Buhendwe
Akouna Matateg!
Un Afrika deuet sod gant hor yezh. Bretoned hag Afrikaned o deus traoù da zeskiñ kenetrezo.
« Evidon, n'eo ket posupl bezañ Breton hep gouzout brezhoneg. Ne gomprenañ ket perak n'eo ket gouest an dud, amañ, da gompren talvoudegezh o sevenadur », emezañ. E brezhoneg, mar plij. Ha brezhoneg prop. Koulskoude n'emañ ket an den eus ar vro. Eus pelloc'h... un tammig. E Bro Gongo e oa bet ganet Buhendwe Eluga. E Kivu, reter ar vro, nepell eus harzoù Rwanda, Kenya, Burundi, ha Tanzania. « E 1983 e oan degouezhet e Brest d'ober studioù war ar gwir. Un DEUG am eus bet, ur Vestroniezh war an AES (Melestradurezh, Ekonomiezh ha Sokial). Hag un Dezenn am eus graet, da heul, e Skol ar Skiantoù Politikel e Roazhon. Met pa oan e Skol Veur Vrest em boa tro da heuliañ kentelioù gant ur c'helenner barrek war sevenadur Breizh. C'hoant am boa bet da c'houzout hiroc'h war ar sevenadur hag ar brezhoneg ». Ken hir m'eo bet trufet betek ar menez Are gant ur plac'h a Sant-Tegonneg. Dimezet gañti. Ha kuit da Afrika en-dro ! « Ma gwreg a oa o labourat evit ar gevredigezh etrevroadel "Action Nord Sud". E-pad tri bloavezh omp bet o chom hag o labourat e Kenya. Met deuet e oamp skuizh. Start e oa din mont da chom e Bro Gongo en-dro abalamour d'ar brezel. Distroet omp e Breizh, neuze ».
Ur skouer evit yezhoù Afrika.
Ha n'he doa ket disoñjet ar brezhoneg. Tamm ebet. Ken boemet ma oa ar paotr gant yezh ar Vretoned. « Dav e oa din kavout labour da c'hounid ma zamm bara. Eurvezhioù kelenn am boa kavet e-barzh liseoù zo, e Kemper, Landerne ha Pondi. Met ne oa post ebet leun amzer e neblec'h. D'ar poent-se em boa dibabet mont war-raok gant ar brezhoneg, da c'houzout ma oa posupl din kelenn e galleg, brezhoneg, ha saozneg zoken ». Ha setu enskrivet ar paotr e-barzh kreizenn Kelenn (Kreizenn stummañ ar skolioù Diwan) e Kemper. Brezhoneg prop a deu gantañ dija.
E brezhoneg e vez komzet, bremañ gant e dad kaer. Hag e faot dezhañ mont pelloc'h c'hoazh. Lakaet en deus e añv da vont da heuliañ kentelioù Stummdi ar bloaz a zeu. « Ret eo din kompren gwelloc'h penaos e vez komzet, soñjet, ha gwelet an traoù gant ar Vretoned. Ur skouer evit Afrika eo ar pezh a vez graet e Breizh. Degadoù a yezhoù a vez kavet en Afrika, met n'eus den ebet o tifenn anezho. Emaint o vervel tamm ha tamm. Dilezet e vezont gant ar radio hag an tele. Muioc'h mui e vez klevet saozneg, spagnoleg pe galleg. « Dominet » eo ar yezhoù all. Ha ne greder ket komz diwar ar c'holonialism en Afrika ».
Ur pont etre daou zouar.
Abalamour da se emañ-eñ o sevel ur geriaoueg brezhoneg / swahileg, ar yezh bet desket gantañ war varlenn e vamm, ur yezh a vez komzet gant 120 milion a dud o chom e reter Afrika. « Mont a rin da Afrika en-dro ar miz-mañ da beurechuiñ al labour-se. 4000 ger a vo kavet enni. Embannet e vo gant Yoran Embanner ». Ul liamm souezhus a-walc'h etre div yezh bet disprizet e-pad pell. Ur pont etre daou zouar. « Me 'garfe mont pelloc'h bremañ. Emaon o vont da ginnig kentelioù war yezhoù ha sevenadurioù Afrika er Skol Veur e Brest. Kelenn swahileg a blijfe din ivez ». Ha chom e Breizh, evel just ! « Plijout a ra din ar Vretoned. D'am soñj, n'int ket evel ar Frañsizien. Ar Vretoned a zo tost ouzh an natur. An doare da vevañ plijus o deus. « Akouna Matata » eo an dud-se, evel ma vez lavaret e swahileg : n'eus kudenn ebet ! ».
Lionel Buannic
embannet e-barzh An Delegram, d'ar yaou an eilvet-warn-ugent a viz Mezheven 2006