Sikour ar re yaouank
Ober a ra war-dro ar re yaouank e Pondi abaoe tost 20 vloaz. Ha gwelout a ra tud o deus ezhomm sikour war meur a zachenn.
« Amañ, er "Mission Locale" hag er "Point Information Jeunesse" e vez resevet 1.000 den yaouank bep bloaz, kement hag e Gwened ! » War ar maez emaomp koulskoude. Ha kalz nebeutoc'h a dud yaouank a zo o chom e Pondi eget e Gwened. Met pa vez lakaet ar gaoz war diaesterioù ar re yaouank e vezer atav o soñjal 'ba re o chom e kêr. Ha disoñjet ar re all. Tud didrousoc'h marteze... « Tud a bep seurt a vez gwelet ganeomp : tud dilabour, studierien, ijinourien, tud gant diplomoù ha tud hep diplomoù... Tud a bep oad; etre 16 ha 25 bloaz. Dont a reont da c'houlen sikour ha kuzulioù war bep seurt tachennoù : labour, stummadurioù, yec'hed, lojeris... ». Dont a reont da c'houlen sikour. Ha da glask unan bennak prest da selaou anezho. « Lod a deu da c'houlenn sikour da gaout labour. Met n'omp ket an ANPE. Gellout a reomp sikour da skrivañ ul lizher pe d'ober ur CV. Met un diforc'h bras a zo: amañ e vez klasket skoazellañ ar re yaouank en un doare hollek, ha klask gouzout penaos emañ kont er skol, gant o yec'hed, gant o familh ma'z eus ezhomm. Klasket e vez heuliañ ar re yaouank e-pad daou, tri, pe bevar bloaz, hervez o raktresoù : tapout ur c'honkour evit kavout ur vicher, da skouer. Pe n'eus ket pell c'hoazh, hon eus paeet dek kentel en ur skol vleniañ d'ur plac'h he doa ezhomm ar vad-da-gas-kar ("permis") evit mont da labourat tro-dro d'ar re gozh war ar maez. Ar re o deus poan da gavout ul lojeris a c'heller sikour ivez, gant al "Locapass" pe ar "Fonds de Solidarité Logement". Ur savadur nevez evit degemer kant studier a zo bet savet, nevez zo, e Pondi. Aesoc'h e vo dezho bremañ !».
Stalioù ar stress hag ar boued.
Kroget he deus « dre zegouezh » gant he micher skoazellerez sokial, emezi. Ha plijet he deus dezhi, sur. Rak abaoe 1988 emañ Domitille André o labourat er « Mission Locale » e Pondi. «Plijout a ra din sikour an dud, mont e darempred ganto, kontañ kaoz ganto. Ne gavan ket skuizhus ar vicher-s ». Da ziskuizhañ he deus desket yoga. Ha kement a blijadur he deus bet m'he deus lakaet e-barzh he fenn kelenn yoga d'ar re all. « Stalioù ar stress hon eus savet evit ar re yaouank. Stalioù ar boued hon eus krouet ivez, gant skoazell ur reolierez voued». Un doare nevez da zeskiñ penaos debriñ gwelloc'h. Un doare mat da ziskouez d'an holl dud e c'heller sikour ar re yaouank war meur a zachenn. « E-barzh hor skipailh ez eus ur vedisinez hag ur bsikologez ivez. Kalz aesoc'h eo sikour ar re yaouank bremañ eget ma oa ugent vloaz zo». Ha ne blij ket dezhi pa glev eo « diaesoc'h » gant ar re yaouank an deiz hiziv.
Kouraj ar re yaouank.
« Evel just e vez gwelet bremañ tud yaouank "avec des droits, mais pas de devoir". Un dra nevez eo er vro. Met n'eus ket kalz a dud evel-se. Ne vez ket klevet ken alies. Al lodenn vrasañ eus ar re yaouank a zo stresset ha nec'het gant o labour. Amañ, e kreiz Breizh, e vez gwelet kalz a baotred hag a verc'hed o labourat en « interim ». Lod a labour e-pad an noz. Lod all a 'z a da labourat adalek peder eur vintin. Gwelet e vez tud, memes, o vont da labourat war droad, pell a-walc'h a-wechoù ! Er mare-mañ e vez resevet kalzig a dud o c'houlenn stummadurioù war micherioù ar sevel tier, micherioù evit ober war-dro ar re gozh, micherioù an ostalerioù. Me 'gav din o deus kouraj ha bolontez an dud yaouank a-vremañ».
Lionel Buannic
Embannet e-barzh an Delegram, d’an 9vet a viz Du 2006
E galleg, en français
Le Point information jeunesse de Pontivy accueille un millier de jeunes chaque année. Un tel chiffre nous rappelle malheureusement les difficultés auxquelles ils sont confrontés, qu'ils vivent en ville ou à la campagne. Domitille André travaille depuis 20 ans pour les aider à trouver un emploi, un logement, une bonne formation. Elle les aide surtout à bâtir un projet de vie, tout en rappelant qu'ils ne doivent pas négliger pour autant leur santé ou leur alimentation. Domitille André réfute les clichés sur une jeunesse « passive », mais affirme, au contraire, que les jeunes se battent vraiment pour s'insérer dans une société difficile.