomp er feiz hag er garantez a verve e kalon Mari bep tro ma tiskenne Jezuz enni.


XVIII  AR WERC'HEZ VARI EPAD PASION HOR SALVER

73
Evit ar wech diweza en deus prejet Jezuz gant e ziskibien.
Eun nebeut euriou c'hoaz hag e kouezo ar Mestr benniget etre daouarn e vourrevien. Penaoz lavarout glac'harar Werc'hez Van epad an amzer-se?...
Jezuz a zo deuet da Liorz an Olived. Eno en deus pedet, skrijet gant ar spont ha skuilhet eur c'houezenn a wad.
Eur strollad soudarded ha mevelien, digaset gant Prinsed ar veleien hag henchet gant Judaz a zo digouezet el liorz. Judaz a ya war-eün da bokat da Jezuz, ha kerkent e krog ar soudarded er Mestr benniget : prizonier eo ar maro hepken a roio d’ezañ e frankiz.
Ha setu Jezuz kaset dirak lez-varn Annaz, ac'hano dirak hini ar beleg-bras Kaifaz ha goudeze hini Pilat ar gouarner roman.
Pilat e gasas da Herodez. Herodez hen digasas da Bilat ha dirak lez-varn an den-se eo e voe kondaonet, skourjezet, kurunennet gant spern ha sammet d’ezañ e groaz war e ziskoaz evit mont betek menez Kalvar.
74
Hag ar Werc'hez Vari a welas kement-se holl...
War menez Kalvar emañ en he sav e-harz ar Groaz ma varvas warni Salver ar bed.
Piou a lavaro glac'har eur Vamm ken karantezus?
Pa c'hoarvez gant eur bugel koueza klañv pe tapa eun droug bennak, e vamm kerkent a vez ankeniet holl hag a ra pep tra evit dousaat d’ezañ e boan; met amañ war ar groaz e klask an holl kreski poaniou bugel Mari, e vourrevi krisa ma c'hellont araok e lakaat d'ar maro.
Hag an hini a c'houzañv ar poaniou-se n'eo ket eun den evel an dud all. E gorf eo kaera hini a zo bet biskoaz, met ivez kizidika a c'heller da gaout; e ene, pinvidika a zo bet biskoaz en eur c'horf, a zo ivez tenera a c'heller da gaout...
Ha Mamm eur seurt bugel eo ar garantezusa eus an holl vammou.
Seul vui m'eo kizidik eur c'horf, tener ha karantezus eun ene, seul grisoc'h eo d'ezo ar boan.
Ha piou bremañ a lavaro d'eomp glac'har ar Werc'hez Vari, Rouanez leun a c'hlac'har, Rouanez ar Verzerien; n'eo ket hep abeg e vez diskouezet d'eomp, war ar skeudennou santel, he c'halon treuzet gant eur c'hleze; n'eo ket hep abeg e lavar d'eomp ar sent n'eus den goude Jezuz, hag a ve bet ken gwasket gant ar boan eget ar Werc'hez Vari.
76
Kemeromp hol lod eus glac'har ar Werc'hez; hon dever eo, rak evidomp-m hepken he deus gou-zañvet kement all a boaniou. Evit hon tenna a dre skilfou an diaoul ha lemel diwar hor chouk yeo ar pec'hed, eo en deus skuilhet Jezuz e wad war menez Kalvar, ha Mari he daelou en e gichen.
Goulennomp diganto disteurel d'eomp hor pec'hejou ha lavaromp d'ezo hon eus keuz da veza graet poan d'eur Vamm ha d'eur breur ken mat. Heskinet e vezimp c'hoaz gant an diaoul, met ne gilimp ket ma talc'homp soñj eus Pasion Jezuz ha Mari.
Kentoc'h mervel eget lakaat a-nevez gouliou hor Salver da wada, ha daoulagad hor Mamm da ouela.

 

XIX  AR WERC’HEZ VARI WAR VENEZ KALVAR

77
Adalek an eur m'eo kouezet Jezuz etre daouarn ar Juzevien, emañ deut ar glac'har da waska kalon ar Werc'hez Vari.
Met war venez Kalvar eo e kav ar boan en ne gwasa.
Setu ma tenner digant Jezuz ar sae he deus gweet d’ezañ gant kement a garantez, a zo bremañ glebiet gant e wad ha stag ouz e c'houliou.
E astenn a raer goude-se war ar groaz, hag a daoliou morzol pounner e sanker en e zaouarn hag en e dreid an tachou a die e staga ouz ar c'hoad.
Gant hekleo an taoliou morzol, an tachou begok a zeu da regi kalon ar Werc'hez.
Ar vourrevien bremañ a sav en he sav ar groaz a zo stag outi Mab Doue, hag he lez da goueza en toull graet eviti en douar. Gant ar stroñz e rog gouliou Jezuz, hag ar gwad a red puilh anezo; berroc'h berra e teu da veza warnañ...
78
Epad teir eur, e stourmo Jezuz ouz ar maro, e gorf hag e ene brevet gant krisa poaniou o deus bet biskoaz skoet eun den ; e-pad teir eur ivez, teir eur hir evel tri c'hantved, ar Werc'hez he c'halon bur-zunet gant ar glac'har, met leun a nerz koulskoude a chomo en he sav e-harz ar groaz...

Stabat Mater dolorosa...
En he sav ez edo ar Vamm leun a c'hlac'har beuzet en he daelou, e-harz ar groaz a oa stag outi he Mab.

Bremañ, ar soudarded a rann etrezo dilhad Jezuz, hag a denn plouz war ar sae hep gri gweet gant ar Werc'hez d'he Mab.
Ar Juzevien, Prinsed ar Veleien, ar Farizianed, ar Skribed a ra goap eus Jezuz, a c'hoarz d’ezañ : « hen hag en deus saveteet kement all a dud, n'eo ket evit en em savetei e-unan ».
Hor Salver a c'houzañv pep tra hep lavarout gêr.
Ar sec'hed a zev d’ezañ e staon; e c'houliou a gendalc'h da wada; plega a ra e benn kurunennet gant spern...
Hag ar Werc'hez a zo atao en he sav e-harz ar groaz...
Tostaat a ra koulskoude eur ar maro.
Neuze Jezuz a zastum ar pez a chom a nerz en e wazied, hag, en eur ziskouez Sant Yann d'e vamm, an diskibl muia karet, e lavar d'ezi : « Maouez, setu aze ho mab » hag en eur ziskouez Mari da Sant Yann : « Setu aze ho Mamm ».
Ar c'homzou-se ne reont nemet kreski glac'har ar Werc'hez; tostaat a ra ar c'himiad diweza.
Mari a soubl he fenn. Ra vezo graet bolontez an Aotrou Doue. Hag e kendalc'h da chom e-harz ar groaz, en he sav...
80
Kerkent eur griadenn : « Va zad, Va zad, eme Jezuz, perak hoc h eus va dilezet? » hag eur pennadig goude : « Sec’hed am eus ». Eur soudard a zired hag a ginnig d’ezañ, e beg eur gorzenn, eur spoue gwinegr enni.
Eur griadenn diweza « Peurc’hraet eo pep tra. Tad, lakaat a ran va ene etre ho taouarn ».
Ha Mari a glev he Mab o lezel e huanadenn diweza.
Gwelout he mab o vervel, evel ma varv an dorfetourien eo, hep mar ebet, krisa poan a c'hell eur vamm da c'houzañv.
Penaoz eta lavarout glac'har eur vamm evel Mari o welout o vervel eur mab evel Jezuz.
Koulskoude, nerz-kalon ar Werc'hez a voe kreñvoc'h eget he foaniou, chomet eo e-harz ar groaz en he sav.

