Pajenn o vezañ war he sevel. Setu aze an daou pennad kentañ. Pennadou all zo da heul...

  

Fâtima !!

 

KENTA  PENNAD - TRI MIGNON BIHAN

 

Eur c'hornig-bro er menezioù.

 

Tregont vloaz a zo, den ebet, en hor bro, n'en doa klevet ober ano eus Fâtima, eur barrez eus eskopti Leiria, er Portugal, enni war-dro Daou vil pemp kant den.

 

Er Portugal zoken, ne oa ket anavezet Fâtima. Hirio avat eo brudet dre ar vro, a-bez, ha, tamm ha tamm, ar brud anezañ a en em skign dre ar bed holl. Daou pe dri c'hart-leo diouz ar vourc'h e weler hirio eun iliz gaer, a zeu pirc'hirined enni a gant viliadoù.

 

An tri bugel emaomp o vont da gonta o istor, n'o deus biskoaz, hini ebet anezo, gwelet an iliz-se. Daou anezo a oa aet d'ar bed all a-raok ma voe savet, hag an hini a zo beo hirio c'hoaz, n'eo deuet morse da bedi enni.

 

D'ar poent-se, Fâtima a oa eur bourkig bihan, war an hent a gas eus Leiria da Ourem. Chapel eur manati koz a oa e iliz-parrez. Eur rannad mat a zouar a oa dindan an 40 kêriadenn a oa war ar barrez, kêriadennoù kollet e plegoù ar menez, añvet ar Serra de Aire.

 

Dilorc'h ha divrud e vev koueriaded ar vro war o douaroù, diwar poan o divrec'h. Skañv ha meinek eo an douar ha diaes bras kaout tremp evitañ. Diwan a ra ennañ evelato parkadoù gwiniz mat, peadra da rei da bep unan e dammig bara. Hag, ouz krap ar menezioù, ar gwiniennoù a ro d'ar vro ar gwin he deus ezomm. Stank eo ar gwez frouez, avaloù, fiez, prun hag all... ha ganto e ra ar c'houer meur a wennegig. Met pinvidigez vras ar vro eo ar chatal, an deñved dreist-holl.

 

12

Ne dec'h an dud diwar o labour nemet da sul evit mont d'an iliz, ha da zeiz ar foarioù evit diskenn e kêr, e Vila-Nova de Ourem dreist-holl.

 

Ne deer ket alies e kêr. N'eus ket kalz a dra da werza, nebeutoc'h a zo c'hoaz da brena. Ha fall kenañ eo an henchoù !

 

Da sul avat e teu an holl d'an iliz, zoken eus penn pella ar barrez. Ar sul a zo, evit an dud-se, dervez an Aotrou Doue, dervez ar bedenn ha dervez an diskuiza. Da sul e vez laouennaet holl ar vourc'h hag ar vro zoken... Eürus e vev pep-unan en e gornig-bro didrouz, e-kreiz ar menezioù.

 

Eur c'hart-leo bennak eus ar vourc'h e weler eur guchennig tiez, izel ha bihan, dispartiet an eil diouz egile gant eul leur hag eul liorz. Setu kêriadenn Aljustrel.

 

13

Amañ emaomp e-touez gwir baotred ar menezioù, ar menezidi, evel ma vez lavaret. Paour eo o ziez, o lojamañchoù hag o gwiskamañchoù ; pinvidik avat eo o c'halon, rak kristenien int eus an dibab.

Bihan eo liez ar vro, hep solier ebet dindan o zoenn teol. Ar mogerioù a zo gwennet gant raz, hag ar prenester, enk hag izel, a zo bras a-walc'h koulskoude, war ar menezioù uhel-se, evit rei aer ha sklerijenn d'an ti.

 

An arrebeuri a zo arrebeuri giz ar vro, dister, met kem-pennet brao. Er sal tosta d'an nor - a zo evel eur sal-degemer - e weler peurvuia eun daol vras, gant Daou goufr ha dioù gador ; ouz ar voger, a wel d'an holl, eur grusifi gant eur bern taolennoù santel.

 

Er gegin, eun daol zero, skinvier e-kichen an oaled, podoù ha podezoù pri, eur plad bennak hag eun dousenn asiedoù...

 

Ar gweleoù a zo e koad, goloet gant pallennoù ha linserioù gweaet er gêr.

 

Stag ouz an ti emañ ar c'hraou-deñved hag al lojamañchoù all. A-dreñv emañ al leur hag ar porz-yer, ha dirak emañ al liorz gant gwez frouez, gwez fiez dreist-holl.

 

E-barz ar c'hloz, e disheol gwez fiez bras,  ez eus eur puñs ; eur puñs dour glao n'eo ken, kleuzet er roc'h, met an dour ennañ a chom fresk ha mat da eva. En-dro d'ar puñs-se e plij d'an dud dont da zisheolia e-pad an hañv, pa vez re bounner ar c'hor evit gellout labourat.

 

Daou diegez kristen.

 

Er gêriadennig divrud-se, e kaver Daou di, heñvel-poch an eil ouz egile. Enno e vev Daou vreur-kaer : Antonio dos Santos, pried Maria Rosa Marto, ha Manuel-Pedro Marto, pried Olimpia a Jezuz (intañvez José Fernandos-Rosa).

 

Antonio en deus pemp krouadur, eur mab ha peder merc'h. Ar yaouanka anezo, e ano Lusia, a zo toet badezet d'an 22 a viz meurz 1907.

 

E ti Manuel-Pedro ez eus unnek a vugale. Fañchig, ganet d'an 11 a viz mezeven 1908, ha Jasinta, ganet d'an 10 a viz meurz 1910, eo an Daou yaouanka eus ar vandenn.

