Y. Coëffic-Groix. Haptonomez.
Mont e darempred gant ur c'hrouadur p'eman e-barzh korf e vamm. Burzhud an haptonomiezh...
« Amiegez on abaoe ugent vloaz, staliet e Henbont. Met chañs am eus bet, un toullad bloavezhioù zo, da sellout ouzh un abadenn tele "Le bébé est une personne". Displeget e oa penaos e oa gouest ar babig d'ober leun a draoù : sevel e benn davet e dud, selaou anezho, kompren ma oant trist pe laouen, mont e darempred gante, ha kompren petra oant o c'hortoz digantañ... An abadenn-se he deus cheñchet ma feson da welet ar c'hrouadur. D'ar poent-se am eus dizoloet an haptonomiezh, un dachenn bet digoret gant Frans Veldman ha Catherine Dolto. N'eo ket ar memes doare da brientiñ ar gwilioud. Peurliesañ e vez desket gant ar mammoù analañ e meur a feson, penaos en em lakaat evit gwilioudiñ hep kaout poan. Ha ne soñjer ket mui er babig ! An haptonomiezh a zo ur feson da selaou ar babig a-raok, hag e-pad ar ganedigezh, da reiñ fiziañs d'ar poupon, d'an tad, ha d'ar vamm. An darempredoù en deus ur babig e-barzh korf e vamm a zo pouezus kenañ. Digeriñ a ra e spered d'ar bed abred-tre. »
An tad hag ar babig.
« Adal ma vez santet ar babig o fiñval, er pevare miz, zo moaien da gregiñ gant an haptonomiezh. An tad a lak an daouarn war gorf ar vamm. Flourañ a ra anezhi da reiñ fiziañs ha d'ober plijadur dezhi. Goude-se e c'houlenn gant ar c'hrouadur tostaat. Soñjal a ra kreñv ennañ. Ha lavarout a ra d'ar babig, a greiz e galon, pegen pouezus eo santout anezhañ. Bemdez e vez graet an dra-se. Ha bemdez e vez kreñvoc'h an darempredoù etre an tad hag ar babig. Santet e vez ur "sérénité affective" o kreskin. C'hoari a reont asambles. Goulennet e vez gant ar poupon mont d'al laezh, tremen dindan an daouarn, pe mont betek an divgroazell. Ma n'eus ket amzer da c'hoari e-pad meur a zevezh e vez santet ar poupon oc'h ober e benn fall : ne teu ket ken fonnapl da welet an tad ! Gant ar c'hoarioù-se e vez diskouezet d'ar c'hrouadur penaos kaout fiziañs pa vo o tiskenn, ha pa deuio ar gwaskadennoù. Kustumet e vo da santout traoù. Pouezus kenañ eo ar garantez en haptonomiezh ivez. Santet e vez karantez an dud gant ar c'hrouadurioù. An tad hag ar vamm a zo gant o babig bepred. Gwelet e vez ar c'hrouadur evel un den gwir, un den gant ur bersonelezh. Pa vo ganet ar babig e vint tostoc'h an eil ouzh egile diouzhtu. »
« Soñj am eus eus
Lionel Buannic
Embannet e-barzh an Delegram d’an 30vet a viz Du 2006
E galleg, en français
Pouvoir échanger avec son bébé avant qu'il ne naisse... Ce rêve est aujourd'hui possible grâce aux techniques développées par l'haptonomie et pratiquées par certaines sages-femmes. Par le biais de jeux et de touchers, les pères peuvent maintenant communiquer avec leur enfant et lui donner amour et confiance afin d'arriver au monde dans les meilleures conditions, comme une personne déjà reconnue par ses parents. Un véritable bonheur !