Pep-hini ac'hanomp en deus e lodennig poaniou da c'houzañv war an douar-mañ. Daoust d'ezo da veza kriz ha kalet, na dister int e-keñver poaniou ar Werc'hez.
O dougomp eta gant nerz-kalon ha levenez, evit ma tistaolo d'eomp an Aotrou Doue hor pec'hejou.
Pedomp ar Werc'hez leun a c'hlac'har da rei d'eomp eun tammig eus he nerz-kalon evit dougen laouen poaniou ar vuhez-mañ.


XX  AR WERC'HEZ VARI A ZIGEMER KORF HE MAB ETRE HE DIVREC’H

81
Maro eo Jezuz.
E gorf santel a zo c'hoaz stag ouz ar groaz, met ne chomo ket pell eno rak warc'hoaz emañ ar Sabbat bras ha saotret e vo an deiz-se, ma chom ouz ar groaz, tost da gêr, eur c'horf maro bennak.
Ar Juzevien a zeu da c'houlen ma vo distaget diouz ar groaz ha sebehet korf Jezuz ha re an daou laer.
E-touez ar Juzevien ez eus eun den, Josef eus Arimati e hano, ha n'en deus ket, daoust d’ezañ da veza unan eus pennou bras ar vro, kemeret perz e torfed e genvroiz. Karout a ra Jezuz a greiz e galon, hag e dennet en defe bet, m'en defe gellet, a dre skilfou e enebourien.
Mont a ra da gaout Pilat ha goulen a ra digantañ korf Jezuz evit e sebelia er bez en deus kempennet evitañ e-unan; ha Pilat a asant rei d’ezañ ar c'horf.
82
Josef a zistro neuze da Venez Kalvar hag a zistag diouz ar groaz korf Jezuz a zo bet etre-daou toullet d’ezañ e gostez gant eur soudard. Sant Yann ha marteze unan bennak all eus mignoned Jezuz a ro sikour da Jozef.
Ha Mari a zo atao eno, e-harz ar groaz, hag a zigemer etre he divrec'h korf disliv he Mab Jezuz.

Setu m'emañ adarre Jezuz gant Mari war he bar-lenn. Met he daoulagad ne baront mui hirio war korf eur c'hrouadurig koant, evel gwechall e Betleem; ne wel nemet eur c'horf maro, blonset ha gouliet penn-kil-ha-troad, stumm ebet d’ezañ koulz lavaret.
Hag e sell ar Vamm baour, gant karantez, ouz dremm he Mab, gwechall ken koant, kallharet holl gant ar c'hrañch hag ar gwad; ouz e zaoulagad, ha n'emañ mui enno e sell ken tener ha ken karantezus ma lakae da deuzi kalon ar c'hrisa pec'her; ouz e vleo rouestlet holl gant ar gurunenn spern ha staget gant ar gwad ouz e dal.
Korf Jezuz n'eo nemet eur gouli, hag o sellet outañ e skuilh ar Werc'hez daerou c'houero.

Met ne deu ket he glac'har a-benn eus he nerz-kalon. Sikour a ra Jozef Arimati da sebelia Jezuz; he unan e walc'h d’ezañ e c'houliou, e laka louzou c'houez-vat hag eul linser endro d’ezañ. Ho pa'z eo astennet er bez an Hini a ro ar Vuhez d'ar bed, e ra c'hoaz Mari eur sell leun a garantez ouz he Mab muia karet. Eur maen bras a ruilher neuze da stanka toull ar bez.
84
Hag ar Werc'hez Vari a ya d'ar gêr a-gevret gant Sant Yann, Josef hag ar wragez santel. Echu eo. Graet en deus Jezuz e sakrifiz hag e Vamm a c'hell beza bremañ galvet : ar Vamm leun a c'hlac'har.

O welout poaniou Jezuz ha re e Vamm, hor c'halon a die beza karget a geuz d'hor pec'hejou, a anaoudegez-vat hag a garantez evit Hor Salver hag e Vamm; a garantez dreist-holl, rak evidomp-ni eo en deus Jezuz gouzañvet ar maro, evidomp-ni eo bet bruzunet kalon ar Werc'hez Vari gant ar glac'har.


XXI  JEZUZ A SAV EUS A VARO DA VEO

85
Stanket eo ar bez ha Jezuz a zo ennañ.
An ebestel hag an diskibien, ankeniet o c'halon, a zo aet da guzat. Mari, mamm Jezuz, Sant Yann, an abostol muia karet, Jozef a Arimati, ar wragez santel, a zo holl dizroet d'ar gêr goude sebelia Jezuz.
Piou a lavaro ar glac'har a zo en o c'halon dreist-holl e hini ar Werc'hez Vari, ar Vamm garantezusa o ouela d'ar gwella ha d'ar santela mab a zo bet biskoaz?...
Met ma'z eo Mari glac'haret evel an ebestel.n'eo ket fall-galonet eveldo. He feiz bepred birvidik a sked evel eun tour-tan lugernus e-kreiz noz he ene. Jezuz en deus lavaret na chomje nemet tri dervez er bez hag e savje goudeze leun a c'hloar, a douez ar re varo; ar Werc'hez a oar ez eo he Mab ar Wirionez en em c'hraet den.
Enkrezet, met leun a fizians, e c'hed eta ma seveno Jezuz e gomzou.
86
Setu digouezet an trede dervez ha m'eo deuet da wir komzou ar C’hrist na c'hell ket fazia. Ar Juvevien koulskoude o deus klasket a-zevri mirout ouz ar wirionez da gaout an trec'h.
Siellet o deus ar bez ha lakaet soudarded d'e ziwall. Met petra c'hell fallagriez an den a-enep galloud an Aotrou Doue?...
Hervez e gomzou, Jezuz, d'an trede dervez, diouz ar mintin, a sav eus ar bez leun a vuhez.
Setu ma kren an douar en eun doare spontus. Eun ael, skedus e zremm evel eul luc'hedenn, gwenn-kann e zilhad, a ziskenn eus an Neñv d'ar bez. Ar soudarded strafuilhet a zo kouezet a-stok korf d'an douar. An ael a ruilh ar maen hag a zigor ar bez; goullo eo, Jezuz n'emañ mui ennañ, savet eo eus a varo da veo...
Peur, e pelec'h, penaos, eur wech savet eus ar bez, eo en em ziskouezet Hor Salver d'e Vamm?
An Aviel n'hel lavar ket.
Kredi start a c'hellomp koulskoude eo d'ezi en em ziskouezas da genta. Aes eo d'eomp kompren al levenez dispar a veuzas neuze kalon Mari. Korf he Mab, he doa gwelet, tri dervez oa, kallharet hag holl-c'houliet etre daouarn ar vourrevien, a oa bremañ dirazi kaer ha lugernus ha warnañ eur wiskamant gwennoc'h eget erc'h meneziou Liban.
Jezuz leun a c'hloar, dirak Mari leun a levenez, piou a c'hello liva eur seurt taolenn?...
88

