Anaig Lucas. Mil vicher al lise.
« Ne vez sonjet ennomp nemet pa ne 'z a ket mat ! » Ha gwir eo. Marteze eo abalamour int tud didrouz. Marteze ivez abalamour ne c'hell ket ul lise, pe ur skolaj, mont en-dro hep an dud-se.
Merourez ha jedourez eo Anaig Lucas el lise Colbert, unan eus liseoù brasañ An Oriant. Karget eo d'ober war-dro 70 den o labourat er burevioù, er gegin hag er savadurioù. 1.400 bugel. 5 milion a euroioù. Abaoe dek devezh e vez gwelet anezhi bemdez war an dachenn. « Met galvet on bet meur a wech e-pad an hañv. Savet e oa ur rouedad wi-fi diabarzh e-barzh ugent savadur. Ret e oa din gwelet ma veze graet ar pezh hor boa c'hoant. Ne c'helle ket gortoz an distro-skol » eme Anaig Lucas.
Anaig « vilvicher », evel ma vez lavaret ganti he-unan. Kement a draoù he deus d'ober. Ha traoù a bep seurt. Diouzh ar mintin betek an noz. « 150 a dud a chom da gousket e-barzh al lise. Liseidi eus Enez Groe pe eus ar Gerveur, liseidi deuet evit opsionoù n'eus ket e lec'hioù all, ha studierien BTS. Ret eo ober pep tra d'o degemer : lein da vintin, predoù, kambroù prop, herberc'h... »
Gouzout kontañ
« Ar pezh a blij din ar muiañ er vicher-se eo al liesseurt. Ur chañs eo. Ret eo kaout ur spered digor d'an teknikoù nevez, diorren traoù nevez. El lise Colbert hon eus savet un amphithéâtre nevez. Ret e oa din bout sur hon eus bet ar pezh hon doa goulennet ha ne vanke netra. » Ret eo gouzout kontañ ivez. E pep doare. Kontañ ar milionoù, ha kontañ war ar re all. « Pa vez savet un teuliad e rankan kenlabourat gant ar Rannvro, Rektor an Akademiezh, hag ar Prefed. Ponner ha start eo a-wechoù. Ne labourer ket 35 eur-vezh amañ ! Kelenn eo atav an hent royal en deskaduezh Stad koulskoude. »
Met ne felle ket dezhi kelenn.« Studioù war ar saozneg hag ar brezhoneg am boa graet. Met n'em boa ket c'hoant bout kelennerez. Kasourez on bet e-barzh liseoù. Ur vignonez din a oa sekretourez e-barzh an " intendance ". Ganti em eus dizoloet ar vicher. » Ha tapet daou goñkour. « Touet em eus dirak Kambr Rannvroel ar Rannvro evit bout mererez. »
Muioc'h a zistruj
Ne vo ket klevet anezhi o klemm. Ne vo ket klevet anezhi o lavarout ez a war fallaat an doare da labourat gant ar vugale er skolajoù hag el liseoù. « Klevout a ran ar gaoz en-dro din... Kasourez on bet e Lann-ar-stêr hag e karter Koad ar C'hastell en Oriant, lec'hioù ne vezont ket brudet mat... Marse hon eus muioc'h a zistruj bremañ. Met traoù breskoc'h hon eus ivez. Distruj a c'heller ober hiziv war ur speurenn gant un taol dorn. El lise Colbert e vez cheñchet fonnapl an traoù pa z'eus un distruj bennak memestra. Ne c'heller ket lezet traoù torret. Ur skouer a c'hellfe bezañ evit terriñ traoù all. ».
Met evit poent emañ o sonjal e-barzh unan eus chanterioù bras an distro-skol : al lise hep butun penn-da-benn. « Butunet e vo er-maez eus al lise. Gwir e vo evit al liseidi. Hag an embregerezhioù o labourat e-barzh al lise ivez ! Ret e vo din ober war-dro. »
Lionel Buannic
An Delegram
31 a viz Eost 2006