A. Lucas. Torr-penn an ospital

 

Brudet mat eo an den e-barzh bed ar yec'hed. Unan eus ar re varrekan war micherioù an ospital eo.

 

« 30 vloaz zo e oan dija er skol, amañ » emezañ, en ur c'hoarzhiñ. D'ar mare-se e oa en ur studier evel ar re all, e-barzh an E.N.S.P. (Ecole nationale de Santé publique) e Roazhon, ar skol e-lec'h ma vez stummet renerien an ospitalioù, ha lod eus an dud o labourat e-barzh bed ar yec'hed. Ur bloavezh studioù. Daou vloavezh staj. Ha setu eñ anavezet rener an implijidi e-barzh un ospital.

 

« Plijadur am eus bet oc'h ober ar vicher-se. Selaou ouzh an dud, ober war dro an dud. Start eo bemdez e-tal ar re glañv. Esaeet m' eus gober ar gwellañ evite. Peizanted e oa ma zud. Me a blije din en gavout tost ouzh an dud. Digor e oa an nor atav. E-pad 16 vloaz em eus graet ar vicher-se. Met kentelioù am boa komañset da reiñ en E.N.S.P.. Plijout a rae din. Ha deuet on en-dro e-barzh ar skol ». Da vat.

 

100 micher en un ospital

 

« 80 rener ospital a vez stummet amañ bep bloaz. Desket e vez gant an dud-se penaos renn implijidi ha micherioù un ospital. N'eo ket aes ! 7000 a dud a labour e-barzh Pennospital Roazhon, da skouer. Ouzhpenn 100 micher a vez kavet. Ret eo gouzout ped infirmiourez a vo ezhomm en amzer da zont, piv a 'z a war e leve... ha kavout tud a vicher a-benn ur bloaz, daou vloaz, tri bloaz... Pep micher a cheñch buan hiriv. Ar mekanikoù a cheñch ivez. Ezhomm ho peus tud ispisialiset war micherioù zo. Met labour ur rener eo kavout tud gouest da cheñch micher en amzer da zont memestra ! Ret eo en em c'houlenn ma vez klasket tud da stummañ e-barzh an ospital, bet tud bet stummet e-lec'h arall. Ha konkurañs a zo bremañ etre an ospitalioù evit kavout tud a vicher. Ni hor beus boneur e Breizh : ur bochad infirmiourien a zo o klask labour. Lod bet stummet er skolioù e Pariz hag o klask dont er vro en-dro. Met e lec'h arall e vez gwelet, bremañ, infirmiourien deuet eus Bro Spagn, pe eus Polonia. Ur bochad labour prientiñ en deus ur rener gant ar goulennoù-se. »

 

Startoc'h an traoù

 

Micherioù disheñvel forzh pegement. Mekanikoù o cheñch alies... N'eo ket aes micher ur rener ospital. Ha startoc'h eo deuet c'hoazh er bloavezhioù paseet.

 

« An ospitalioù a cheñch ur bochad. Amañ e vez serret servij ar mammoù. E lec'h arall e vez lakaet daou ospital da labourat asambles... Desket e vez dezhe penaos gober, petra o deus droad d'ober. An dud o labourat e-barzh un ospital a zo fonksionerien. Ar gwir a zo disheñvel. Ha bemdez e vez digor an ospital, noz ha deiz ! Start eo aozañ mat al labour. Ha startoc'h startañ an traoù. Argant a vank e-barzh ur bochad ospitalioù. Ha gant ar 35 eurvezh e vez labouret nebeutoc'h gant an dud. N'eus ket amzer da goll. Gwasket en em sant an dud e meur a lec'h. Labour ur rener ospital eo soñjal penaos gwellaat labour an dud-se, ha derc'hel kont eus yec'hed an dud o labourat e-barzh an ospitalioù ivez. Gwiroc'h eo hiziv ! » Brudet mat eo anv André Lucas e-barzh bed ar yec'hed. Emañ eñ e-touez ar re varrekañ war an dachenn-se. Renablet en deus an holl vicherioù-se.

 

« Le fichier permanent des corps et grades de la Fonction Publique Hospitalière » bet savet gantañ a vez kavet e pep ospital er Frañs. Evel meur a levr all bet skrivet gantañ.

 

Ha labour en deus atav forzh pegement : 3.200 rener ospital a zo er Frañs hiziv. Nebeutoc'h a vo en amzer da zont, met micherioù nevez a vo krouet en o flas. Un torr-penn ouzhpenn ! Met ken entanet eo atav ar c'helenner. « Me zo kontant da labourat e-barzh ar bed-se. Ar santimant am eus da servij d'un dra bennak ».

 

Lionel Buannic

 

Bet eo bet embannet ar pennad-se e-barzh an Delegram, d’ar 5vet a viz Here 2006.

 

Geriadur:          renabliñ = inventorier

                        fonksionerien pe “tud o labourat dindan ar Stad”