***

Stouomp dirazo ha pedomp. Ya pedomp evit holl bec'herien ar bed a zo kollet Jezuz evito, a zo maro Jezuz d'ezo; Jezuz, gwir eo, ne c'hell mui mervel, met e kalon ar bec'herien-se e gwirionez ez eo maro. Jezuz a vev en hor c'halon dre ar c'hras, hag an neb a goll ar c'hras dre ar pec'hed, a goll eta buhez Jezuz a oa en e ene.
Digant ar Werc'hez, hag a car pegen kalet eo koll Jezuz ha pegen c'houek e adkavout, goulen-nomp teneraat kalon ar bec'herien, rei d'ezo da gompren pegen euzus eo o fec'hed, pegen reuzeudik o stad ha pegen madelezus kalon an Aotrou Doue.
Neuze e tizroint davetañ hag en e garantez e kavint ar vuhez, al levenez hag ar silvidigez.

XXII  JEZUZ A BIGN D'AN NEÑV

89
Jezuz a zo savet eus ar bez, daou ugent dervez a zo. Abaoe eo chomet gant e vamm, e ebestel, e ziskibien. N'en doa ket a c'hoant da zilezel dioustu ar Werc'hez.
Per hag e vignoned, ouspenn-se, o doa ezomm c'hoaz da veza sklerijennet en o c'hredennou ha kennerzet en o feiz.
Deuet eo koulskoude an eur ma tle ar Salver dizrei davet e Dad a zo en Neñv.
E Jeruzalem, gant e ebestel, e prej evit ar wech ziweza, ha goude, a-gevret ganto e kerz warzu menez an Olived. El liorz a zo ouz ar menez-se en deus skuilhet e wad, eus kern ar menez-se e fell d'ezañ pignat d'an Neñv.
Daou-ugent dervez a zo abaoe ar suivez ma savas Jezuz eus ar bez, setu emañ ar yaou. An ebestel ha meur a hini moarvat eus an diskibien a zo eno. Mari a zo ivez, a lavar d'eomp Tadou an Iliz. Jezuz ne c'helle ket chom hep rei d'e Vamm, a ioa chomet en he sav e-harz ar groaz, al levenez d'e welout o pignat d'an Neñv leun a c'hloar.
90
Gant Mari hag an ebestel eo deuet c'hoaz, hep mar ebet, mignoned Jezuz hag ar merc'hed santel.
Jezuz, en e sav en o zouez, a ro eur weh c'hoaz e vennoz d'e vamm ha d'e holl vignoned, hag en eur zerc'hel a-us d'o fennou e zaouarn astennet d'o benniga e sav goustadik warzu an Neñv.
Eur goumoulenn a zeu d'e guzat ha ne weler mui anezañ. War ar menez koulskoude an holl a chom difiñv, bamet o sellout ouz an oabl.
Daou ael gwisket e gwenn a zeu neuze da lavarout d'ezo « Tud a C'halile, perak e chomit aze da sellout ouz an Neñv? Jezuz a zo o paouez sevel d'an Neñv eus ho touez, a ziskenno ac'hano eun deiz en hevelep doare m'eo pignet. »
Jezuz en deus eta kuitaet an douar. Ne ziskenno mui warnañ nemet da fin ar bed evit barn ar re veo hag ar re varo.
An ebestel, laouen holl, a zistro da Jeruzalem. Ar Werc'hez moarvat a ya gant Sant Yann en deus resevet anezi en e di. Laouen eo ivez ar Werc'hez, laouenoc'h zoken eget an ebestel rak brasoc'h eget o hini eo he c'harantez ha Jezuz ouspenn-se n'eo ket hepken he mestr hag e mignon met ivez he Mab.
Eun tammig tenvalijenn a zeu koulskoude da bara war levenez Mari; Jezuz a zo pignet hepti d'ar baradoz. Disparti kalet ma' z 'eus unan... Epad meur a vloavez bremañ Mari ne welo mui an Hini n'en deus he c'halon lammet nemet evitañ...
92
Jezuz a fell d’ezañ e chomfe e vamm gant an ebestel ha gant an Iliz d'o skoazella en e lec'h. Hag ar Werc'hez a respont d'ar Mestr evel gwechall d'an ael « Ra vezo graet ho polontez ».

***

Digemeromp ni ivez gant anoudegez-vat kement a c'hoarvez ganeomp. Bez ez eus er vuhez euriou a levenez, euriou a distridigez, euriou ma vez mesk-ha-mesk en hor c'halon levenez ha tenvalijenn, evel e kalon ar Werc'hez en deiz ma pignas Jezuz d'an Neñv.
Ar glac'har koulz hag al levenez a c'hell hor sikour da vont war-du ar baradoz. Ma c'houzomp digemerout an eil hag egile dre garantez evit an Aotrou Doue e c'hounezimp eun deiz eürusted an Neñv.


