Skrivañ evit ar plijadur.
'Benn disadorn e vo lennet « Ar skrivadenn vras » e brezhoneg. Ur skrivadenn da gaout plijadur en hor yezh.
« Ar skrivadenn e brezhoneg n'eo ket evel hini Pivot e-lec'h ma vez klasket an diaesterioù. N'eo ket ur pensum. Un dudi eo kentoc'h ! » eme Daniel Doujet. Ha n'en deus ket cheñchet ar spered-se abaoe tost dek vloaz.
Dibaoe m'eo bel savet ar skrivadenn gentañ e brezhoneg gant Emglev Bro an Oriant. « E 1997 e oa bet soñjet ober ur skrivadenn e brezhoneg.
D'ar c'houlz-se e oamp o klask krouiñ un darvoud e brezhoneg er-maez eus ar skolioù brezhonek, un tu d'en em gavout gant plijadur, ha da vodiñ ar vugale eus ar skolioù Diwan, Div Yezh pe Dihun. Da c'heul ar skrivadenn e oa merenn vihan hag un abadenn strobineller pe kontadennoù. 35 a dud a oa deuet. »
Ouzhpenn 400 den o deus lakaet o anv ar bloaz-mañ... Rak kêrioù all a zo deuet e-barzh ar c'hoari abaoe 2003: Brest, Naoned, Roazhon, Kemper, Kastell Paol, Gwerliskin, ha Pariz zoken ! Skrivadennoù a vez aozet gant pep hini a-hed ar bloavezh. Ha bodet e vez ar re wellañ en Oriant e miz Mae. « Da lod e plij dezho tapout ur priz. Roet e vez un dra bennak da gement den. Met dont a reont da gentañ rak e plij dezho da vat. »
Testennoù a bep seurt.
Poaniañ a ra an holl dud-se war ar memes testenn. Ar re vihan a chom a-sav buan a-walc'h. Ar re vras a rank mont betek penn. Div wech e vez lennet an destenn. Ur wech e gwenedeg. Unan all en ur brezhoneg tostoc'h eus an hini anvet « KLT ».
« Dibabet e vez testennoù gant brezhoneg aes da gompren abalamour d'ar vugale, hag hep merk rannyezhel ebet. Skrivagnerien a bep seurt a zo bet dibabet er bloavezhioù paseet : Roparzh Hemon, Anjela Duval, Luzel... Klasket e vez pennadoù gant temoù ha stiloù plijus.
Un tañva a bep seurt traoù. Kempennet e vez an testennoù evit ma vefent aesoc'h, ma'z eus ezhomm.» Met ne vez ket klasket testennoù a live re uhel, gant gêrioù drol pe troioù-lavar ne vezont ket mui implijet. Daniel Doujet ne faot ket dezhañ dezrevellañ ar pezh a veze graet e galleg war an tele. Ur genstrivadeg eo marteze. Ur plijadur eo da gentañ tout.
Yec'hed hor yezh.
Un digarez brav da sellout ouzh yec'hed hor yezh eo ivez. « Ur wech bennak am eus gwelet ur skrivadenn difazi. Setu tout. Met war wellaat ez a kalite ar yezh. Diaes eo atav evit re ar CE. Met lod a vez kavet mat-tre. Ha tud all a zo degourdi.
Gwelet am eus bugale eus rummad ar CM oc'h ober ur fazi dister pe zaou. Ha pa vez tud vat e ranker mont da bismigañ ! Betek ur virgulenn, pe un tildenn ! Bugale barrek-tre a zo muioc'h mui. Gwelloc'h eo an traoù ivez e-barzh rummad an oadourion. Hag un dra nevez a zo deuet tamm ha tamm : gwelet e vez bremañ tud bet desket brezhoneg er c'hentelioù-noz. Ha tud n'ouzomp ket piv int ».
Sed ar pezh a c'heller hetañ d'ar skrivadenn e brezhoneg. Ma vo graet e pep kêr. Ma vo atav ur blijadur. Ha ma bado pelloc'h evit ur c'hiz. « Gwir eo n'eus ket mui eus ar skrivadenn vras e galleg war an tele. Echu eo gant Bernard Pivot. Met ur c'hlub Pivot a vez kavet atav e pep lec'h e Bro Frañs ! Kresket he deus buan ar skrivadenn e brezhoneg. Ha sur on e vo muioc'h mui a dud o kemer perzh en amzer da zont ».
Lionel Buannic
« Ar skrivadenn vras », 20 a viz Mae, Kambr ar Genwerzh an Oriant, 2 eur.
Titouroù : emglev an oriant.com
An Delegram - Spered ar Vro
18 Mae 2006