Yannig Baron. Prezeger ar Yezh.

 

Diaesoc'h diaesañ eo difenn plas ar brezhoneg er skolioù prevez hervez Prezidant Dihun. Komzoù toull a zo bet lavaret dezhañ warlene.

 

Abaoe 11 vloaz e vez prezeget an aviel gantañ e-barzh ar skolioù kristen. Pas Aviel Jezuz. Met hini ar brezhoneg. Ur yezh vihan ha gwan. Disprizet, gwasket, ha kondaonet gant lod eus ar « pennoù bras ». Abaoe 17 vloaz e lavar eñ eo ar brezhoneg un tamm eus pinvidigezh hor bed, ha kement-se a oa bet diskleriet gant ar Pab Yann-Baol II e-unan. E 1990 e oa bet ur burzhud pa oa bet digoret an daou glas divyezhek kentañ gant an deskadurezh katolik. Met ar bloaz-mañ e santer skuizh ha c'hwerv an den. Re bouner ar groaz. « Falloc'h fallañ ez a an traoù gant an deskadurezh katolik. Diaesoc'h diaesañ eo bep bloaz. Abaoe pemp bloaz e vez cheñchet penn d'ar vazh. Muioc'h mui a dud a-enep d'ar brezhoneg a vez gwelet e-touez pennoù bras nevez an deskadurezh katolik. Re niverus int. Ha start eo e-barzh skolioù zo. N'omp ket bet evit digeriñ ur skol e Perroz Gireg ar bloaz-mañ peogwir e oa ur vestrez-skol a-enep d'ar brezhoneg. Koulskoude e oa bet prometet deomp. N'hon eus ket bet droad d'ober un emwod gant ar gerent e-barzh skol Bornizh, el Liger Atlantel, rak a-enep e oa ar rener. E Surzhur e oa 28 bugel enskrivet, peadra da zigeriñ ur c'hlas nevez, met n'eo ket bet digoret. Den ebet, evel just, a lavaro deoc'h frank ez eo a-enep d'ar brezhoneg. Met o labour a reont e kein an ti ! » Chomet e oa Yannig Baron da yunañ e-pad 22 zevezh e miz Mae paseet. Prometet e oa bet dezhañ e vije bet digoret 6 skol divyezhek nevez. 3 a zo bet digoret nemetken. Un taol Judaz a zo bet c'hoariet dezhañ gant an deskadurezh katolik. « Ha c'hoazh... ma ne vefen ket

chomet da yunan e-pad 22 zevezh, ne vefe bet klas nevez ebet ! » emezañ.

 

Torret al lañs ?

 

3.883 bugel a gonter er skolioù kristen ar bloaz-mañ neuze. « 8,10 % muioc'h eget warlene, 204 bugel ouzhpenn. Kalz falloc'h eget ar bloavezhioù paseet eo. E 2005 e oa bet 11 % a gresk ha 374 bugel ouzhpenn. » Met petra a zo c'hoarvezet d'ar skolioù katolik, neuze ? Kement a lañs a oa bet ganto er bloavezhioù 90 evit digeriñ klasoù divyezhek nevez forzh pegement ! D'ar poent-se e oa dale gant ar skolioù prevez war an dachenn-se. Ha konkurañs gant ar skolioù publik ha Diwan. Met troet he deus an amzer. « Konkurañs n'eus ket mui

bremañ. Kalz a vugale a deu bep bloaz er skolioù prevez. N'eo ket mui ur gudenn. »

« Ne fell ket d'ar skolioù prevez mont pelloc'h war hent an divyezhegezh » eme Yannig Baron. Ha techet e vezer da grediñ emañ ar gwir gantañ. « Anat eo tro-dro da Wened. Ouzhpenn 1.000 bugel a zo er skolioù divyezhek amañ, er skolioù mamm hag er skolioù kentañ derez. Met n'eus nemet daou skolaj evit degemer anezho goude-se. Skolaj Diwan, ha Skolaj prevez Menimur e-lec'h ma vez kontet 60 bugel hepken er c'hlasoù brezhonek. Ha gwashoc'h c'hoazh : n'eus ket ul lise divyezhek e Gwened. Diskouez a ra mat ne fell ket d'an deskadurezh katolik krouiñ un hentenn divyezhek da vat. »

 

E Gwened, hag e lec'h all ivez. Rak n'eus nemet ul lise divyezhek en deskadurezh prevez e Breizh. Hini Lesneven. Ul lise evit tost 4.000 bugel.

 

En un hent dall

 

Kaer en deus prezeg ha prezeg. En un hent dall e seblant bezañ Yannig Baron. Hag en deñvalijenn-se emañ an den o klask un tamm sklerijenn.

« An traoù o deus cheñchet e-touez an dilennidi. E-barzh ar c'huzul Rannvro hag en Departamañtoù e vez difennet mat ar brezhoneg bremañ. Met n'o deus ket un tamm galloud evit mont pelloc'h war an dachenn-se. Jean-Yves Le Drian en deus goulennet un "transfert de compétences" eus ar Stad d'ar Rannvro. Ne vo ket posupl mont pelloc'h keit ma ne vo ket roet. Evit poent eo ret stourm ha stourm atav. Met n'eo ket aes bemdez. Dirazomp hon eus "pennoù bras" o stourm a-enep. Gant o soñjoù politikel pe ideologel. N'on ket dipitet. Ur penn kaled on. Met ankeniet on evit an amzer da zont. » Ar brezhoneg hag ar feiz n'int ket mui breur ha c'hoar e Breizh. Pas en holl skolioù kristen d'an nebeutañ.

 

 

Lionel Buannic

 

Bet eo bet embannet ar pennad-se e-barzh an Delegram, d’ar 12vet a viz Here 2006.