 

14

En dioù familh-se - evel en darn vrasa eus familhoù ar menezioù - ne veze ket kaset d'ar skol an holl vugale. Deski gounid o bara a rankent a-raok pep tra. E pep ti, unan pe zaoù a veze desket d'ezo lenn ha skriva evit gellout lenn er beilhadegoù ha skriva al lizeri. Kerkent ha 13 pe 14 vloaz e rankent mont d'ar park, hag ar re yaouanka a veze kaset da ziwall an deñved. Lusia, Fañchig ha Jasinta, an tri genderv bihan, a zeuio da veza mesaerien d'o seiz pe eiz vloaz.

 

Ma ne dae ket ar vugale da skol an ti-skol, e vezent evelato kelennet er gêr. Ha peseurt skol a zo gwelloc'h eget skol ar gêr ha skol ar vamm ?

 

Maria-Rosa hag Olimpia, peurvuia, ne vezent ket er park. Labour a-walc'h o doa en-dro d'an ti ha d'ar vugale.

 

Skol ar gêr.

 

Ar familhoù niverus a gresk enno ar garantez dre ma kresk an dud... Hag e ti Marto, Jasinta vihan a oa lellig an holl. Diouz an noz, d'ar veilhadeg, ha da sul goude an ofisoù, plijadur pep hini a  veze barlenna ar verc'hig ha c'hoari ganti.

 

Olimpia, ar vamm, a c’hourdrouze a-wechoù he bugale gosa abalamour ma raent re a gamambre d'o c'hoar vihan, met, evit gwir, lorc'h a veze enni o welout he bugale oc'h en em garout evelse.

 

Pa veze deuet ar mare da zeski d'ezo o c'hreañsoù, ne leze al labour-se gant den all ebet. Hag o mamm eo a zeskas da Fañchig ha da Jasinta, bihanik c'hoaz, anaout ha karout Hor Salver Jezuz-Krist hag ar Werc'hez Vari. A-wechoù, e-kichen ar re vihan, e veze bodet ar re vras, hag Olimpia a gelenne he ziad bugale evel ma kelenn ar beleg e ilizad kristenien. Ar re vihana, evelato, dre ma vezent atao er gêr, a gleve aliesoc'h kentelioù santel o mamm. Ha ken plijus e oa skol ar gêr ma save mall gant hon Daou vignon bihan, Jasinta ha Fañchig, da vont da skol an iliz, evit kempenn o ene da reseo Hor Salver Jezuz.

 

15

Lusia ne voe ket ken tener hie zud outi. He mamm a oa, eun nebeudig, rust an tamm anezi, evit eur gwel da vihana. Eur vaouez a feiz a oa ivez evelato. Beilha a rae gant aked war ene he bugale. Poania a rae dreist-holl da ober anezo bugale eeun ha leal. Al lealded a oa eviti kaera vertuz a zo. O c'hatekiz a zeske d'ezo ivez. Ha pa dostae ar C'horaiz e kemere ganto muioc'h-mui a boan, rak n'he doa ket c'hoant da ruzia gant ar vez o welout korbella he bugale evit o Fask.

 

Lusia, hag a vezo diwezatoc'h kemeret gant lod eus an dud evit eur verc'hig darsod, a oa digor a-walc'h he spered evit tenna frouez eus ar c'henteliou-se, peogwir e voe resevet da gomunia a-raok he seiz vloaz.

 

Ez-vihanik e oa dija douget d'he fenn. Er bloavez-se, 1913, e teuas d'ar c'hatekiz gant ar vugale a dlie ober o fask kenta. Pa ne oueze ket ar re all o c'hentel, e c'houlenne an Aotrou Person ouz Lusia, rak gouzout al rae he c'hatekiz gwelloc'h eget an darn vrasa eus ar vugale. Setu perak ar verc'hig a soñje d'ezi e vije bet degemeret da ober he Fask. Met an Aotrou Person he c'have re yaouank.

 

« N'ec'h eus ket an oad, re vihan out », emezañ.

 

Lusia a zirollas da leñva. D'an ampoent en em gavas en iliz, an Aotrou Cruz, eur beleg santel, brudet er Portugal a-bez (1), deuet da Fâtima da brezeg Pask ar vugale.

 

- Perak emaout o leñva ? emezañ.

 

- Me am eus c'hoant mont da gomunia hag an Aotrou Person ne fell ket d'ezañ.

 

- Aotrou Person, eme ar misioner, daoust ha gouzout a ra mat he c'hatekiz ?... Gwelomp 'ta eun tammig.

 

Hag an tad misioner da c'houlennata ar verc'hig.

 

Chom a reas mantret. Lusia a ouie he c'hatekiz ger evit ger ha diskouez a rae ouspenn e komprene mat-kenañ ar pez a lavare.

 

« Mat eo, va merc'hig, bez fidel d'an Aotrou Doue, rak diwallet eo da ene gantañ. »

 

Diwezatoc'h, Lusia a zeuio soñj d'ezi alies eus komzoù ar misioner santel, hag ar soñj-se a roio kalon d'ezi e-kreiz he zrubuilhoù.

 

16

Ma rankomp meuli ar verc'hig ken desket all, meulomp ivez ar vamm a boanias d’he c'hentelia.

 

Evel ti he c'hoar, ti Maria-Rosa a oa ivez eun ti-skol santel. Desket e veze ennañ, ouspenn ar c'hatekiz, an doareou-beva seven ha dereat, sonioù ha kanoù ar vro, danevelloù brasa hec'h istor.

