Serge Le Bozec. Ma zi bio.
Re ger ar petrol, ar gaz, pe an dour ? Ha ma vefe savet un ti bio ganeoc'h ?
« 10 % pe 15 % keroc'h eo un ti bio », hervez Serge Le Bozec. « Interesant e vo war hir dermen ». Hag a-raok, marteze. Pa weler priz an energiezh o kreskin spontus. Un afer vat eo un ti bio a-benn neuze. Rak tenn a ra gounid eus un energiezh evit netra : hini an natur ! « An ti a douch an douar evit profitañ eus tommder an douar. Ur c'hav n'eus ket. Met lakaet zo bet ur gwelead grouan, etre 30 cm hag ur metrad, hag ur gwiskad kanab ha razh da izoliñ mat an ti. War c'horre zo bet lakaet ur simant bet graet gant razh ha treizh. Warnañ zo bet peget "tommettes", pe karrezennoù pri. Peget int bet eeun hag eeun. N'eus ket bet peg chimik. Lufrus eo ha liv tomm a zo ganto.
Sevel ar mogerioù en deus koustet ker a-walc'h. Savet int bet gant brikennoù G13. N'eus nemet ur renkennad brikennoù, ha netra ouzh-penn. N'eus ket ezhomm gloan gwer pe bandennoù plastr. Ken efe-dus eo eget peder renkennad parpin !
N'eus kazimant digoradur ebet en norzh. An holl fenestroù a zo er c'hreisteiz. Teir fenestr ledan hon eus. Tommañ a reont an ti, evel un ti-gwer. Ha splannder a zo en ti ».
Dour glav ha panelloù heol.
« Gwez pin Douglas a zo bet implijet da sevel ar c'hoadaj, marc'had-matoc'h eo eget an derv. Ha n'eo ket bet tretet. Avelet mat eo an doenn dindan maen glas. N'eus ket riskl a vreinadur. Izolet eo bet an ti gant an ouate de cellulose, tammoù paper kozh bet adaozet, ha bet tretet evit ma ne vefent ket entanus. Graet eo bet ar speurennoù gant plakennoù Fermacell, ur meskaj gips ha cellulose. Efedusoc'h eo evit izoliñ an trouz. Ur bailh a bemp mil litrad evit mirout ar glav a zo bet lakaet dindan an douar. Implijet e vo an dour glav er jardin, evel just, hag e-barzh an ti, evit ar privezioù hag ar gannerezh. Ur "circuit double" a zo en ti. Met n'eo ket kalz keroc'h da sevel. N'eus ket kement-se a duyozoù ouzhpenn. Panelloù heol pevar metrad karrez a zo bet lakaet war an doenn. Ar re-se n'int ket panelloù voltaek da broduiñ tredan, met panelloù termik da dommañ an dour. Treuzkaset e vez dour enno. Ha tommet e vez an dour gant tommder an heol ».
Teknikoù ha dafar nevez.
« N'hon eus ket dalc'het kont eus an arc'hant hepken p'hon eus savet an ti. Klot a rae mat gant hor mennozhioù difenn an natur. Espernet e vez petrol ganeomp hag implijet nebeutoc'h a energiezh nukleel. Ur sapre dale a zo er Frañs war an dachenn-se. En Alsaz hag e Rhône-Alpes e vez savet ar muiañ a dier bio. Hag e Breizh da c'houde. N'eo ket ken fall-se ! Ha n'omp ket ken pell eus an tier a oa savet er vro gwechall. Er c'hreisteiz e vezent savet tout, nemet e oa re vihan o fenestroù. Savet e oant war an douar evit profitañ eus tommder an douar. Razh a veze lakaet war ar mogerioù, rak ne vire ket outo da analañ. Ne oa ket tretet ar c'hoadaj hag izolet mat e oant gant ar plouz. N'omp ket pell ouzh ar spered-se. Met gwellaet eo bet an teknikoù da sevel tier, hag an dafar ».
Lionel Buannic
An Delegram - Spered ar Vro
4 a viz Mae 2006