XXIII  AR PANTEKOST

93
An ebestel a zo dizroet da Jeruzalem. Senti o deus graet ouz o mestr en doa lavaret e-pad ar goan diweza : « Na bellait ket diouz Jeruzalem, gor tozit ma vezo sevenet promesa va Zad, ma viot badezet er Spered-Santel, evel m'em eus lavaret d'eoc’h. »
Sentet o deus an Ebestel, hag hirio, gant ar Werc'hez Vari, ar merc'hed santel ha kerent Jezuz, emaint holl dastumet er Gambrlid. An Ebestel a oa kustum, abaoe maro o Mestr, d'en em voda er gampr vras-se, pa zeuent da Jeruzalem.
En o zouez Mari he deus ar plas a enor. N'eo ket hi koulskoude a zo bet lakaet e penn an Iliz, nann, met Mamm Hor Salver eo, ha n'eus war an douar hag a vefe eveldi leun a c'hras, leun a c'halloud war galon Jezuz. Kennerzi a ra an Ebestel lentet-holl; a-unan ganti, Per, Yann, Jakez, Andre, hag an eiz abostol all, rak Matiaz en doa kemeret karg Judaz, a gan ar psalmou hag a bed birvidik e-pad dek dervez, war c'hed eus ar Spered-Santel a dle diskenn en o ene.
94
Da zeiz ar Pantekost, setu ma klever eun trouz spontus hefivel ouz hini eur barr-avel foll; seblan-tout a ra diskenn eus an Neñv, hag ar gambr a zo leun anezañ. En hevelep amzer, teodou tan a ziskenn war benn pep-hini eus ar re a oa er sal. Ha setu m'emaint kerkent renevezet holl : ar Spered Santel en deus o c'harget a nerz hag a sklerijenn.
Sevel a reont hag, e yezou ha n'o doa morse komzet, ec'h embannont burzudou an Aotrou Doue d'ar Juzeviendiredet a vandenn en-dro d'ar Gambr-lid; rak klevet o deus an trouz.
Per a rebech d'e genvroïz maro ar C'hrist.
« Mab Doue en em c’hraet den hoc h eus lazet, emezañ; met savet eo bremañ eus ar bez ha pignet eo d'an Neñv el lec’h m’emañ azezet a-zehou da Zoue an Tad. »
Komzou entanet an Abostol a denera kalon meur a hini, rak goude e glevout, tri mil den a c'houlenn beza badezet.

Evel-se e tiskennas ar Spered-Santel, da zeiz ar Pantekost, war an holl gristenien a oa er Gambr-lid. Kredi a raer e tiskennas da genta war ar Werc'hez ha goudeze hepken war an ebestel ha war an dud all a oa eno. Ar Werc'hez Vari a reseo hirio evit an trede gwech ar Spered Santel en eun doare buzurdus; e resevet he deus evit ar wech kenta, en deiz ma voe konsevet hep pec'hed, evit an eil gwech, pa voe embannet d'ezi gant eun ael e vije mamm da Zoue.
96

***

Holl hon eus resevet sakramant ar Gonfirmasion. Ar Spered-Santel en deus graet en hon ene darn eus ar burzudou a reas e ene ar Werc'hez hag an ebestel da zeiz ar Pantekost. Graet en deus ac'ha-nomp soudarded ar C'hrist. Soudarded, rak ar vuhez er bed-mañ a zo eun emgann hep ehan. Stourmomp gant nerz-kalon a-enep an diaoul, diwallomp na vimp diskaret gantañ dre ar pec'hed marvel.
Met eur gwir soudard ne stourm ket hepken evi-tan e-unan, hen ober a ra evit e vignoned, evit e vro. Sikouromp eta hor breuder da vale bepred eün war hent an dever, difennomp hor Mamm Santel an Iliz a-enep he enebourien, ha, ma vez ret d'eomp eun deiz skuilh hor gwad eviti goulennomp digant ar Spered-Santel rei d'eomp nerz a-walc'h d' hen ober.


XXIV  AR WERC’HEZ VARI E TI SANT YANN

97
An Aviel a lavar d'eomp e kemeras Sant Yann ar Werc'hez Vari en e di. An ti-se moarvat a oa e Jeruzalem demdost d'ar Goanlec'h. Na Sant Yann na Mari ne oant pinvidik hag an ti-se ne oa nemet eun tiig paour.
Eno e kendalc'h ar Werc'hez da ren ar vuhez a renas gwechall en Templ, en Ejipt, ha dreist-holl e Nazared, o pedi hag o labourat. Evel gwechall da Sant Jozef ha d'he Mab, hirio e pourchas da Sant Yann e voued, e walc'h hag e kempenn d’ezañ e zilhad. Met an Abostol yaouank ne chom ket atao en he c'hichen, ret eo d’ezañ mont da brezeg an Aviel, da vadezi ar baianed, da gelenn ar gristenien nevez. E-pad an amzer-se Mari a chom he unan er gêr, hag eno sioulik en he c'hambr e soñj gant karantez er burzudou c'hoarvezet enni koulz hag en he Mab. Hag e soñj e bloaveziou kalet an harlu, e bloaveziou c'houek Nazared, en amzer leun a drouz ma prezege Jezuz, en e Basion.
98
Piou a lavaro ar pez a dremen dre spered ar Werc'hez? piou a lavaro pegen entanet eo he fedennou? Pedi eo buhez ar Werc'hez, pedi evit an Ebestel, evit an Iliz, evit ar Juzevien hag ar baianed, pedi evit ar bed a-bez, rak deuet eo da veza mamm an holl grouadurien.
Mari n'emañ mui he Mab ganti; bez' he deus evelato an eurvad d'e reseo alies e sakramant an Aoter. D'ar goueliou ez a moarvat d'ar Goanlec'h pe d'eur sal vras bennak e-lec'h m'en em vod ar gristenien evit an oferenn.
En derveziou all e chom er gêr, hag en ti bihan ma vevont Sant Yann a lavar e oferenn hag a gomuni ar Werc'hez. Na kaera taol-lagad!
Sant Yann a zo en e sav dirak an aoter, eun daolig baour eul lienenn wenn warni. Ar bara hag ar gwin a zeu dizale da veza Korf ha Gwad Hor Salver; goude beza lavaret ar « Pater noster » desket d’ezañ gant Jezuz e-unan, Sant Yann a reseo e Vestr en e galon en eur gomunia dindan spesou ar bara hag ar gwin. Mari a dosta neuze ouz an aoter, al levenez o para war he dremm; war he daouarn ez eus eun tammig lien gwenn kann. Yann a laka warnañ ar bara konsakret, en eur lavarout :
« Korf ar C’hrist.
- Amen », a respont ar Werc'hez, ha gant eun doujañs hag eur garantez dreista c'hellomp entent. Mamm Jezuz d'he zro a reseo ar gomunion dindan spesou ar bara. Sant Yann a ginnig d'ezi neuze ar c'halur en eur lavarout :
« Gwad ar C'hrist.
- Amen », a respont adarre ar Werc'hez, hag ec'h ev gwad prizius he Mab hag he Doue.
100
He dremm skedusoc'h eget biskoaz, Mari a ya neuze da zaoulina en eur c'horn eus ar gambr hag eno ec'h ador Jezuz.
Hini ac'hanomp ne c'hello morse lavarout ar pez a dremene e kalon ar Werc'hez, pa reseve he Mab. Holl e c'hellomp evelato goulenn diganti entana hor c'harantez ha kreñvaat hor feiz. Holl e poagnimp da heulia ar skoueriou a labour hag a bedenn a roas d'eomp e ti sant Yann. Seul-vui ma stagimp a-zevri gant hol labour pemdeziek, seul-vui ma ne glaskimp nemet Doue hepken e pep lec'h hag e pep tra, seul-eürusoc'h e vezimp.