 

Diouz an noz dreist-holl, e-pad ar goañv, en-dro d'an oaled, e veze kontet marvailhoù. Antonio hag e vugale vras a ouie kontadennoù brao ; met ne veze morse laouenoc'h Lusia eget pa zeue tro he mamm da gonta eun istor, rak neuze e kleve bewech istorioù tennet eus buhez ar Sent, an Istor Santel, an Aviel, Pasion Hor Salver Jezuz-Krist.

 

Mignoned vihan Jezuz.

 

E skol ar gêr eo e teuas Fañchig ha Jasinta da ober gwelloc'h anaoudegez gant o c'heniterv ha d'he c'harout muioc'h.

 

Bugale an amezeien a zeue a-wechoù ivez da selaoù ar gentel katekiz.

 

Unan anezo, eun dervez, a damallas e gamalad da veza lavaret komzoù divalo.

 

« Arabat lavarout komzoù vil, eme Varia-Rosa, groñs ! Eur pec'hed eo. Jezuz ne gar ket ar re a ra pec'hejoù, ha kas a ra anezo d'an ifern, pa ne gofesaont ket o fec'hed. ».

 

Kentelioù evel-se a chom garanet doun e spered ar vugale. Diwar neuze, Jasinta ha Fañchig a voe difennet krenn outo mont da c'hoari gant an amezeien vihan savet fall... Ha setu, muioc'h eget biskoaz, tro d'an tri genderv da vont asambles ha d'en em zarempredi muioc'h mui.

 

Eur wech, edont o zri o c'hoari « goproù ». Er c'hoari-se, an hini a c'hounit, a c'hell lakaat ar re a goll da ober ar pez a gar. Pa c'houneze Jasinta, e c'houlenne bep taol tapout d'ezi eur valafennig, kutuilh d'ezi eur vleunienn gaer...

 

E ti Lusia edont o c'hoari en dervez-se. Eur breur bras d'ezi a oa o skriva ouz an daol. Lusia, gounezet ganti an taol, a lavaras da Jasinta mont da bokat d'he c'henderv.

 

« Ne din ket avat, eme ar verc'hig. Goulenn diganen eun dra bennak all...  Perak ne  lakaez ket ac'hanon da bokat d'hor Salver a zo aze...

 

17

- Gwir eo, sav war ar gador, distag ar grusifi diouz ar voger, degas anezañ amañ ha, war da zaoulin, ro tri bok d'ezañ, unan evit Fañchig, eun all evidout hag eun all evidon.

 

- O ! da Jezuz avat e pokin kement ha ma kari.

 

Distaga a reas ar grusifi diouz ar voger hag e pokas gant karantez da skeudenn Hor Salver. Hag, o sellout outi gant truez, e c’houlennas :

 

« Perak 'ta eo bet staget Jezuz ouz ar Groaz ?

 

- Abalamour m'eo maro dre garantez evidomp.

 

18

- Kont 'ta d'eomp an dra-se. »

 

Ha Lusia raktal a gontas Pasion Hor Salver.

 

He c'hoar gosa, Mari dos Santos, a zeuas d'an ampoent en ti hag he c'havas o prezeg gant ar grusifi en he dorn. Gourdrouz a reas anezi ha difenn groñs outi touch ouz an traoù benniget hag ouz ar skeudennoù santel.

 

« Arabat d'it skandalat, eme Jasinta, me eo am eus distaget ar grusifi... Met ne rin ket ken. »

 

Mari a bokas d'ar verc'hig hag a gasas ar vugale da c'hoari er-maez...

 

Mont a rejont a-dreñv ar puñs ha Lusia a gendalc'has gant Pasion Hor Salver.

 

Ouz he c’hlevout, Jasinta a leñve. Ha diwar an dervez-se, Lusia a voe ret d'ezi alies konta Pasion Jezuz d'he Daou vignon bihan. Ha bep tro, Jasinta a leñve.

 

« Paour-kaez Jezuz, emezi, biken mui ne bec’hin. Ne fell ket d'in ken gwelout Jezuz o kaout poan. »

 

Mari dos Santos a gase he c'hoar vihan ganti d'an iliz bep tro ma veze oferenn gomunion evit ar vugale. Fañchig ha Jasinta n'o deveze ket an eurvad-se, peogwir ne oant ket bet degemeret c'hoaz da gomunia.

 

Met, daoust da se, ne zisoñjent ket «Jezuz-Kuzet ». Evel-se e veze añvet an osti sakr gant Jasinta. Eur bloavez, Jasinta ha Fañchig a oa bet kaset gant o mamm da welout prosesion ar Sakramañt. Jasinta ne dennas ket he daoulagad diwar an « aelez » a oa o teurel bleunioù. Ha diwar an deiz-se, alies, pa vezent o zri o c'hoari, e kutuilhe eur vriad bleunioù hag e taole anezo en aer.

 

- Perak e rez an dra-se ?

 

- Evit ober evel an aelez; teurel a ran bleunioù da Jezuz.

 

Mari dos Santos eo a wiske aelezi ar prosesion. Ar c'hoar vihan, anat d'eoc'h, a veze e-touez an « aelez ». Jasinta a savas c'hoant ganti beza gwisket ivez evel he c'heniterv. Graet e voe outi he c'hoant ha gwisket gant eur sae wenn hir ha lakaet d'ezi diouaskell ouz he diouskoaz. Mari a zeskas d'ezi penaos en em zerc'hel e-pad ar prosesion ha penaos teurel bleunioù da « Jezuz ».

 

« Hag e welin Jezuz ? a c'houlennas Jasinta.

 

- Ya da. Gant an Aotrou Person e vezo douget.

 

19

Hag e lamme ar verc’hig gant al levenez.

