Soaz Lescop. Filozofez.

 

Yaouank ar gelennerez. Kozh an tachenn. Prest eo Soaz Lescop da gelenn filozofiezh, gant doareoù a-vremañ, hag en hor yezh, mar plij.

 

Pa oa hi el lise e soñje dezhi e oa digomprenus hag enoeùs ar filozofiezh hag e kave dezhi gwelloc'h ober matematik, didrouz, en he c'horn.

 

Cheñchet penn d'ar vazh ! Ar bloaz-mañ e vo hi o kelenn prederouriezh d'ar re yaouank, evit ar c'hentañ gwech, el lise Diwan e Karaez. « Studioù war ar brederouriezh am eus graet e Brest e-giz ma vefen bel "galvet". Un ezhomm am boa. Ur skiant eo, war ma mennozh. "Skiant ar skiantoù" a lavare Aristot. Ret eo studial ar brederouriezh a-raok mont da studial tachennoù all. »

 

Tabutoù e brezhoneg

 

Hag-eñ e c'heller prederiañ war kement tra zo ? Ya ! A dra-sur. Hag-eñ e c'heller prederiañ e kement yezh zo. N'eo ket anad, eme Soaz Leskop. Daoust dezhi bezañ kelennerez el lise Diwan. « Daou hanter a vo graet. Un hanter eus ar c'hentelioù e brezhoneg. Hag un hanter all e galleg. E galleg e vo studiet an testennoù. Ul labour gwir e vefe trein an testennoù e brezhoneg. Ne c'hellan ket me ober al labour-se, hag ur fazi a vefe d'am soñj. Ar pep gwellañ eo studiañ an testennoù en o yezh orin. Ar ger "philosophie" en deus un istor hir. N'eo ket "karantez ar furnez" hepken. Ar ger "prederouriezh" n'en deus ket ur stêr ken don. Petra a vefe lavaret eus "le je" e brezhoneg. N'eo ket "ar me". Gwir eo e galleg ivez. Start eo bet trein gerioù zo gant Heidegger. "SeinzumTode" a oa bet troet "l'être pour la mort" e-pad pell. Bremañ emaer oc'h en c'houlenn ma n'eo ket "l'être vers la mort"... N'eo ket ar memes tra ! E galleg e vo lennet, neuze, met e brezhoneg e vo an tabutoù rak plijusoc'h hag aesoc'h e vo tabulal e brezhoneg. »

 

Goulennoù a-vremañ.

 

24 bloaz eo ar gelennerez nevez. 0 paouez dont er-maez eus ar Skol Veur. Bet desket ganti filozofiezh en un doare a-vremañ gant goulennoù a-vremañ. Echu gant tabutoù bras ar c'hantved paseet. Echu gant ar brezel yen, an ideologiezhoù meur, ar manifestadegoù bras evit cheñch ar bed... « Gwir eo ne vezer ket mui o vanifestiñ a-enep d'ar brezel e bro-mañ-bro. Dousaet eo bet an traoù. Met ezhomm a zo da brederiañ atav. War ar wirionez hag an doare ma vez kaset deomp gant ar mediaoù. War an darempredoù etre an dud, darempredoù dre internet muioc'h eget darempredoù gwir. Ha war ar frankiz, strishoc'h-strishañ. Gwasket e vez an dud gant reolennoù nevez a bep seurt. Me n'em eus ket mui droad da fardañ bara gant al liseidi e-barzh ar c'hlas abalamour d'ar reolennoù yec'hed. Evidon eo grevus ! » Ha sed ar pezh a lavaro d'al liseidi.

 

An den o cheñch.

 

« Evidon eo ret dihunin al liseidi, ha kavout doareoù nevez da gomz dezho eus an amzer a-vremañ. Sklerijennañ anezho war an aotrouniezh, da skouer. Aotrouniezh an dud, aotrouniezh an arc'hant. Daoust hag ret sentiñ ouzh reolennoù n'int ket just ? Daoust ha ne vezomp ket lonket gant an ekonomiezh hag an teknik a-wechoù, pa chomer re bell da gaozeal e-barzh an telefon ezoug, da skouer ! Nietzsche hag Heidegger o doa santet an traoù-se en un doare braz meurbet ! N'eo ket mui ar memes goulennoù, evel ma oa 2000 vloaz zo gant ar Gresianed. Emañ an den o cheñch da vat. Er c'hantved paseet e oa c'hoarvezet Auschwitz. Perak ne oa ket c'hoarvezet 2000 vloaz zo? Ret eo d'al liseidi deskiñ sevel goulennoù. »

 

Lionel Buannic.

e-barzh An Delegram, 7 a viz Gwengolo 2006

 

Geriadurig :

Filozofiezh, prederouriezh : philosophie.

Aotrouniezh : autorité