Ur bloavezh gant ar pobloù indian.

 

Mont a raio kuit da Amerika ar Su a-benn ur sizhun evit mont da chom e Guatemala. Sikour a raio an Indianed da saveteiñ o yezhoù hag o memor.

 

« Playa Grande »... pa glever an añv-se e soñjer e traezhennoù bras ha gwenn, gwez kokoz ha farniente...

 

Pell emañ eus ar wirionez. Unan eus broioù paourañ Guatemala eo Playa Grande. Kollet e-touez ar menezioù, pell eus an aod, ha pell eus Guatemala City, kêrbenn ar vro.

 

« Paour razh eo an dud du-hont. Eno e vez kavet Indianed bet o tec'hout da Vexiko e-pad ar brezel diabarzh ha deuet da chom en ho bro en-dro pa oa echu ar brezel. N'o doa ket mui tamm douar dezho. Abalamour da se o doa savet kêr Playa Grande e 1996. 60.000 a dud a zo o chom en tro-war-droioù. Met n'eus nemet ur straed vraz e Playa Grande. Setu tout ! Dister eo an tier. N'eo ket prop an dour. Tapet e vez poan bouzelloù ha red kof gant ar vugale, ha mervel a ra lod anezho. Deg gwele a zo en ospital. Hag ur medisin evit 2000 den. Kavet e vez labour tro-dro d'ar sukr, d'ar maiz, pe d'ar c'hafe, er " fincas ", an atantoù braz. Met n'eus ket a labour evit tout an dud. 60 % eus ar boblañs n'eo ket 14 vloaz. Leun chouk eo ar skolioù. N'eus ket plas evit an holl grennarded. Bremañ e vez gwelet lod oc'h ober " sotonioù " e kêr. »

 

Sed aze e-lec'h ma vo Céline Soun o chom e-pad ur bloavezh d'an nebeutañ.

 

Ur benveg eo ar c'hoariva

 

« Savet em eus ar raktres-se gant ul leurennez a vro Chili. Tro am boa bet da labourat ganti e-barzh ur strollad c'hoariva. Fellout a ra deomp sevel stalioù c'hoariva e Playa Grande. N'ouien ket peseurt mod e vefe degemeret gant tud o deus gouzañvet kement. Met souezhet braz on bet o welet penaos omp bet sikouret gant an ti-kêr. Un diouer a zo. An dud o deus ezhomm debriñ, met traoù all o deus ezhomm ivez. Emaomp o soñjal sevel ur greizenn sevenadurel e Playa Grande ha mont e darempred gant an dud all o chom war ar maez. Dre ar c'hoariva e c'heller lakaat an dud da gaozeal.

 

A-bouez eo rak an dud, er vro-se, o deus aon da lavarout o soñj, abaoe ar brezel diabarzh. Sikouret e vimp gant kevredigezhioù ar gouerien hag ar sindikadoù. Pezhioù c'hoari a vo savet diwar mennozhioù bet kinniget gant an dud. Hag a bep seurt a zo d'ober. Goulennet zo bet ganeomp, da skouer, sevel ur pezh c'hoari da gontañ d'an dud da betra e servij espern arc'hant. Ur greizenn yec'hed en deus goulennet ganeomp sevel ur pezh c'hoari evit diskouez d'ar mammoù penaos diwall o bugale diouzh ar red kof, en ur implijout dour prop ha frouez naetaet. Ur benveg eo ar c'hoariva ! ».

 

Evel e Breizh

 

« Fellout a ra deomp ivez sikour an Indianed da zastum memor o fobl hag o yezhoù. Buan-tre e cheñch an traoù, evel ma oa bet e Breizh. Komzet e vez atav ar yezhoù indian gant an dud. Met spagnoleg a vez kelennet er skolioù. Muioc'h-mui a douristed a zo, hag an Indianed o deus komprenet e vez gounezet muioc'h a arc'hant gant ar spagnoleg. Ma fell dit bezañ "modern" eo ret komz spagnoleg. An dilhad o deus cheñchet ivez. Gwelet e vez bremañ kerent gwisket mod kozh, hag ar vugale gwisket mod ar Stadoù Unanet. Dilezet e vez ar sonerezh Maya ivez.... Lod eus an Indianed a zo aet da labourat er SUA (Stadoù Unanet) evel " clandestinos ". Deuet int en-dro. Ha bremañ eo int-i ar re binvidikañ... »

 

« C'hoant am befe e vefe doujañs ouzh an holl Indianed hag o yezhoù. Sellet e vez outo evel ouzh paour kaezh tud. Lavarout a rin dezho ez eus tud all er bed o tifenn o yezh hag o sevenadur, evel ma reomp-ni e Breizh gant ar brezhoneg. »

 

Soutenet e vo Céline Soun hag he c'hamaladed gant meur a skol vrezhonek e Breizh. Kas a raio lizhiri dezho bep sizhun. C'hoant ganti skoulmañ liammoù nevez etre ar vrezhonegerien yaouank hag ar grennarded eus Playa Grande. Pep hini o souten egile.

 

Lionnel Buannic

pennad embannet  e-barzh An Delegram d'an 19vet a viz Here 2006