Treizhañ dreist ar soñjou.
Bodet e vo hiziv an holl « glaskerien ha treizherien soñjou e Penn ar Bed ». Echu unan eus ar raktresoù bravañ evit hor yezh.
Dorn-ha-dorn evit ur yezh. Pe dorn-ha-dorn abalamour d'ur yezh... Ne vern. E-pad ur bloavezh eo aet kantadoù a vugale da welet ar re gozh. Da atersiñ anezho. Da enrollañ anezho. Da ganañ ganto... Nemet evit kaozeal brezhoneg. « Savet e oa bet ar raktres "Klaskerien ha treizherien soñjou" gant Kuzul Meur Penn ar Bed evit ar brezhoneg, evit strishaat an toull etre ar re a gomz brezhoneg a-vihanik hag ar re o teskiñ er skolioù. Ha sur a-walc'h hon eus lañset un dra bennak ne oa ket bet graet a-raok ! »
E-pad ur bloavezh eo bet karget Naig Daoufarz d'ober war-dro ar glaskerien hag an treizherien-se. Ha labour he deus bet d'ober. Kement a dud a oa. Kement a soñjou hag a startijenn a oa ganto. « Ouzhpenn 1.000 skoliad ha studierien o deus kemeret perzh. Aet int da welet ar re gozh. Ha degemeret o deus ar re gozh er skolioù, rak lavaret e oa dezho, surtout, nompas mont da welet ar re gozh ur wech "e-giz se", met meur a wech ! » Ha graet eo bet. 200 brezhoneger a-vihanik a zo bet pedet er skolioù gant ar vugale ! Peadra da reiñ nerzh en-dro da « chadenn ar brezhoneg ». Gwir « bazhvalañ » eo bet ar vistri-skol.
Diskouez e oa posupl.
« Un dra a weler sklaer e-keñver ar brezhoneg : un toull a zo ! Diaes eo d'en em gompren er penn kentañ. Met pep hini en deus komprenet e oa posupl ober strivoù a bep tu. Ar skolidi o deus desket ur bern traoù gant ar re gozh. Un dra bennak a zo bet... Pep hini en deus komprenet e oa posupl mont da welet ar re all ! Ar pal kentañ e oa. »
Ar vrezhonegerien yaouank o deus kejet gant ar re gozh, neuze. Evit ur wech. Pep hini en deus selaouet. Pep hini en deus desket traoù gant egile. Pep hini en deus bet doujañs ouzh egile. Start e vije bet d'ober kement-se un toullad bloavezhioù zo c'hoazh. Treiñ a ra an amzer. Cheñch a ra ar sell war hor yezh. Bez e c'heller mont pelloc'h bremañ.
« D'am soñj e vefe mat kenderc'hel gant ar memes mennozh er bloavezhioù o tont. Met selaou un den kozh a c'hell bezañ enoeus a-wechoù. Mat e vefe ober traoù asambles. Evel e Karaez e-lec'h m'eo aet liseidi Diwan da zeskiñ ober stamm gant maouezed kozh. Moaien a vefe d'ober diskouezadegoù, beilhadegoù, pe ober war-dro ar jardin asambles, evel ma vez graet e skol Diwan Kerangoff e Brest. D'am soñj e c'hellfemp ijinañ traoù all ivez : sketchoù bet skrivet ha c'hoariet gant ar re yaouank hag ar vrezhonegerien a-vihanik. Skrivañ a rafent gant blaz ar brezhoneg, ha pleustriñ a rafent gant ar pouez-mouezh ».
Talvoudegezh ar re gozh.
Kreñvaat chadenn hor yezh a oa pal kentañ ar glaskerien ha treizherien soñjoù. Met kalz pelloc'h int aet.
« Darempredoù gwir etre "rummadoù oad" a zo bet. Kalz a blijadur o deus degaset d'ar re yaouank koulz ha d'ar re gozh. Tier ar re gozh o deus diskouezet e oant prest da zigeriñ an dorioù evit degas "aer fresk". En tier-se e weler alies tud staget ouzh ur gador e-pad tout an devezh. Lod a zo brezhonegerien a-vihanik. Hag a-wechoù pa 'z int skuizh pe klañv, n'int ket kad ken da gaozeal galleg. Spontus eo evito. Ar raktres-se en deus roet dezhe da c'houzout o doa talvoudegezh ivez. Gwir eo, brezhoneg ar skol n'eo ket ken pinvidik evit brezhoneg ar re gozh. Gwir eo n'eo ket ar memes sevenadur ken. Met pa vez kavet un den gouest da gomz hag un danvez, ez eus un digarez da gaozeal diwar traoù a-vremañ ha traoù kozh war ar memes tro. Sed ar pezh o deus graet skolajidi eus Landerne, bet o c'houlennetañ tri den diwar ar cheñchamantoù el labour douar ».
Bodet e vo hiziv an holl dud-se war dachenn an diskouezadegoù e Gwiler Leon. Dont a raio tud eus Bro Euskadi, Elzas, pe Pariz zoken, da welet petra a zo c'hoarvezet gant ar re gozh hag ar re yaouank e Penn ar Bed. Un dra iskis an deiz hiziv. Tud yaouank ha tud kozh dorn-ha-dorn evit ur yezh. Dorn-ha-dorn abalamour d'ur yezh.
Lionel Buannic
An Delegram - Spered ar Vro
1 a viz Mezheven 2006