XXV  AR WERC’HEZ VARI HAG AN EBESTEL

101
En Iliz Santel a-holl-viskoaz ez eus bet pastored ha deñved. Ar bastored, a zo hirio an Eskibien hag ar veleien dindan galloud an Tad Santel ar Pab, a oa gwechall an Ebestel dindan galloud Sant Per. An deñved, neuze koulz ha bremañ, a oa an dud fidel.
Araok klask peseurt plas he deus ar Werc'hez Vari en Iliz, gwelomp peseurt darempred he deus bet gant an Ebestel.

Ar Werc'hez n'eo bet lakaet gant Hor Salver nag e penn an Ebestel, na zoken en o renk.
An Ebestel eo an daouzek den dibabet gant Jezuz evit beza eun deiz kenta pastored an Iliz. Graet en deus anezo beleien hag eskibien. Roet en deus d'ezo galloud da gelenn ha da vadezi an holl boblou, da zistaol ar pec'hejou, da ginnig sakrifiz an oferenn, da ober d'o zro beleien hag eskibien nevez. Ar Werc'hez n'he deus resevet galloud ebet eus an doare-se. N'eo ket unan eus an ebestel; n'eo ket bet lakaet kennebeut e penn an Ebestel, rak da Ber hepken eo bet roet ar garg-se. Mari a rankomp eta da lakaat e-touez an deñved, e-touez an dud fidel; doujet he deus gant karantez da lezennou an Iliz.
102

Ma ententomp mat kement-se eo aes d'eomp gouzout pegen bras eo he c'harantez evit an hini a zalc'h war an douar plas he mab Jezuz. Kaer ha c'houek eo gwelout Mari, rouanez an Neñv hag an douar, o kemerout perz evel an holl gristenien all e bodadegou kenta an Iliz, o selaou gant aked kenteliou ha kuzuliou an ebestel, o senti outo, int ha ne oant dec'h nemet pesketerien baour war lenn Jenezared.

Arabat d'eomp evelato ankounac'haat ez eo Mari mamm an Aotrou Doue, hag en hevelep amzer mamm an Ebestel hag o Rouanez.
Ya. Mari a zo Rouanez an Ebestel. Hag holl, Per da genta, int leun a garantez hag a zoujans eviti. Ar Werc'hez he deus doujans d'an Ebestel, dre m'o deus galloud en Iliz; an Ebestel o deus doujans d'ar Werc'hez rak hi eo Mamm o Salver. O selaou a ra pa embannont komz an Aotrou Doue; hag int-i a zo eul levenez evito dont d'en em voda endro d'ezi d'he selaou o konta buhez ar Mabig Jezuz e Betleem, en Ejipt, e Nazared.
104
Chom e kichen Mari a zo ouspenn-se eun dudi evito, gwelout a reont dirazo kaera skouer a santelez en deus gwelet daoulagad an den. Enni e welont holl santelez o Mestr. Kennerzet gant he skoueriou santel, gant he c'homzou karantezus, Per hag an Ebestel a ya seder dre ar bed da brezeg an Aviel; en o ene e kavint bremañ nerz awalc'h da zont a benn eus fallagriez an dud hag an diaoul.

Eus darempredou ar Werc'hez Vari gant an Ebestel tennomp eur gentel. Bezomp evelti leun a zoujans e keñver Pastored an Iliz; ganto ha ganto hepken emañ ar wirionez ha ma sentomp outo ez omp sur da vale bepred war an hent mat.
Goulennomp diganti garani doun en hor c'halon eur garantez virvidik evit ar re a gendalc'h war an douar labour an Ebestel : ar veleien, an eskibien, hon Tad Santel ar Pab; int eo a zalc'h en hon touez plas Hor Salver Jezuz-Krist.


XXVI  AR WERC'HEZ VARI HAG AR GRISTENIEN GENTA

105
Ar Werc'hez a voe lezet gant Jezuz war an douar, evit frealzi ha santelaat nann hepken an Ebestel met ivez an holl gristenien. Ha n'eo ket Mari, ken sentus ha ker santel ha ma'z eo a gilo rak he dever.
A-dra-sur e kar chom sioul da bedi en he zi bihan; met bolontez he Mab eo ec'h en em rofe d'ar gristenien. Hen ober a ra gant levenez.
Eno a-hend-all e kav he Mab, rak ar gristenien bodet en-dro d'o fastor a zo unanet start gant ar C'hrist. A-unan gantañ ne reont nemet eur c'horf a zo Jezuz ar penn anezañ, hag int-i an izili. En eur rei d'ezo teñzor he c'harantez, da Jezuz eo eta e ro ar Werc'hez anezañ.
Ha pe seurt vad a ra d'ar gristenien genta?
Daoust ha prezeg a ra gwirioneziou ar silvidigez ? Nann, rak n'he deus ket resevet ar garg-se. Ne ro ket kennebeut ar sakramanchou, n'eo na beleg nag eskob met hepken eur gristenez evel pep hini eus ar re all. Met Mari a zo Mamm d'Hor Salver Jezuz-Krist.
106
Hi eo he deus roet d’ezañ e gorf sakr, he deus e vaget, e zouget ez-vihan war he barlenn ha war he divrec'h.
En he c'hichen en deus kresket Jezuz, en he c'hichen en eur labourat hag en eur bedi, en deus gortozet eur silvidigez ar bed. Da heul Jezuz e kerze e Vamm, pa brezege an Aviel dre ar Palestin, hag e-harz ar Groaz e kavjod c'hoaz e Vamm pa varvas warni evidomp.
Eus kement-se holl Mari a zigas da soñj d'ar gristenien genta, hag an neb he gwel a gav d’ezañ gwelout c'hoaz Jezuz.
Aes eo eta kompren perak e kar an Ebestel hag ar gristenien genta mont alies da welout ar Werc'hez Vari.