 

Degouezout a reas an deiz kaer. En-dro d'an aoter, eur strollad « aelez » a c'hortoz mont e prosesion dirak ar Sakramañt meulet ra vezo, douget gant an Aotrou Person din-dan an tabarlank (daez). Bep ar mare, e-pad ar prosesion, Mari a strak he daouarn hag ar vugale a fuilh o fanerad bleunioù e-harz ar Sakramañt. Jasinta hepken ne daol bleunienn ebet, ha kaer he deus Lusia ober d'ezi daoulagad du, e talc'h ganti he fanerad bleunioù.

 

« Perak 'ta, eme Vari goude ar prosesion, perak 'ta n'ec'h eus ket taolet bleunioù da Jezuz ?

 

- Abalamour n'em eus ket e welet. Te, Lusia, te ec'h eus gwelet ar Mabig Jezuz.

 

- Met, eme Lusia, Mabig Jezuz an Osti ne vez ket gwelet, kuzet eo, ha setu perak e c'hellomp e reseo er gomunion.

 

- Ha pa vezez o komunia, e komzez outañ ?

 

- Ya sur.

 

- Ha perak ne welez ket anezañ ?

 

- Abalamour m'eo kuzet.

 

- Mat, goulenn a rin digant mamm lezel ac'hanoun da vont da gomunia.

 

- Met an Aotrou Person ne roio ket ar gomunion d'it a-raok m'az pezo 10 vloaz.

 

- Te koulskoude a vez o komunia ha n'out ket 10 vloaz.

 

- Ya, met me a ouie va c'hatekiz. Ha te n'ouzout ket c'hoaz. »

 

Jasinta ha Fañchig a c'houlennas neuze digant Lusia ober katekiz d'ezo o Daou. Met ne oa ket Lusia eun doktorez vras war ar relijion. Hag an Daou vugel a rae kement a c'houlennoù outi m'en em gavas berr ganto.

 

« Lavar d'az mamm, emezo, lezel ac'hanout da vont da skol an iliz hag e teui da veza desketoc'h. »

 

Ha diouz o zu ez ejont da gaout o mamm, da c'houlenn beza lezet da vont d'ar skol-katekiz, rak mall bras o doa da reseo Jezuz-Kuzet.

 

Olimpia a asantas. Met n'o lezas ket da vont ingal d'an iliz bep tro ma veze skol-katekiz.

 

« Pell a-walc'h, emezi, emaomp eus ar vourc'h, bihan oc'h c'hoaz hag ouspenn-se an Aotrou Person n'ho resevo ket da gomunia a-raok ho tek vloaz. »

 

20

Mesaerien.

 

E skol o mammoù e teskas eta an tri bugel anaout ha karout an Aotrou Doue, Pa voent kaset da ziwall o deñved, e-kreiz kaerder ar menezioù sioul, e levr bras ar grouidigez, e kendalc'hjont da greski e karantez o C'hrouer.

 

Lusia eo a voe karget da gentañ da vont gant an deñved e-lec'h he c'hoar gosoc'h, Karolina, deuet en oad da vont d'ar park. Buan ez cas da gas ar c'heloù d'he daou vignon ha da lavarout d'ezo arabat mui konta warni evit mont da c'hoari ganto.

 

Eur rann-galon e voe ar c'helou-se evit Fañchig ha Jasinta. Hag ez ejont da c'houlenn ouz o mamm mont ivez gant Lusia. Ar vamm avat ne fellas ket d'ezi, hag e rankas ar vugaligoù chom er gêr.

 

Met bemdez, da serr-noz, pa veze Lusia o tont d'ar gêr gant he deñved, e kave he Daou vignon ouz he gortoz war an hent. Mont a raent ganti betek ar porz, hag eno, hervez ar pez a gonto diwezatoc'h Lusia hec'h-unan : « e choment da c'hoari ken n'o deveze ar Werc'hez hag an Aelez enaouet o lamproù ha lakaet anezo e prenester ar baradoz evit hor sklerijenna. »

 

Meur a wech c'hoaz e c'houlennas an Daou vugel mont da heul Lusia d'ar prajeier.

 

« Nann », a lavare atao Olimpia. O welout ne oa netra da ober e kinnigjont mont o-unan, e-lec'h o c'hoar vrasoc'h, da ziwall deñved an tiegez. Hag en taol-mañ ar vamm a lavaras ya. D'ar red ez cas Jasinta ha Fañchig da gas ar c'heloù da Lusia. Raktal e voe en em glevet evit en em c'hortoz, gant an deñved, bep mintin war an hent, e-kichen poull-dour ar « Poull-pri ». Ac'hano ez afed a-gevret d'al lec'h ma lavarfe Lusia, rak hi a anaveze ar gwella an doa-reoù er menez. Diwar neuze, pep dervez, a voe evit bon tri mignon evel eun deiz benniget, evel eur gouel !

 

Bep mintin, goude o dijuni, lavaret ganto eur Bater, eun Ave hag eur bedennig d'o Aelez mat, ez eont d'ar menezioù, gant o deñved, a gerz d'ar pildrotig en eur lakaat o c'hleierigoù da stirlinkat.

 

21

Goude eun eur vat a vale, e tegouezont war ar peuri. Buan e klaskont an disheol; ouz eur skourr e ispilhont ar banerig, evit na deuio ket ar chas lontek da laerez o merenn digant ar vesaerien. Hag e-serr diwal an tropell, ec'h en em lakaont da c'hoari,

 

Pa glevont an Anjelus e kloc'hdi Fâtima, e teuont da zebri merenn. O, n'eus ket a friko ganto : bara segal, fourmaj-laez, olivez hag a-wechoù eun tamm kig-moc'h bennak...

 

Goude ar pred dilarjez-se, Lusia, Fañchig ha Jasinta ne zisoñjont ket lavarout ar chapeled. Desket o deus ar bedenn-se gant o mamm.

