Meriadeg. A-denn-askell.
Deuet eo a-benn d'ober unan eus bravañ micherioù war an douar : nijal ha beajiñ.
« Warc'hoazh ez in da Londrez. Distreiñ a rin e Pariz, Mont a rin da gousket e Roma. Degouezhout a rin da nav eur noz du-hont. Amzer am bo da vont d'ober un dro e kreiz-kêr, pe da vont da welet ur mirdi, a-raok mont kuit da Bariz d'an deiz war-lerc'h da deir eur goude merenn. »
Na brav ar vicher, na brav ar vuhez. 23 bloaz eo Meriadeg ar Bras. Loman 'ba ti Air France. « Hag abalamour da Ziwan eo, un tammig. A-raok mont da skolaj Ar Releg e oan aet da dremen daou zevezh du-hont da welet penaos e oa en traoù. Aet e oamp betek Enez Eusa gant ar c'harr-nij. Ar c'hentañ gwech e oa din mont e-barzh ur c'harr-nij. Dispar em boa kavet ! E fin ar c'hwec'hvet klas em boa tro da vont d'ar Stadoù Unanet gant ma familh. En ur ziskenn eus ar c'harr-nij em boa graet ma soñj da vat ha lavaret da ma zud : c'hoant am eus bezañ blenier kirri-nij. » Hag eo deuet.
Deskiñ gant kirri-nij bihan.
«Math sup». «Math spé». Labour Arnodennoù. An E.N.A.C. (Skol Vroadel an Nijerezh Sivil). Gortozet en deus a-raok pegañ e-barzh
Fiziañs.
« Skuizhus ha plijus eo ar vicher-se. Ne cheñchfen ket morse evit ur vuhez all ! » Ha digoumoul eo oabl al loman yaouank.
Konkurañs ha gwask al low cost ? « Bez ez eus, evel just. Ha startoc'h startañ e vo, evel war forzh peseurt tachenn. Met fiziañs am eus. Ganeomp ne vez ket rentet ar memes servij d'an dud. » Ar brezel e broioù zo ? « A-raok kas ac'hanomp d'ur vro ez eus ur bern tud oc'h en em c'houlenn ma talv poan mont. Fiziañs em eus en dud-se. »
Ar surentez e-barzh ar c'hirri-nij ? « Kompren a ran e c'hell bezañ torr-penn evit ar veajourien. Met gwelloc'h eo ober re evit ar surentez. Ha fiziañs eus en dud oc'h ober war-dro ar surentez. Ma n'em eus ket me fiziañs enno, piv en do fiziañs ? »
Fiziañs, atav ar memes ger-stur. Fiziañs e-barzh ar re all. Evel ma vez goulennet digant ar re all kaout fiziañs ennañ. « Ar giriegezh a blij din. Gouest on da vleniañ kirri-nij A320. Betek 210 den a vez degemeret en o bourzh. Kiriek on eus an dud-se. Hag aon n'am eus ket. Amzer fall pe arnev a zo a-wechoù. Met hor micher eo. Stummet on evit ober war-dro traoù e-giz se. ».
Nijadennoù hir.
Evit poent ez a Meriadeg ar Bras da Europa (Londrez, Roma, Berlin...), d'ar Maghreb (Casablanca...), da vroioù ar Reter (Moskou, Armenia...) ha betek Siria bep a vare. Met emañ e soñjoù o nijal pelloc'h dija. « Goude pemp pe c'hwec'h vloavezh en Europa, ma dro mat an traoù, e vez kinniget d'al lomaned mont d'ober nijadennoù hir. D'ar poent-se e c'heller mont da Amerika, Afrika, hag Azia. » Avel vad dezhañ !
Lionel Buannic
geriadur: al loman = an den a zo bleniet ar c’harr-nij gantañ.