DJ Blue. Breizh'n Bass
Deuet eo a-benn Bleunienn Louarn (DJ Blue) da vevañ diwar al labour meskañ tonioù. An DJ nemeti o veskañ e brezhoneg.
Emañ-hi o paouez distrein eus ar C'haraïb. E-pad ur miz hanter e oa bet o seniñ e Sant Varzhin hag e Gwadaloup. E Valencia, Bro Spagn, e oa bet pedet e miz Mae. E Polonia ivez. Hag e Karaez, da vare Gouel an Erer Kozh. « Un MC am eus graet e-pad un after. Gouzout a rez petra eo un MC ! Unan bennak o veskañ, hag unan all o kanañ war an tonioù mesket ! » Nann, me n'ouien petra oa un MC. Ha n'on ket sur em eus komprenet mat. Met o selaou emaon. O selaou ur plac'h entanet gant he micher. Micher DJ. Sevel tonioù hag un doare nevez da seniñ gant pladennoù kozh (« pladennoù du » evel ma lavar-hi), mekanikoù a bep-seurt (taolennoù meskañ pe miksañ, platinoù, urzhiataerien...), an daouarn, hag un divskouarn, dreist-holl. « Savet e vez frazennoù gant meur a son. Ar pep diaesañ eo sevel frazennoù gant meur a lusk. Ret eo labourat kalz war an teknik. Pa 'm boa kroget da veskañ, e vezen o veskañ ur eurvezh pe ziv bep mintin. » Dornet mat e oa ar sonerez yaouank. Bevañ ar ra diwar ar vicher-se abaoe daou vloaz.
Breizh 'n Bass.
« Drum 'n Bass a vez sonet ganin, dre vraz. 180 bpm (lammoù kalon dre vunutenn) a vez en tonioù-se. Div wech muioc'h eget en hip hop. Ul "lusk troc'het" eo, kalz bravoc'h eget an hip hop. N'eo ket "binaire" evel an tekno ! Amzer am eus ezhomm da glask pladennoù a-feson. Pal un DJ eo kavout ar pladennoù n'o deus ket ar re all. Kavet e vezont war internet, e foàrioù ar pladennoù, pe e stalioù ispisialiset. Ar pladennoù kentañ am boa kavet a oa e ti ma zud. Pladennoù ar c'hoarezed Goadeg, ar vreudeur Morvan, pe Yann Fañch Kemener. Gwelet em boa e klote mat ar c'han ha diskan gant an Drum 'n Bass. Lusk an tonioù plinn, gavotenn, pe fisel a oa ar memes hini. Kanet e vezont fonnus ha startijenn a zo ganto ! D'ar poent-se em boa kroget da veskañ tonioù e brezhoneg gant tonioù all. Badezet em boa an dra-se : Breizh 'n Bass. Gant ar "pitchañ" zo tu din da lakaat ar pladennoù da dreiñ buanoc'h c'hoazh. Santet e vez mat al lusk e-barzh ar c'horf. Ur seurt trañs a zo, a-benn neuze, gant an dud o tañsal hag o selaou, evel ma vez gant ar c'han ha diskan. »
Sevel ur bladenn
« Plijout a ra ar Breizh 'n Bass-se d'an dud. D'ar re zu e tegas alies soñj eus tonioù Afrika. Lod eus outo a zo deuet da c'houlenn ganin : c'est qui ces frères qui chantent ? C'est les frères Morvan emezon bewech ! Kalz a dud all o deus lavaret din e oant boazet da selaou Drum 'n Bass abaoe pemzek vloaz, ha n'o doa ket klevet traoù seurt-se morse ! Kemenadennoù am eus bet eus meur a vro. Emaon bremañ o soñjal enrollañ ur bladenn. Er mare-mañ emaon o sevel tonioù. Pedet e vo tud da zont da ganañ. Ha sonet e vo gant urzhiataer ivez. N'eo ket ar memes tra. Siouloc'h eo. Klask labourat nebeutoc'h war ar mesk ivez, ha muioc'h war ar set: ar mod da gas un abadenn da benn e-pad meur a eurvezh en un doare lojik. Komañsi sioul a-walc'h hag echuiñ en un doare fonnus. » Kement-se evit mont da seniñ en nozvezhioù « in » er bed a-bezh... Chañs vat dezhi ! Pa soñjer he doa desket seniñ telenn abalamour d'he mamm. Met ar pezh a felle dezhi seniñ pa oa bihan a oa ar « batterie »...
Lionel Buannic
Embannet e-barzh An Delegram, diriaou d’ar c’hentañ warn-ugent a viz gwengolo daou-vil-c’hwec’h.
Evit selaou DJ Blue : www.myspace.com/missdjblue