 

Gwechall, e kement ti a oa er Portugal, e veze lavaret bemdez ar chapeled. Kollet e oa bremañ ar c'hiz vat-se. E eskopti Leiria koulskoude e'oa bet miret gant meur a familh. Maria-Rosa hag Olimpia o devoa dalc'het d'ezi ivez.

 

A-wechoù avat e c'hoarveze gant ar vugale, kement a vall o deveze da vont da c'hoari pe da glask mouar, drailha eun tammig o fedenn ha berraat anezi. War bep greunenn ne lavarent nemet Daou c'her hepken, « Ave Maria », e-lec'h ar bedenn penn-da-benn. Jasinta, ar bikez vihan, eo he doa kavet an dro gamm-se, evit dibuna buanoc'h ar chapeled hep disent! koulskoude ouz o mamm.

 

Goude kreizteiz, an deñved, teo dija, a veze aesoc'h da ziwall. Aesoc'h e veze ivez d'ar vugale en em rei d'ar c'hoarioù... c'hoari goproù, c'hoari tiegezig, sevel tiez bihan gant mein ar menez... Kanet e veze ivez, rak gouzout a raent eur bern kanaouennoù. Jasinta avat a c'houlenne atao kana d'ezi kantikoù en enor d'ar Werc'hez Vari : « Salud, Patronez dous »... « Kanit ganen Aelez Santel »... (2) pe eun all... ha p'en em gave ganto eur mesaer bennak, eur fleüt pe eun akordeons d'ezañ, e c'houlennent digantañ seni d'ezo eun tammig evit ober eun dro-zañs.

 

A-benn koan e veze deuet ar vesaerien d'ar gêr gant o deñved.

 

Ha goude koan, kerent ha bugale a zaouline evit ar pedennoù diouz an noz... Siouloc'h a-se e veze kousked an tiad tud, dindan lagad Doue, eürusoc'h a-se buhez pep-unan dindan bennoz ar baradoz.

 

22

Kalon or vugale.

 

Arabat kredi - hag her gwelet bon eus bremaik diwar-benn ar chapeled - e oa an tri bugel-mañ tri santig. Ne ziskenn ket ar sent evel-se en eun taol eus ar Baradoz war an douar. Tamm ha tamm eo e savont diwar an douar d'ar Baradoz. Hag al labour-se eo labour pep hini ac'hanomp.

 

Tri mesaer Fâtima a oa tri bugel heñvel ouz ar vugale-all, gant o ferzioù mat hag ivez o flegoù fall.

 

Evit eur gwel, eo anat dioustu ez int bugale diwar ar inaez. Rouzet eo o dremm gant an heol hag an avel, met lioù ar yec'hed a zo warno. Lavaret ez eus bel alies e oant « gouez », lent dirak an diavezidi... e gwirionez leal int hag eeun, didroidell ha gwirion.

 

Lusia a zo a-vec'h dek vloaz. Kreñv ha korfet mat eo. N'eo ket bras peogwir n'eo ket uheloc'h eget he c'henderv Fañchig, a zo bloaz yaouankoc'h egeti.

 

Demzu eo he dremm, eeun he selloù, daoust m'he devez atao eun aer eun tammig mouzet ; teo he muzelloù hag eun tammig ledan he genoù. Seblantout a ra beza eur penn fall a verc'hig, ar pez n'eo ket gwir koulskoude.

 

Rannet eo he bleo dre greiz ar penn, ha goloet gant eur mouchouer, stumm eur c'hapig d'ezañ hag a ziskenn betek he c'hroazlez, heñvel a-walc'h ouz kabellig Bernadeta... Da sul e vez ganti eur c'horf-sae a lioù marellet, ha,g he lostennoù, plegoù bras ha kalz tro enno, a ziskenn betek he ufernioù. Ne weler nemet he boutoù, eur boutoù-ler groz gant tachoù enno.

 

Ar Werc'hez n'he deus ket dibabet «vit kannadez unan eus ar merc'hed bihan-se, merc'hodennouigoù a c'hiz nevez gant o bleo rodellet hag o dilhad kalz re verr... Kavet he deus gwelloc'h eur bastorezig gwisket paour ha dereat.

 

Ne seblant ket Lusia beza bet moumounet ha mignet. Kalon vat he doa koulskoude ha karantezus e oa ivez. Ke-ment a joa o doa he Daou c'henderv outi ma n'hellent ket beva hepdi. Lusia hec'h-unan a anzav koulskoude n'he doa ket evito, a-raok gweledigez 1917, eur garantez dreist. N'en em blije ket ganto muioc'h eget gant ar re all, dreist-holl gant Jasinta hag a gave re  « gamambre ».

 

23

Sentus e oa Lusia hag izel a galon... eur verc'hig a benn, douget da veva ganti hec'h-unan, sioul ha didrouz.

 

He mamm, hag a zo maro nevez 'zo, d'ar 16 a viz Gouere 1942, a lavare n'he deus gwelet morse he merc'hig o tigeri kaoz hec'h-unan : met pa veze komzet outi e responte bepred. Eur verc'hig eeun e oa Lusia ; ne ouie ket lavarout gevier. Ha war ar poent-se e oa bet e skol vat gant he mamm.

 

Fañchig a oa nao bloaz.

 

Eus hon tri bugel, heñ a oa ar c'hreñva.

 

Eur paotrig koant a oa anezañ gant e bennad bleo melen hag e zaoulagad gell-kistin, eur sellig garantezus d'ezo. Digor e oa e spered ha berz en defe bet graet ma vije bet kaset a-walc'h d'ar skol. Kalz e karie al laboused hag alies e ranne ganto e dammouigoù bara. C'houitellat ha disjkana outo a oa e blijadur ; ha morse n'en defe lezet difoupa o neizioù. Eun dervez, e welas eur paotrig paket gantañ eur pabaourig. Evit pevar gwenneg - e holl beadra - e prenas al labousig hag e lezas da nijal.

