Cédric Sinou. Tintin.

Deuet eo er-maez Nij 714 da Sydney. 19vet tro-kaer Tintin e brezhoneg.

« Amprevaned ! Pennoù meularjez ! Rastilli toull ! Chas klanv ! ». E brezhoneg evel e forzh peseurt yezh e vez atav ken saourus, pinvidik, ha fentus langach ar c'habiten Haddock. Burzhud Herge eo. E 53 yezh eo bet troet troioù-kaer Tintin er bed a-bezh. Dalc'het eo bet atav spered Tintin. Ingal eo bet dalc'het ivez spered pep yezh. Ne vez ket lennet Tintin e brezhoneg eve! ma vez graet e galleg. Ne vez ket langachet gant ar c'habiten Haddock en hor yezh evel ma vez graet en ur yezh all. « Ret eo kontañ ur bloavezh da Divi Kervella evit treiñ ul levrenn ». Ha koñtan a ra mat Cédric Sinou, sekretour an embann e ti An Here. 19 levrenn Tintin a vez kavet e brezhoneg hiziv. 20 vloaz a zo bet ezhomm evit treiñ anezho en hor yezh. Dav d'ar vrezhonegerien kaout pasianted ! Dre chañs e plij Tintin d'ar re a 7 da 77 bloaz ! « An Enez Du hag Al Lotus Glas a oa bet embannet da gentañ. Advoullet 'vint a-benn nebeut. Adwellet int bet ivez. Cheñchet en deus ar brezhoneg, ha klasket hon eus lakaat yezh Tintin da glotañ gant yezh Geriadur An Here. Karr-nij a zo deuet da vezañ nijerez, da skouer. Memestra evit an troioù-lavar ».

Ur polis Tintin.

Gant Nij 714 da Sydney eo bet cheñchet an doare da labourat ivez. Echu gant an dornskrid, setu deuet mare an urzhiataer. « A-raok e oa troet e brezhoneg ha skrivet da c'houde er c'hlogoren-noù gant an dorn e doare Herge. Met n'eus ket droad ken. Diwallet e vez deus skeudenn Tintin gant ar Fondation Herge. Divizout a reont penaos e ranker maketenniñ al levrioù, ha kavet 'zo bet ur "polis Tintin". Graet e vez gantañ bremañ. Ha gwelet e vez ma glot mat ar skrid gant ar c'hlogorennoù. Al labour-moulañ a vez graet gant Castermann e Brusel ».

Tintin e brezhoneg gwerzet en Afrik !

Marc'hadmatoc'h eo al labour er mod-se evit pep hini. Castermann da gentañ tout ! Un ti-embann n'eo nemet un ti-embann, evit dezhañ bezañ pinvidik mor ! Ne vez ket roet gwirioù-embann Tintin evit netra. « Ah... an tiez bras mod-se... bewech ma vezañ da c'hounid moni... » eme Cédric Sinou en ur vousc'hoarzhin !
Rak e vez gounezet arc'hant gant Tintin e forzh peseurt yezh a-dra-sur. « Mil anavezet eo Tintin. Pratikoù hon eus e pep lec'h. C'hoarvezet eo bet din gwerzhañ levrioù e brezhoneg en Afrik, da zastumerien !
Bez 'zo tud sot pilh gant Tintin. 1.500 skouerenn a oa moulet ganeomp e penn kentañ. 3.000 a vez moullet abaoe daou vloaz. Ar wech kentañ eo deomp moulañ kement-se war un taol ! ». Peurbaet eo bet gant An Here al labour
bet graet 20 vloaz'zo. Poent eo ober an eost !

Lionel Buannic

Nij 714 da Sydney. Herge. Brezhoneg gant Divi Kervella. Embannet e 2003 gant An Here. 9 €. Tel. 02.98.30.65.40.