Mari a zigas soñj d'ezo eus buhez Jezuz, rak, goude Hor Salver, enni eo e kaver ar c'haera vertu-ziou; hep ehan e prezeg dre he skoueriou mat.
En he c'homzou ha war he dremm e lenner pegen glan eo he ene, pegen start he feiz, pegen birvidik he c'harantez.
Kement hini a zeu da welout Mari, a guita he zi gant ar youl start da vale war he roudou ha da wiska e ene gant unan bennak eus ar vertuziou dispar a wiske ene ar Werc'hez.
108
Met evit labour ar santelez eo ret gras an Aotrou Doue, ha gras an Aotrou Doue a zeu d'eomp dreist-holl dre ar bedenn.
Ar gristenien a zeue da welout Mari, ne ankounac'haent ket a dra sur goulenn diganti skoazell he fedennou; greomp evelto ha ma kasomp da Zoue hor pedenn unanet gant hini ar Werc'hez, selaouet e vezo hep mar ebet.

Levr Oberou an Ebestel a lavar d'eomp e rene ar gristenien genta eur vuhez ken santel ma chôme ar baianed o-unan souezet ouz o gwelout. Kenteliou ha skoueriou ar Werc'hez a reas kalz, sklaer eo, evit lakaat ar gristenien da ren ar vuhez-se.
Ken santel egeto e vezimp ma ententomp mat pegen unanet e tleomp beza. Holl omp izili eun hevelep korf. Ma'z omp e korf hor Salver eun ezel yac'h ha leun a vuhez e c'hellimp ober vat d'an izili gwan ha klañv. Izili gwan hor Salver eo an eneou gwall-gaset gant o youlou fall; e izili klañv eo ar bec'herien, hag e izili yac'h ha leun a nerz, an eneou e stad a c'hras.

Goulennomp digant ar Werc'hez Vari rei d'eomp beza e korf hor Salver izili leun a vuhez youlet start da labourat evit mad hon nesa, evit mad hor Mamm Santel an Iliz.


XXVII  GWELLA  MIGNONED AR WERC’HEZ VARI

109
Hor Salver Jezuz-Krist a zesk d'eomp en e Aviel e tleomp karout an holl, rak ma'zeo an holl breudeur d'eomp.
Ne zifenn ket ouzomp evelato kaout eur mignon bennak c'houekoc'h d'hor c'Kalon eget hor mignoned all. Hen e-unan en deus bet e vignoned hag en o zouez e oa unan hag a garie muioc'h eget ar re all.
Ar Werc'hez he devoe ivez he mignoned hag en o zouez edo da genta mignoned Jezuz e-unan, an Ebestel ha dreist-holl : Sant Per, Sant Yann, Sant Jakez ar c'hosa, breur Sant Yann, ha Sant Jakez ar yaouanka.

Sant Per, Sant Yann ha Sant Jakez e vreur, aes eo her gwelout en Aviel, eo diskibien muia karet Hor Salver. Dirazo hepken e fell d’ezañ ober darn eus e vrasa burzudou. Int-i hepken a bign gantañ war menez Thabor, a chomo en e gichen epad e dremenvan e liorz an Olived.
110
Da Sant Ber e ro e Iliz da c'houarn.da Sant Yann e Vamm da ziwall. Sant Jakez, breur Sant Yann, kenta eskob Jeruzalem a zo niz d'ar Werc'hez, ken-derv eta da Jezuz, Bez'ez eo ouspenn eun ene glan, eun den a binijenn, ha sklaer eo e karas ar Mestr anezañ a-greiz e galon.

Goude an Ebestel e-touez mignoned Jezuz ha Mari, e teu ar merc'hed santel o deus heuliet Jezuz epad ma prezege an Aviel er Jude hag er Galile. Diwar o dañvez o deus lies-tro kemeret peadra d'e veva, hen hag e ebestel. Heuliet o deus ar Mestr betek menez Kalvar ha, kalonekoc'h eget an darn vuia eus an Ebestel, chomet int gant ar Werc'hez Vari e-harz ar Groaz m'edo Jezuz o vervel warni.
D'ar sul vintin int digouezet da genta e kichen ar bez, deuet da zigas louzou c'houez-vat evit sebelia o Mestr. Unan anezo, Mari, mamm Jakez ar Yaouanka, a zo c'hoar Mari-Madalen a voe eur bec'herez vras e penn kenta he buhez. Jezuz he zennas eus islonk ar pec'hed ha deuet eo da veza eur santez. Karet he deus Jezuz, e heuliet he deus betek Menez Kalvar, ha d'ezi e-touez ar re genta ec'h en em ziskouezas Jezuz pa savas eus ar bez.
112
Marta, c'hoar Mari Madalen, a roas alies digemer d'ar Mestr en he zi e Betani. He breur Lazar a voe savet gantañ eus a varo da veo, hag hañvet e vignon.
An eneou santel-se o deus holl karet Jezuz ha Mari, hag holl int bet karet ganto.
Met bez e oa c'hoaz e-touez ar gristenien meur a rummad tud hag a voe karet gant Jezuz ha Mari en eun doare startoc'h; hag an dud-se e oa ar beorien, ar re glañv, an intañvezed, an emzivaded, kement hini a oa er boan.
An dud-se oa c'hoaz gwerc'hezed santel Jeruzalem, ar vugaligou, an holl eneou glan a gavent war o hent.
Evel Jezuz ha Mari ni ivez a c'hell kaout hor mignoned hag o c'harout a greiz hor c'halon. Evit gouzout ha mat a reomp o karout hemañ pe hen-nont, evesaomp ouz karantez Jezuz ha Mari. Ma ne glaskomp, en eur garout hon nesa, nemet ober vat d’ezañ, hep mar ebet Jezuz ha Mari a vennigo hor c'harantez.


XXVIII  BLOAVEZIOU DIWEZA AR WERC'HEZ VARI

113
Pell'zo eo pignet Jezuz d'an Neñv. An Iliz a zo kresket hag en em skignet dre ar bed; en Azi, en Afrik, er C'hres e kaver kenvreureziou kristen niverus ha leun a vuhez.

Ar Werc'hez he deus eta, koulz lavarout, echu he labour, war an douar-mañ; Jezuz en doa he lezet evit harpa e Iliz epad ar bloaveziou kenta. An Iliz a zo bremañ diazezet mat; Mari a c'hell kuitaat an douar.

E pelec'h e tremenas Mari he bloaveziou diweza? Ne ouzomp ket. En Efez a lavar darn. Efez a oa eur gêr vras eus an Azi. An Abostol Sant Paol a oa tremenet dreizi en eur brezeg an Aviel. Sant Yann a oa deuet war e lerc'h hag a oa chomet eur pennad amzer.
Met Sant Yann ne deuas ket da Efez araok ar bloaz 65 pe 70, d'an ampoent Mari he dije bet dija etre pevar-ugent vloaz ha pemp bloaz ha pevar-ugent. N'emañ ket da gredi en defe Hor Salver astennet keit-se harlu e vamm war an douar.