 

« Ha taol evez, emezañ d'ar pabaourig, da veza tapet adarre !»

 

Eur galon aour en doa ar paotrig-se. Alies, pa veze gant e zeñved war ar peuri, e tegoueze gantañ eur vaouez koz o tiwall he deñved ivez. Pa 'z ae ar re-mañ da laerez, Fañchig eo a rede d'o diarbenn ha d'o c'herc'hat, ha ne felle ket d'ezañ klevout bennoz Doue evit ken dister dra.

 

« Hennez eo va aelig mat », a lavare ar vaouez koz.

 

Daoust d'ezañ beza yaouank ha dizesk, e oa kizidik kenañ e goustiañs. Eun dervez, ar re all a savas c'hoant ganto kas o deñved da beuri war c'hrizenn eur prad d'e vaeronez. Houmañ n'he dije ket bet goulennet gwelloc'h, gwir eo, met Fañchig ne asantas kas e zeñved nemet goude beza goulennet aotre digant e vaeronez. Aon en doa da veza laer.

 

Sentus kenañ e oa ivez, madelezus ouz he c'hoar vihan, devot ha mat da bedi. Eur spered lemm a baotrig e oa, ha, diwezatoc'h, pa c'houlenno an Itron digantañ ober sakrifisoù, ne vezo ket nec'het evit kaout tro d'heñ ober. Gweñv evel eur c'haz-koad, e pigno ouz ar gwez dero da gutuilh d'ezo o zri eur prejad mez, pa c'hoarvezo ganto goullonderi o faneradig boued e daouarn ar beorien vihan.

 

24

Da sul, e vez gwisket ar paotrig evel holl baotredigoù ar vro : eur bragez hir, eur chupenn vrodet, gant eur c'holier voulouz, ha war e toenn eur boned hir a gouez ar glipenn anezañ war e skoaz dehoù.

 

N'en deus graet nemet tremen war an douar-mañ... Fañchig, marc'heg bihan an Itron-Varia. Bleuniennig kuzet er menez, kutuilhet eo bet evit ar baradoz a-raok m'o deus bet an dud amzer da lakaat o selloù da bara warni.

 

Diwar-benn Jasinta, e c'hoar vihan, ec'h ouzomp kalz hiroc'h, rak he c'heniterv, Lusia, hag a zo beo hirio c'hoaz - n'eo nemet 34 bloaz - he deus skrivet war eur c'haier kement a ouie diwar he fenn ha roet eo bet ar c'haier-se ganti da Aotrou 'n Eskob Leiria.

 

Holl vugale ar Portugal a oar hirio dindan eñvor buhez Jasinta penn-da-benn. Hag he c'harout a reont evel pa vije o c'hoar vihan d'ezo holl.

 

E 1917, n'eo c'hoaz Jasinta nemet seiz vloaz. N'eo na bras na bihan evit hec'h oad, yac'h ha kreñv eo avat ha biskoaz n'eo bet klañv. Koantoc'h merc'h eo eget Lusia, hag he daoulagad lemm a ro muioc'h a vuhez d'he dremm. Gwisket e vez evel he c'heniterv hag holl verc'hedigoù ar vro.

 

Lemm eo he lagad, lemm eo ivez he spered, kalz lemmoc'h eget ma vez peurvuia hini ar vugale d'an oad-se. Her gwelout a raimp dre an istor-mañ.

 

Kalon vat he deus Jasinta ; eur spered aes a verc'hig eo... dous, tener, hegarat ha karantezus.

 

Karout a ra he deñved, ha pep hini a vez galvet dre e ano, eun ano roet d'ezañ ganti. En em blijout a ra o var-lenna an deñvedigoù bihan gwenn, oc'h ober allazig d'ezo ha zoken o pokat d'ezo. Alies, o tont d'ar gêr diouz an abardaez, e vez ganti ar gwidoroc'hig war he diwrec'h. Eun dervez e kerze evel-se e-kreiz an deñved.

 

« Perak 'ta, eme Fañchig, e kerzez en doare-se e-touez an deñved ? .

 

- Evit ober evel Hor Salver, emezi : war an daolennig am eus bet emañ Jezuz en e sav e-kreiz an deñved, eun dañvadig gantañ war e zivrec'h. »

 

25

Plijadur he deveze o selaoù hekleo he mouez en draonienn. Lakaat a rae he mignoned da chom a-sav el lec'hioù ma veze klevet mat, hag eno, azezet war eur roc'h,  e hopent a-bouez  penn  a bep seurt anoioù. Jasinta he doa meizet e oa ar ger   « Maria »   an hini  a veze  eil-sonet  ar gwella gant an hekleov Hag e hope « Maria ken na veze skuiz. A-wechoù e  lavare  penn-da-benn an « Ave Maria », ger evit ,ger, o c'hortoz evit lavarout ar ger war-lerc'h ma vije bet  eil-lavaret an hini a-raok gant an hekleo. Hag evel-se ar menez a-bez a bede ar Werc'hez Vari.

 

Penaos beza souezet ma kare Jasinta ar bleunioù. En-dro d'ar ger hag el liorz e oa eun nebeudig. Met war ar menez, e liorz bras an Aotrou Doue, eno avat e oa anezo diouz an druilh. Jasinta ne skuize ket o chom bamet dirazo, dreist-holl dirak al lili hag ar pivoena gouez a save stank d'an hañv.

 

26

D'ar mare ma oa c'hoaz re vihan evit mont d'ar menez gant Lusia, e teue diouz an abardaez d'he diambroug war an hent, gant eut vriad bleunioù a zizelienne dirak he c'heniterv vras.

