SNSM. Pare evit an hañv.

A-benn nebeut e vo degouezhet ar vakañsourien war aodoù ar vro ha war vor. Labour 'vo evit an SNSM. Prest eo.
Pare da vont ! Prest eo an SNSM evit an hañv. Ar saveteerien yaouank da gentañ. A-benn nebeut e vint gwelet war vord ar mor. « 1200 neuñvier saveteer a gonter e-barzh an SNSM, 140 anezho e departamant Penn ar Bed. Ne 'z eont ket war vor. Karget e vezont da evezhiañ an aodoù gant an tiez-kêr. Lod anezho a zo tud yaouank, etre 20 ha 25 bloaz, war ar studi e Brest pe Roazhon. Stummet e vezont e-pad daou vloaz. Stajoù a zo e-pad ar vakañsoù evit deskiñ sikour an dud, pe mont war ur zodiac. » Ha goulenn a zo evit mont e-barzh an SNSM, hervez Gérard Daniellou eus SNSM Penn ar Bed. Prest eo ar re yaouank da risklañ o buhez evit saveteiñ hini o nesañ.
« Ne c'hellomp ket stummañ tout an dud. Bep bloaz e vez lezet lod anezho war vord an hent. Plijout a ra ar vicher d'an dud yaouank rak paeet e vezont e-pad an hañv. Ha me gav din int tud gouest, kalonek, hag a youl vat. Ha merc'hed a zo, kement hag a baotred "a peu près" ! Ober a reont an dra-se e-pad tri pe pevar bloaz. Ha da c'houde e vez gwelet lod anezho o tont da stummañ ar re all. »

Bagou nevez.

Ken pare eo an traoù e pep porzh e-lec'h ma gonter ur skipailh SNSM gant tud a youl vat. Ne cheñcho ket an traoù gant an hañv. « Bagou an SNSM a zo pare e-pad ar bloaz. N'eus tamm chati ebet ! »
Bagou nevez evit lod anezho, dek vag vras en o zouez, gouest da vont war vor dindan ar seizh amzer. « Ugent vloaz pense an Aber Ac'h a vo lidet ar bloaz-mañ. C'hwec'h martolod eus an SNSM a oa bet lazhet e-pad an hañv 1986. Rust e oa an amzer, ha brein e oa ar c'heflusker. Cheñchet zo bet an holl vagoù er bloavezhioù da heul. Batimantoù nevez hon eus brernañ. 16 bag er c'hlasoù 1, 2 ha 3. 50 bag dre aer, be zodiac, hon eus ivez. »
Ha tud barrek da gas anezho. « Lod a zo pesketaerien pe pesketaerien gozh, lod all, martoloded eus ar marin a vrezel pe ar marin a gonvers. Kavet e vez tud a youl vat e Penn ar Bed. Nemet war Enez Sun. A-hend-all ne vank ket tud ».

Na tud da saveteiñ ken nebeut. Ken bras m'eo an departamant ha hir e aodoù. Ha kement a dud a zo e Breizh e-pad an hañv. Tud deuet da gaout plijadur war vor, forzh n'int ket gouest atav.

Kollet war vor gant an telefon.

« Plankennoù dre lien da saveteiñ n'eus ket mui kement. Dek vloaz zo e oa muioc'h a chati. Met an dud-se a zo bet er skolioù da zeskiñ. Disteroc'h eo evit an dud o vont war vor evit ar wech kentañ. Lod anezho ne sellont ket ouzh ar meteo. Pe n'eus ket a-walc'h a esañs evit dont en-dro. A-wechoù e vezomp galvet gant tud kollet ! » Tud kollet a soñje dezho e oa trawalc'h mont war vor gant an telefon chakod. « Met an telefon-se n'eus ket moaien da implijout pa vezer re bell eus an aod. N'eo ket normal an dra-se. Mat e vefe dezho deskiñ ar meteo, pe ar roeñv...».
Arabat lakaat anezho da baeañ memestra eme Gérard Daniellou. Mont a ra an SNSM da saveteiñ evit netra.
Hag evit netra e chomo. Koust pe goust. « Muioc'h a dud a vez o pourmen war vor. Ha muioc'h a labour zo. Koust a ra ker. Met ne vo ket paeet evit saveteiñ an dud. Paeet e vez evit sachañ o bagou pe o plankennoù dre lien. Asuret e vezont evit an dra-se. Met saveteet e vo atav ar buhezioù evit netra. A-hend-all e vo echu an traoù. »

Lionel Buannic
An Delegram - Spered ar Vro
11 a viz Mae 2006