114
Darn all a lavar eo marvet ar Werc'hez e Jeruzalem wardro he zri-ugent vloaz.
N'eus forz e pe lec'h e varvas, ar pez a zo sur eo e renas epad he deiziou diweza war an douar-mari eur vuhez santeloc'h santela. Gras an Aotrou Doue a greske bemdez en hec'h ene, koulz hag he c'harantez evit he Mab hag he youl da blijout d’ezañ e pep tra.
« Gwelout ar Werc'hez d'ar mare-se eus he buhez, a lavar d'eomp eur skrivagner santel, a oa gwelout ar baradoz war an douar. »
Eur skrivagner koz a ra anezi ar skeudenn-mañ : « War he dremm e lenner pegen kaer ha pegen santel eo he ene. Komz a ra nebeut, pa vez ret hen ober hepken; gwelloc'h eo ganti selaou ar re all. Izel eo a galon, habask, leun a zousder hag a zoujans e keñver an holl. Euz he deus ouz an droug. He daoulagad a zo lemm, met diswalc'het gant an daelou, ha lenn a c'heller enno an holl boaniou he deus gouzañvet epad he buhez. »

Sant Denis, barner eus lez-varn an Areopaj e kêr Aten, digaset d'ar feiz kristen gant an Abostol Sant Paol, a gont penaos e yeas eun deiz da welet ar Werc'hez Vari :

116
« Hen anzav a ran dirak Doue : spered an den ne c'hell ket kompren ar pez a welas daoulagad va ene koulz ha re va c'horf, pa voe roet d'ezo arvesti ouz Mamm Hor Salver Jezuz-Krist. Pa voen kaset gant Sant Yann dirak ar Werc'hez venniget, eur sklerijenn vurzudus a veuzas va spered;eur c'houez-vat ken burzudus a glevis; va spered ha va c'horf paour a vennas koll buhez dirak eur seurt taolenn. Anez m'oan kenteliet ganeoc'h araok, a dra sur em bije he c'hemeret evit Doue e-unan. »

Ha roet e vezo d'eomp gant an Aotrou Doue ar c'hras da veva koz evel ar Werc'hez?... N'eus nemetañ hag o ouezfe.

Beva koz a-hend-all n'eo ket eur seurt teñzor; ar pez a dalv eo kreski bepred e karantez Doue, evel ma rae ar Werc'hez. Ar maro a c'hello neuze skei pa blijo gantañ, hon ene ne greno ket evit mont dirak e Zoue.


XXIX  MARO EÜRUS AR WERC’HEZ VARI

117
War ar poent-mañ ar Skritur Sakr a zo chomet sioul. Met e kichen ar Skritur Sakr e kavomp eur gelennadurez ha n'eo bet morse skrivet, met a zo deuet betek ennomp dre envor ar poblou. Kaout a raer enni gwirioneziou a zeu a-berz Doue, gwirioneziou all a zeu hepken a-berz an dud.
Doue a seblant beza roet d'eomp da c'houzout dre an hent-se meur a draig diwar benn maro ar Werc'hez.
Hen hepken a zesk d'eomp e savas ar Werc'hez eus a varo da veo evit pignat d'an Neñv korf hag ene.
An Iliz he deus digemeret ar gwirioneziou-se hag a gred enno. Ar bed katolik a-bez a lid da Hanter Eost Gouel ar Werc'hez Vari pignet d'an Neñv.
Mari ivez a sentas eta ouz lezenn ar maro ha dre c'halloud he Mab eo e savas d'an Neñv korf hag ene.
118
Hervez lavariou Tadou an Iliz, Doue a zigasas eun ael da rei da c'houzout da Van oa deuet he eur. Ar c'helou-se a voe eul levenez vras eviti ha kerkent e skignas anezañ e-touez he mignoned hag he amezeien.
An Ebestel a ziredas buan. Ne oant mui nemet dek; Sant Jakez eskob Jeruzalem a oa bet merze-riet, ha Sant Tomas ne zigouezas e ti ar Werc'hez nemet goude he maro.
Mari a lavaras d'ezo komzou a garantez hag a frealzidigez ha goustadik e rentas he ene santel da Zoue.
Ar skridou koz ne lavaront ket petra'zo bet penn-kaoz da varo ar Werc'hez. N'eo ket ar c'hlenved eo, rak ar c'hlenved a zo deuet er bed dre ar pec'hed orijinel, ha Mari n'eo ket bet ar pec'hed war he ene. N'eo ket ar gozni eo ivez rak Mari n'he doa d'an ampoent nemet wardro pemp bloaz ha tri-ugent; n'eo ket bet lakaet d'ar maro kennebeut. Penaos'ta neuze eo marvet? Dre garantez. He c'halon a rannas gant ar garantez a verve enni evit he Mab hag he Doue. Setu perak e lavarer e voe maro ar Werc'hez Vari eur verzerinti a garantez.
Abaoe m'he doa kollet Jezuz edo ken bras he glac'har, e lavar d'eomp ar Sent hag an Doktored, ma oa ret d'an Aotrou Doue ober eur burzud hep ehan evit mirout ouz he ene da zilezel he c'horf. Bremañ edo deuet an eur, ha Doue n'en doe da ober nemet lezel an ene entanet-se da guitaat, anezañ e-unan, korf ar Werc'hez.
120
Mervel dre garantez, setu aze eun eurvad ha n'eo bet roet gant Doue nemet d'e Vamm, ha d'eun nebeudig sent.

Ne gredomp ket goulenn eur c'hras ken kaer. Met ar pez a c'hellomp goulenn dre veritou maro burzudus ar Werc'hez Vari eo ar c'hras da veva bepred e karantez Jezuz ha da ober pep tra dre garantez evitañ.

Neuze hor maro a vo ivez eur maro eürus, ha ma tigemeromp anezañ gant karantez, hep mar ebet e tigoro d'eomp doriou ar baradoz.