 

Karout a rae ivez ar sterennoù. Diouz an noz e estlamme ouz an heol o vont da guzat hag e konte ar stered kerkent ha ma tispakent en oabl. Hi eo a lavare eo al loar lampr ar Werc'hez hag ar stered lamproù an Aelez. An heol, heñ, a oa gouloù Hor Salver.

 

« Lampr ar Werc'hez, emezi, eo a blij c'hoaz ar muia d'in, abalamour ma ne zev ket ha ma ne c'hloaz ket an daoulagad. »

 

- N'eo ket, Jasinta, a lavare Fañchig, gouloù ebet n'eo kaeroc'h eget hini Hor Salver. »

 

Poultrenn war eul lilienn.

 

Jasinta koulskoude ne oa ket eur santez vihan. Karantezus ha kizidik evel ma oa, eun netraig a veze a-walc'h evit he feuka hag he lakaat da vouzat. Evit eun digarezig, a-greiz c'hoari, e veze gwelet o vont da gêr-vouzig... Hag a-wechoù e veze mil boan o tegas d'ezi ar moc'h bihan d'ar gêr.

 

Plijout a rae d'ezi kenañ c'hoari « meinigoù ». Eno e veze gounezet nozelennoù (boutonoù) hag hi a c'houneze alies. A-wechoù, e ranke Lusia tenna an nozelennoù diouz he dilhad evit he faea. Pebez abadenn pa zeue d'ar gêr, nozelenn ebet ken ouz he dilhad! Ha pebez abadenn all, pa 'z aed da glask lakaat Jasinta da restaol an nozelennoù gounezet ganti ! Pennek evel ma oa, ne gile nemet pa gleve Lusia o tiskleria krak ha berr na dafe mui da c'hoari ganti. He c'halon vat a veze neuze trec'h d'he fenn fall hag e restaole an nozelennoù.

 

Hon tri mignon, her gwelet hon eus, a gare ar sonerez hag an dañs. Sot-magn zoken e oa Jasinta gant an dañs. A-vec'h ma kleve seni m'en em lakae da zañsigellat. Ha gouzout a rae heñ ober...

 

27

Eun dervez, edo o leñva abalamour na zeue keloù ebet digant unan eus he breudeur aet d'ar brezel. Evit he frealzi, Lusia a reas ganti eun dro-zañs. Raktal ec'h ehanas an daeloù...

 

A-wechoù zoken en em lakae da zañsal hec'h-unan. Evit dañsal eo e verraas ar chapeled meur a wech !

 

Diwezatoc'h, pa vezo taolet er prizon, ne lezo ket he c'hoant dañsal e toull an nor. Unan eus ar brizonidi a oa gantañ eun akordeoñs. Evit didui ar vugale en em lakaas da seni... ha setu ar brizonidi, bras ha bihan, o rei an dorn an eil d'egile, ha yao eun dro-zañs... Unan anezo a grogas e Jasinta hag he lakaas da droidellat evit brasa dudi an holl.

 

« Fiziañs am eus, a lavar Lusia, o konta kement-mañ, o deus bet an Aotrou Doue hag ar Werc'hez truez ouz ene an den-se ! »

 

Arabat beza souezet o welout ar vugale-mañ ken troet all gant an dañs.

 

Dañsal a oa tremen-amzer ar vesaerien portugalek.

 

Gwasa 'zo siouaz, d'an amzer-se, e oa stank ar balioù e Fâtima. Bep sul e veze dañset er c'hêriadennoù. An Aotrou Manuel Marques Ferreira, pa zegouezas da berson er barrez, en em lakaas a-zevri da ober brezel d'an dañsou-se, holl dañsoù divalo anezo. A-du gantañ e oa Maria-Rosa ha difenn krenn a reas ouz he merc'hed mont d'ar bal. An dud all a reas evelti ha, tamm ha tamm, e voe skarzet ar balioù eus kêriadenn Aljustrel.

 

An itron Santos evelato a roe aotre d'he merc'hed da zañsal kenetrezo gant o c'henitervezed, dirak dor an ti. Eun dervez, e lavaras d'ezi eun amezogez :

 

« Penaos 'ta, betek-hen ne oa ket pec'hed dañsal hag abaoue m'eo deuet ar person nevez eo eur pec'hed heñ ober ! Penaos 'ta kement-se ? »

 

Maria-Rosa a respontas :

 

« N'ouzon ket. Ar pez a zo sur avat eo na fell ket d'an Aotrou Person e vefe graet an dañsou-se ha va merc'hed d'in-me ne dint birviken d'ar bal. Lezel a ran anezo da zañsal er gêr, etre kerent, rak an Aotrou Person a lavar n'eus droug ebet evit an dra-se. »

 

Dañset e veze eta e ti ar Santos, ha Jasinta a c'helle heñ ober kement ha m'he deveze c'hoant.

 

28

Ma kare kement-se dañsal, kana ha klevet seni, ne oa, sklaer eo, nemet dre garantez evit ar pez a zo mat, yac'h ha pur en diduamañchou-se.

 

Seni, kana, dañsal, plijadurioù mat, ha chom a reont onest ha yac'h keit ha ma ne deu ket fallagriez an den, dallet gant e dechoù fall, da dreñka ha da louza anezo.

 

Tri bugelig mat, tri ene kaer hag a save aes ha skañv diwar traoù kaer ar bed-mañ betek traoù santel ar bed all, setu petra oa hon tri mesaer bihan...

 

Ne oant ket bugale diseven hag hanter-c'houez evel m'eo bet lavaret a-wechoù, ar c'hontrol eo... ha pell ac'hano zoken... peogwir e paro warno, hep dale, selloù karantezus Rouanez ar Baradoz.

