Plijadur Zoo.
Deuet eo er-maez « 64 Straed ar zoo ». An DVD Rom kentañ bet embannet e brezhoneg.
« Ac'hanta ! Lizig eo ma anv. Er 64 straed ar zoo emaon o chom. Hag amezeien ispisial mat am eus, sellit ! » Hag ez int : Un olifant, ur jirafenn, ur struskanval, un dourvarc'h, daou varmouz farsus... Pa vez goulennet gant Lizig mont da gousket, e tichap hi dre ar prenestr da vont da gaout he mignoned en tu all d'ar voger. Ha da selaou o zroioù kaer. Ouzhpenn div eurvezh a dresadennoù bev a vez kinniget deomp gant « 64 straed ar zoo ». Hag ouzhpenn un DVD a vez kinniget d'ar vugale : un DVD Rom, an hini kentañ bet embannet en hor yezh. « Deuet eo ar soñj da embann un DVD Rom e brezhoneg en ur gaozeal gant TES (Ti Embann ar Skolioù brezhonek). Embannet e veze DVDoù betek-henn. Met soñjal a rae deomp e oa mat lakaat un dra bennak ouzhpenn evit c'hoari e brezhoneg » eme Samuel Julien, e anv ar gevredigezh Dizale. Ha graet eo bet. Ur c'hoari livaj, c'hoari ar 7 diforc'h, miltamm gant tudennoù « Straed ar zoo » a vo moaien d'ober en hor yezh war un urzhiataer PC. Karaoke a c'hello ober ar vugale war ton « Straed ar zoo » (gant mouezhig dous ha brav Nolwenn Korbell). Ur c'hoari gwir pe gaou a vez kinniget dezho ivez. Ma teu brav ganto e teuint a-benn da ziskoachañ tresadennoù bev kuzh « Straed ar zoo » ! Ur benveg diouzh ar c'hiz evit ar vugale. Peadra da gaout plijadur evel ma vez abaoe pell gant forzh peseurt DVD Rom e galleg.
Gourc'hemennet e Pariz.
« Aet oamp e darempred gant ar stal Millimages da broduiñ an DVD Rom-se. Mil vrudet eo ar stal-se e Pariz ha perc'henn eo war gwirioù "Straed ar zoo". Kenlabouret e oa bet gant ar stal-se, dija, da broduiñ an DVD "Pablo al louarnig" e brezhoneg. Sabatuet e oant bet gant al labour bet graet ganeomp war ar mouezhioù hag an infografiezh. Labour a vicher, kenkoulz hag e Pariz.. Gourc'hemennet e oamp bet ha ken plijet e oant m'o doa savet un emvod kelaouiñ e Pariz. Un dalvoudegezh e oa evito : dedennus eo atav diskouez e vez produet e meur a yezh, hag "eksotik" a-walc'h eo atav ar brezhoneg e Pariz ».
Lorc'h ha fiziañs etre an dud... kalz aesoc'h e oa, a-benn neuze, mont pelloc'h ha produiñ un DVD Rom en hor yezh. « Ur plijadur e oa rak diaes kenañ eo gant an lier produiñ all... Ne gollont ket amzer o respont ouzh an telefon evit produiñ 500 skouerenn DVD Rom e brezhoneg ».
Brezhoneg er gêr.
Goulenn a zo koulskoude. Pe, emañ ar goulenn-se o tont tamm-ha-tamm, kentoc'h. Gwerzhet mat eo bet « Pablo al louarnig ruz », an DVD kentañ bet embannet e brezhoneg. Met hir mat eo bet... Tri bloavezh a zo bet ezhomm da werzhañ 300 skouerenn. « Muioc'h mui e vez komprenet gant ar gerent eo a-bouez klevout brezhoneg er gêr. Lod anezho n'int ket gouest da lenn pe da gontañ istorioù e brezhoneg d'o bugale. Un DVD eo un digarez, neuze, da selaou brezhoneg, ha brezhoneg mat ! Diskouezet e vez tamm-ha-tamm d'ar vugale ivez, e c'hell bezañ plijus sellet ouzh tresadennoù bev e brezhoneg. A-hed ar bloavezh skol e vez aozet abadennoù sinema evit ar skolioù gant ar gevredigezh Dizale. 40 abadenn bennak hon eus graet ar bloaz-man, hag unan e skol Diwan Pariz zoken. 5500 bugel o deus bet tro da sellet ouzh tresadennoù bev e brezhoneg. Ha plijadur o deus bet. Ne daolont ket evezh ouzh ar yezh, e gwirionez. Ar pezh a gont eo kalite an tresadennoù bev. Un doare naturel eo da lonkañ brezhoneg, neuze ». Hag un doare da ziskouez d'o zud eo « naturel » ar yezh-se. « Ar gerent a-vremañ n'int ket mui emsaverien. Prest int da sikour ar vugale da selaou brezhoneg er-maez eus ar skol, gant ma vez roet binvioù video kenkoulz hag e galleg ».
Deomp da heul Lizig hag he amezeien drol, neuze. Ha da ganañ asambles ganto « Straed ar zoo, straed ar zoo, ur bern loened zo... ».
Lionel Buannic
« 64 Straed ar zoo », 140', 19 €, skignet gant Bannoù Heol, 140 Straed Pont n'Abad, 29000 Kemper,
titouroù: www.b-heol.com
An Delegram - Spered ar Vro
8 a viz Mezheven 2006