Gwenodennoù an Istor hag ar yezh.
Ul levr nevez da zizoloiñ hor bro dre he anvioù lec'h.
« A-wechoù e vez kavet anvioù lec'h gant "mine". Lod eus an dud a soñj dezho e teu diwar "menez". Met pa'z eer war an dachenn eo plad ar menez... Ar ger "mine " a dalv alies, e gwirionez, " douar treut pe fall ", er memes mod eget e kembraeg ». Ne c'heller ket kompren an anvioù lec'h hep mont war an dachenn. Ha sed ar pezh en deus graet Jean-Yves Plourin, kelenner war ar brezhoneg er Skol-Veur e Brest. Ouzhpenn 1200 lec'h, etre Kemperle hag ar Menezioù Du, da heul an Elle hag an Izol, war harzoù Bro Gerne. Ur bourmenadenn war gwenodennoù an istor, an natur, hag ar yezhoù.
Aet betek 1381.
« Abaoe dek vloaz emañ Pierre Hollocou o furchal e-barzh paperioù kozh. Kelenner war an istor eo. Ouzhpenn 300 devezh en deus tremenet e-barzh archivoù Kemper, Gwened, Sant Brieg, Naoned, Angers ha Poitiers evit klask roudoù anvioù lec'h ar vro-se. Ha start eo lenn dornskridoù. Kavet en deus "cartulaires" ha renabloù ar vro. A-wechoù omp bet gouest da vont betek 1381. An tri c'hard eus an anvioù lec'h a zo bet savet etre ar XIVvet hag ar XVvet kantved. E-barzh an dielloù hon eus kavet piv a oa Aotrou war gêr-man-gêr, pet a dud a oa o chom enno, peseurt mod e veze savet renabloù... ».
An doare nemetañ da gompren mat an anvioù lec'h. « E Langonned ez eus ul lec'h anvet "Coat ar ran". Soñjal a ra al lodenn vrasañ ez eo "le bois de la grenouille". Met n'eus ket ranned er c'hoadoù peurliesañ ! E 1496 e oa anvet " cat doeran ". "Prat quoadaran " a oa ivez e 1550 ha "Menez Coataran". Kement-se a deu diwar "Cadoeran ", hag a zo un anv brezelour e brezhoneg kozh".
Levezon an Istor.
« E Langonned ez eus ur "Minez Levenez ". Kontet e vez deomp, pa vez pourmenadennoù e oa krouget an dud, gwechall, war ar menez-mañ. Ha "Minez Levenez" a veze lavaret anezhañ ken laouen ma veze an dud ne vijent ket kondaoned d'ar marv. Brav eo ar vojenn-mañ, met n'eo ket gwir. E 1426 e oa anvet " Menezvenoe ", diwar an anv familh Numunoe, pe Nevenoe. Ne c'heller ket kompren an anvioù lec'h diwar ar brezhoneg a-vremañ. Ret eo gouzout an istor, rak un troc'h a zo bet e fin ar XVvet kantved. D'ar mare-se he doa digresket mat ar boblañs e Breizh. Kollet e oa bet lod eus an anvioù.»
« Levezon an Istor a vez gwelet mat war anvioù zo, evel anvioù ar milinoù : tout ar milinoù o doa añv an Aotrouniezh staget digante a-raok an dispac'h. Chenchet o deus goude. »
Anvioù tost ouzh ar c'hembraeg
Ret eo gouzout an Istor, dre vras. Ret eo gouzout istor ar yezhoù ivez, hag hini hor yezh, dreist-holl, da gompren mat an anvioù lec'h. « Pa vez gwelet "gwaz" e soñjer e vez kavet ur stêr. Met ur wech e oa sec'h al lec'h ! Ne oa ket posupl ! Tamm ha tamm on deuet da soñjal, neuze, e oa ar ger "gwas" bet lakaet evit "bod", evel ma vez kavet e kembraeg, pe e-barzh studiadennoù Fleuriot. Pa vez kavet "gwrac'h " e vez troet re vuan gant "vieille femme". Met tost eo ouzh ur ger kembraeg a dalv "kleuz" pe "harz". Ar ger "Rest" a vez troet alies gant "Maner". Ni a soñj deomp ez eo ul lec'h difraostet kentoc'h, evel ma vez e kembraeg ». Ar pezh en deus plijet ar muiañ da Jean-Yves Plourin, en ur skrivañ al leor-mañ eo «dizoloiñ ar vro en ur mod all».
Kinnig a ra deomp ober kement. E Bro Gemperle. Ha pelloc'h c'hoazh. Rak ar pezh en deus klasket ha diskoachet a zo gwir e Breizh Izel a-bezh ivez.
Lionel Buannic
embannet e-barzh an Delegram, d'ar 16vet a viz Du 2006
«Les noms de lieux et leur histoire. De Quimperlé aux Montagnes Noires», Pierre Hollocou et Jean-Yves Plourin, Emgleo Breiz, 260 pajenn, 18 €.
Levrioù all gouestlet d'ar brezhoneg en deus skrivet Jean-Yves Plourin ivez : «Initiation au breton familier et argotique», Editions Armeline, 289 p, 13€ (bet adembannet ar miz-mañ) « Tammoù Gwaskin. Au coeur du breton légitime - 6.000 expressions bretonnes », Editions Armeline, 491 p, 25 €.