Skignet e vez  an abadenn skingomz «Pop Skeud», bemdez  eus al Lun d'ar Gwener, dre radio-où  ar vro: 
             Bro Gwened (97.3 FM) da 5 eur, 
             Kerne (90.2 FM) da 4 eur, 
             Kreiz Breizh (102.9 FM).

Gwenael Kere.
Kontañ sonioù.

«Pop Skeud»: un abadenn muzik dispar war ar radioioù brezhonek.

Placebo, Jean Ferrat, The Cure, Zazie, Ali Khan, Souchon, Alan Stivell... A bep seurt, a bep oad, hag a bep bro... Souezhet e vezer atav o selaou «Pop Skeud».

Ha petra 'ta a vo kinniget deomp gant Gwenael Kere e-pad un hanter eurvezh hiziv ? Peseurt ton, peseurt den, peseurt yezh, peseurt sonerezh, peseurt kiz ? « Un albom a vez kinniget bemdez e-barzh an abadenn da Iakaat an dud da zizoloiñ ur muzik, un arzour, ha buhez an dud a ra ar muzik-se, Spered " Pop skeud" eo. Deuet e oa din pevar blezh zo. Tro am boa bet da erlec'hiañ Marie-Laure Groix war Radio Bro Gwened.
Ha komañset em boa da ginnig tonioù rock e-kreiz an abadennoù brezhonek."Provoc" e oa un tamm : muzik rock e-pad abadennoù " hengounel ", Mat plijout a rae d'an dud, Ha plijout a ra din komz e brezhoneg diwar traoù ne dennont ket eus Breizh.
»

Levezon ar vuhez war ar muzik.

Ha setu ganet "Pop Skeud".Ur plijadur ! Un hanter eurvezh da c'houzout pelloc'h war un arzour. Un digarez da selaou tonioù ne vint biken skignet war ar radioioù all. Tonioù ne vezont ket skignet da werzhan ur bladenn pe un abadenn war al leurenn.
Un hanter eurvezh da vont e darempred gant ur c'haner, o selaou meur a don bet savet gan-tan, meur a stumm, meur a dra en deus da lavarout deomp. Un doare da ginnig an arzourien ral a-walc'h war ar radioioù a-vremañ. « N'on ket dedennet gant an doareoù people. Ne glaskan ket traoù personel. Met klask a ran gouzout penaos emañ deuet an dud-se d'ober ar vicher-se, da vout sonerien. Ur choaz ? Un degouezh ? Dizoloet e vez kalz a draoù en ur brientiñ an abadennoù. Anavezet em eus gwelloc'h tud a ne blijent ket din. Evel Bernard Lavilliers. N'ouient ket piv e oa. Gwelet em eus e oa ganet en ur familh baour e Sant-Etienne. Micherourien e-barzh un uzin e oa e dud. En ur skol addressañ e oa bet lakaet pa oa krennard. Beajet en doa e Brazil ivez... Komprenet am eus peseurt levezon he doa bet e vuhez war e vuzik.».

Ur bladenn bemdez.

Par da "Bop skeud" n'eus ket kalz war ar gwagennoù FM- N'eus 'tra ebet da werzhañ amañ. Beaj ebet, pladenn ebet da c'hounid. Den ebet da vrudañ. Ti-produiñ ebet o vountañ. N'eus nemet ur vouezh sioul ha sur. Mouezh un den yaouank barrek kenañ war ar muzikoù pop, klasel, pe hengounel er bed a-bezh. Nerzh un den, divskouarn, ur spered lemm hag ur vouezh gouest da sachañ hor evezh. Un den a radio, unan gwir.
« Klask a ran gouzout pelloc'h diwar an doare da seniñ gant un arzour. Evel Bjork. Me blije ket din kement-se he muzik. Ha ne gomprenen ket perak. Sellet em eus ouzh ur film a zisklerie he buhez hag he feson da labourat. Komprenent em eus penaos e oa ar binvioù elektronek instrumantoù gwir evit sevel sonioù nevez. Rak n'eo ket ar benveg a gont, met ar pezh a zo e penn ar soner. Ar benveg n'eo nemet un hent evit mont d'ar son. »

Sanson ha Bowie.

Ha kement-se a vez kontet deomp a-raok bep son ha bep ton. Bemdez. « Ret eo din kaout ur bladenn bemdez. N'eo ket aes atav. N'emaon ket o labourat e France Inter ha n'em eus ket kement a amzer da brientiñ un abadenn ! Ne vez ket kaset din ur bochad pladennoù gant tier-produiñ kennebeut. Met traoù liesliv a glaskan kavout. Mont a ran da furchal e-barzh ar mediaouegoù, amprestiñ a ran pladennoù digant ma mignoned.., Traoù " komersial " am eus kinniget ar bloaz paseet ivez : Tina Arena. Céline Dion (ret e oa gober ganti un devezh bennak...), Eros Ramazzoti. Plijout a ra da dud zo ivez. Stiloù a bep seurt a blij din-me : sàoz, hengounel, gall (plijet on gant Serge Gainsbourg pe Véronique Sanson, met n'on ket fromet kement-se gant ar "c'han gallek nevez"). Ne veze skignet nemet traoù nevez e " Pop Skeud " er bloavezhioù kentañ. Bremañ e vez klasket gober "Mojennoù ar Rock" ivez. Sonerien evel David Bowie, da skouer. Hag abadennoù "World Music", un doare mat da zizoloiñ spered ur vro, an doareoù da vevañ, an douaroniezh... Bepred a zo da zeskiñ. Ha laouen on o welet eo chomet b'am fenn tout ar pezh am eus kinniget abaoe tri bloaz ! » E-barzh hor penn deomp-ni ivez. Mersi dit !

Lionel Buannic  (miz Ebrel 2006)

Skignet e vez «Pop Skeud», bemdez eus al Lun d'ar Gwener,war : 
           . Radio Bro Gwened (97.3 FM)  >>>    da 5 eur,
           . Radio Kerne (90.2 FM),          >>>    da 4 eur,
           . Radio Kreiz Breizh (102.9 FM).