Mich Beyer. Seizh devezh warn-ugent.
Kronikoù
« Ar garantez etre daou baotr a cheñch, un tammig, eus ar pezh a vez kavet el lennegezh vrezhonek a-vremañ. Abaoe pell em boa c'hoant skrivañ un dra bennak, oc'h en em lakaat e plas ur paotr evit kompren an traoù eus an diabarzh. An doare da santout ar vuhez, ar fantasmoù n'int ket ar mêmes re... » Ha daoulagad lemm he deus bet Michèle Beyer war ar baotred, dre vras, ha war ar baotred gay, dreist-holl.
Diskouez a ra deomp ur bed hag e c'hizioù : doareoù d'en em fichañ, da zibab dilhad, da farsal, da choaz ur film war an tele, da ziskouez ar santimañtoù, ha da glask bevañ evuruz, dreist pep tra. « Selaouet em eus tud o kontañ o buhez meur a wech. Tud o klask evurusted e-barzh traoù munud ar vuhez bemdez. Me a felle din ober un dra skañv, daoust d'ar c'hudennoù grevus a zo ivez : an daou baotr-se n'int ket evit bevañ asambles, n'int ket evit en em ziskouez dirak ar re all, hag e c'hell breinañ buhez an dud. Met n'em boa ket c'hoant ober prezegennoù.»
Roudoù Armistead Maupin.
Ur romant gay, neuze ? Gwir ha gaou.
Rak tud a bep seurt a vez kavet tro-dro d'an daou baotr-se. Un davarnourez dizimezet, he bugale, mignoned a bep oad hag a bep micher, o vont hag o tont, o reiñ o soñj, o sikour, o chikanañ, oc'h ober goap a-wechoù. Buhez a zo e-barzh « Seizh devezh warn-ugent ».
Startijenn ha tizh. Berr ar pennadoù. 0 fiñval emañ an traoù hag an dud atav. 0 tont tre, hag o vont kuit, en ur sevel goulennoù nevez, en ur ziskoachañ tammoù sekredoù. Ur sitcom a vefe lavaret eus kement-se war an tele. Un doare saoz pe amerikan da gontañ an traoù (doare « Friends »). Un doare tost eus « Kronikoù San Francisco » gant Armistead Maupin. « Gwir eo e vez kavet roudoù Maupin e-barzh "Seizh devezh warn-ugent". Levrioù Maupin am boa adlennet un toullad mizioù a-raok em lakaat da skrivañ. Soñjet em boa d'ar mare-se e vije plijus ma vije seurt traoù e brezhoneg. » Hag ez eus bremañ.
Brezhoneg a-vremañ.
« Klasket em eus skrivañ e brezhoneg prop, met skañv evel ar vuhez. Brezhoneg an dud evel ma vez komzet ganeomp bremañ : naturel, skañv, gant gerioù saoz a-wechoù, ha tammoù tonioù sonerezh. N'em eus ket bet poan gant ar yezh. C'hoant am boa d'ober ul labour war ar memor ivez. Ar memor evit mont war-raok, mont er-maez eus al lagenn pe chom da straniñ e-barzh e eñvorennoù. Abalamour da se ez eus meur a live yezh. »
Brezhoneg ar re yaouank a-vremañ eo hini Michèle Beyer. Brezhoneg tud o vevañ e kêr, e doareoù heñvel disheñvel. « Mignoniezh a zo etre an dud-se. N'emaomp ket e San Francisco er bloavezhioù 80, evel ma oa Maupin. N'eo ket ken pinvidik an istor hag ar mare. Met krouet em eus ur gevredigezh vihan a vefe patrom ur gevredigezh a rankjemp bevañ. »
Gortoz a raer bremañ an ton doubl!
Lionel Buannic.
embannet e-barzh An Delegram, d'ar 14vet a viz Gwengolo 2006
Seizh devezh warn-ugent, Mich Beyer, An Alarc'h Embannadurioù, 136 p, 8,50 €.