 

 

(1) An Aotrou Cruz a zo beo c'hoaz, gant e 82 vloaz

(2) Troidigez ar c'hantig-mañ a vezo kavet er bajenn  149.

 

 

EIL  PENNAD - AR WERC'HEZ VARI OC'H EN EM ZISKOUEZ

 

An ael da genta.

 

Eun dervez, e dibenn an nevez-amzer eus ar bloavez 1916 - eur bloavez eta a-raok m'en em ziskouezas ar Werc'hez evit ar wech kenta - an tri mesaer paket dindan eur barr-amzer fall, a rankas mont da glask ar goudor hag an disklao.

 

Goudorenn ha disklavenn a gavjont e gwasked eur roc'h ouz diribin ar menez. Eno e c'hortozont an amzer da sevel, o tebri o fred hag o lavarout o chapeled. Hag en em lakaont da c'hoari.

 

A-greiz-pep-kreiz, eur barrad avel foll a lakaas anezo da sevel o fenn. Dreist ar gwez olivez, e traon an dorgenn, e welont, en aer, evel skeudenn eun den gwenn-kann. Seblantout a ra beza graet gant erc'h, ha gant ar bannoù sklerijenn a bar warni, e vez gwelet sklaer drezi evel dre ar maen-strink.

 

Dre ma tosta outo, e welont gwelloc'h-gwella he deus dremm eur paotr yaouank eus ar re gaera...

En em gavet e-kichen ar vugale, e lavar d'ezo goustadik :

 

« Arabat d'eoc'h kaout aon. Me eo Ael ar Peoc'h. Pedit ganen. »

 

Hag oc'h en em lakaat war e zaoulin, stouet e dal betek an douar, e lavar teir gwech dioustu :

 

30

« Va Doue, me a gred, me hoc'h ador, me a esper ha me ho kar. Pardon a c'houlennañ diganeoc'h evit ar re ne gré-dont ket, ne adoront ket ha ne garant ket ac'hanoc'h ! »

 

Sevel a reas en e sav hag e lavaras c'hoaz :

 

« Pedit evel-se. ! Kalonoù santel Jezuz ha Mari en em dommo o klevout ho pedenn. »

 

Hag ez eas kuit. E gomzoù avat a chomas moulet ken doun e spered ar vugale ma n'o disoñjjont birviken. Diwar neuze e stouent alies evel an Ael hag e lavarent ar bedenn a oa bet desket d'ezo gantañ, betek ma vezent skuiz.

 

Eur wech all, e-doug mizioù Gouere pe Eost, da eur ar c'housk-lein, edont o zri e liorz Lusia, o c'hoari a-dreñv ar puñs. A daol-trumm e teuas adarre an Ael d'en em ziskouez d'ezo :

 

- Petra rit ? emezañ, pedit, pedit kalz. Kalonoù santel meurbet Jezuz ha Mari o deus soñj diskouez drezoc'h o zrugarez... Kinnigit hep ehan d'Hor Saluer pedennoù ha sakrifîsoù evit e zigoll eus ar boan a ra d'ezañ kemend-all a bec'hejoù hag evit asgoulenn ma tistroio ar bec'herien ouz Doue. Grit evel-se ! Poagnit da denna en hent-se ar peoc'h war ho pro. Me eo Ael mat ho pro... Dreist-holl degemerit ha gouzañvit gant doujañs ar poanioù a blijo gant an Aotrou kas d'eoc'h... »

 

Garanet doun e chomas ar c'homzou-se e kalon ar vugale. Hag er mêmes amzer e voe sklerijennet o spered evit rei d'ezo da gompren pegen karet e oant gant Doue ha pe-gement e felle d'Ezañ beza karet ganto, peseurt talvoudegez en doa ar sakrifiz ha penaos e c'helled gantañ distrei ar bec'herien ouz Doue.

 

Diwar neuze, Lusia, Fañchig ha Jasinta a boanias da ginnig da Zoue kement a c'helle beza evito dañvez eur sakrifiz. Met ar binijenn a garient dreist an holl binijennoù all a oa chom euriou-orolaj, stouet betek an douar, o lavarout hag oc'h aslavarout pedenn an Ael.

 

Tremen a reas Daou pe dri miz. O tiwall o deñved war diribinoù ar C'habeso edo, eun dervez, ar vugale. Goude o merenn vihan, en em dennjont en disklavenn ma oa enni an Ael en em ziskouezet d'ezo evit ar wech kenta, evit lavarout o chapeled hag ar bedenn bet desket d'ezo gantañ.

 

31

Meur a wech dija o devoa graet ar bedenn-se, p'en em weljont evel beuzet en eur sklerijenn vurzudus.

 

Sevel a rejont en o sav, hag e weljont an Ael dirazo. En taol-mañ e oa gantañ en e zorn eur c'halir. A-us d'ar c'halir e oa eun osti a goueze anezi er c'halir beradennoù gwad. Lezel a reas ar c'halir hag an osti evel a-ispilh en aer hag e taoulinas e-kichen ar vugale hag e lakaas anezo da lavarout teir gwech ar bedenn-mañ:

 

- Treinded Sakr, Tad, Mab ha Spered-Santel, me hoc'h ador a-greiz kalon ha me a ginnig deoc'h korf, gwad, ene ha doueelez Hor Salver Jezuz-Krist o chom e gwirionez e holl dabernakloù ar bed ; me o c'hinnig d'eoc'h evit ho tigoll eus an dismegañs a ra poan d'ezañ. Dre veritoù hep muzul ho Kalon Sakr ha dre erbederez Kalon dinamm Mari me a c'houlenn diganeoc'h distro ar paour-kaez pec'herien ouz Doue. »