XXX  AR WERC’HEZ VARI A BIGN D'AN NEÑV

121
Gouzañv paoniou ha mervel n'eo ket an holl binijenn dleet d'ar pec'hed; abalamour d’ezañ c'hoaz, ar c'horf a rank beza dispartiet diouz an ene ha koueza e breinadurez.
Ar Werc'hez, daoust ma n'eus bet biskoaz pec'hed ebet war he ene, he deus gouzañvet ar boan hag ar maro. Met Doue n'eo ket plijet gantañ e teufe war gorf e vamm breinadurez ar bez, hag e chomfe pell he ene rannet diouz he c'horf.
Gouel Maria-Hanter-Eost a zigas da soñj eus an deiz ma voe a-nevez unanet korf ar Werc'hez gant he ene glan, ma savas beo-buhezek eus ar bez ha ma pignas d'an Neñv leun a c'hloar.
Ar burzud-se n'eo ket c'hoaz eur wirionez a die ar gristenien da gredi dindan boan a bec'hed marvel, met droukhardis bras e vefe an neb a yafe d'hen nac'h.
Ne ouzomp ket penaos e teskas an Ebestel ar burzud-se. Eun danevellour koz a gont d'eomp an istor-mañ.
122
Tomaz n'edo ket eno, pa varvas ar Werc'hez, ha beziet edo dija, pa zigouezas. Mont a reas war he bez gant an ebestel all. O souezenn! ar bez a oa goullo hag eun dudi a c'houez-vat e zeue anezañ. An Ebestel a gouezas d'an daoulin hag a ganas meuleudi da Zoue evit beza pignet d'an Neñv Korf o Mamm santel.
Penaos e savas ar Werc'hez Vari eus ar bez, penaos e pignas d'an Neñv? Den n'en deus hel lavaret d'eomp ha den marteze n'en deus bet an eurvad da welout ar burzud-se.
D'an eur merket gant Doue, korf ar Werc'hez Vari, skedusoc'h eget an heol, primoc'h eget al luc'hedenn, a zeuas er-maez eus ar bez. Ar maen a stanke an nor ne oa ket bet ruilhet evel en deiz ma savas Jezuz eus e vez, rak hino ne oa ezomm ebet da rei da c'houzout d'ar bed e oa savet ar Werc'hez eus a varo da veo. Ar c'horfou leun a c'hloar a c'hell treuzi n'eus forz petra, ar mein, an houarn, ar c'hoad, ha korf ar Werc'hez a dreuzas maen ar bez evel ma treuz ar sklerijenn gwer ar prenester.
Skañv evel eun aezenn, korf Mari a savas neuze en êr douget gant an Aelez. Ya, an Aelez, ar Sent, holl eneou santel ar baradoz, a zeuas gant Hor Salver da ziambroug e vamm ha d'he digemer en e Varadoz.
124
Jezuz o sevel eus ar bez hag o pignat d'an Neñv, ar Werc'hez d'he zro o sevel eus ar bez hag o pignat d'ar baradoz, daoust ha n'eo ket embann d'eomp fraez e savimp ni ivez eun deiz eus breinadurez an douar hag e pignimp d'hon tro korf hag ene d'ar baradoz?
Daoust ha soñjal a reomp alies a-walc'h en eurvad dispar en deus Doue pourchaset d'eomp en e varadoz? Ma vefemp aketus da brederia warnañ, daoust ha n'hor befe ket muioc'h a nerz-kalon da labourat a-zevri evit silvidigez hon eneou?


XXXI  AR WERC’HEZ VARI KURUNENNET ER BARADOZ

125
Eus daouarn he Mab muia karet e tigemeras ar Werc'hez Vari ar gurunenn a reas anezi Rouanez an Nefiv hag an douar.

Rouanez an Neñv... Pouezomp eur predig-amzer war eun hano ken kaer. Rouanez eo war an elez a zo e-harz tron an Aotrou Doue evit e veuli hag e servija; rouanez eo war an eneou santel a zo dija deuet d'ar baradoz.
A-hed ar c'hantvejou ar baradoz a dregerno gant moueziou an dud eürus o kana meuleudi d'o Rouanez.
Ar Werc'hez a zo ivez hor Rouanez d'eomp-ni, met en eun doare disheñvel. Eneou ar baradoz ne c'hellont ket mirout da garout ar Werc'hez; o c'harantez eviti ne c'hell ket bihanaat hag hi n'he deus da ober nemet digemerout o meuleudi.
Met ni war an douar a zo gwan ha dinerz; kalz enebourien a zo endro d'eomp o klask koll hon ene, ha pet gwech e c'hoarvez ganeomp selaou o mouez fallakr ha koueza er pec'hed.
126
Ret eo da Vari, Rouanez leun a vadelez hag a drugarez, dont davedomp da bep mare, evit hor frealzi, hor c'hennerzi, hor skoazella. Ret eo d'ezi dont d'hon difenn a-enep an toueller, ha d'hon hencha dre an dourn war hent ar baradoz.
Rouanez eo d'eomp-ni hag a stourm, met eur Rouanez hag a zo ivez Silvidigez ar re glañv, Frealzidigez an dud glac'haret, Skoazell ar gristenien, Repu ar bec'herien, Dor ar Baradoz.
Rouanez an dud eürus en Neñv ha Rouanez an eneou a stourm war an douar, Mari a zo ivez Rouanez eneou ar Purgator.
Mari a ren war an eneou-se evit o frealzi, o dizoania, evit berraat d'ezo o foaniou; ar gristenien devot a laka da bedi evito, hag he unan e ped he Mab d'o digas buan d'ar Baradoz.
E-keñver eneou paour ar Purgator ar Werc'hez a zo eur Rouanez leun a vadelez hag a drugarez.
Hag en ifern Mari a zo ivez Rouanez. Pep galloud a zo bet roet d'Hor Salver en Neñv, war an douar hag en ifern, ha d'e Vamm en deus roet perz er galloud-se. Met en ifern Mari a ren dre an nerz hag ar spont. An diaoulou a gren dirazi; gouzout a reont pegen bras eo he galloud, ha pa zeuont war an douar da douella an eneou santel, pet gwech ne vez ket bet ret d'ezo tec'hout razi?
128
Eun ene a gar ar Werc'hez n'en deus aon ebet da gaout rak an diaoul a zo bet flastret e benn outañ ganti.

Bezomp laouen dre ma'z omp bugale eur seurt Rouanez; eun deiz, ma chomomp feal d'ezi, e renimp ganti er Baradoz.

Da c'hortoz an deiz eürus-se pedomp anezi a greiz hor c'halon, d'hon derc'hel bepred glan ha mignoned d'he Mab, Hor Salver Jezuz-Krist.

--------------------------------------------------------------------------

dibenn al levr XXXI pennad ennañ ha 128 pajenn ennañ.

Ar Werc'hez Vari Hor Mamm gant an Tad Medard (Misioner Kapusin) .

"Al levrig-mañ a ginnigan d'am mamm, he deus desket d'in karet ar Werc'hez Vari" (Tad Medard)

skeudennou gant Xavier de Langlais e-barzh an embannadur a-orin (1937)