Pennad I

YANN AR BADEZOUR

1 Penn kenta Kelou Mad (l), Jezuz-Krist, Mab da Zoue,
2 hervez ar pez a zo skrivet e levr ar profet
Izaiaz:

  « Setu ma kasan va hannad en da raog,
  « en a gempenno dit an hent,
3 « mouez an dén o krial er goueleh:
  « Kempennit an hent d'an Aotrou,
  « eünit dezañ e wenojennou».

4 Evel-se e oe gwelet Yann ar Badezour er goueleh, o prezeg eur vadeziant a binijenn  evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.

5 Direded a ree davetañ Bro-Judea a-béz hag oll dud Jeruzalem ; en eur anzao o 'fehejou e vezent badezet gantan er Ster-Jordan.

6 Yann a oa gwisket gand dillad reun kañval, hag eur gouriz 1er en-dro d'e zargreiz. E voued a oa killeien-raden ha mél gouez.

7 Embann a ree:
— « Erru eo war va lerh an hini a zo kreñvoh
egedon, ha n'on ket din, en eur blega, da ziskoulma lèrenn e zandalennou.
8 Me am-eus ho padezet en dour; En ho padezo
er Spered-Santel».

BADEZIANT JEZUZ

9 En amzer-ze e teuas Jezuz euz Nazared, kêriadenn euz Bro-Halilea, da veza badezet gand Yann e ster ar Jordan.

10 Kerkent ha ma teuas er-mêz euz an dour, e welas an Neñv o tigeri hag ar Spered-Santel o tiskenn warnan evel eur goulm.
11 Eur vouez a zeuas euz an Nenv o lavared :

« Te eo va Mab muia kared, ennout e kavan va dudi».

JEZUZ ER GOUELEH

12 Kerkent e oe kaset Jezuz d'ar goueleh gand ar Spered.
13 E-pad daou-ugent devez e oe tentet gand
Satan. Loened gouez a oa en-dro dezan hag an Elez a jome d'e zervicha.

14 Goude ma oe bet laket Yann er prizon, e teuas Jezuz da Vro-Halilea.
15 Embann a ree ar Helou Mad a-berz Doue hag
e lavare:

« Deuet eo an amzer d'e boent, tost eo Rouantèlèz Doue. Cheñchit buez ha kredit er Helou Mad» (2).

16 O tremen war ribl ar mor Galilea, e welas Simon hag e vreur André o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant,

 17 Jezuz a lavaras dezo:
 
    — « Deuit d'am heul, me raio ahanoh
pesketerien tud ».

 18 Kerkent e tilezont o rouejou evid mond d'e heul.

 19 Eun tammig pelloh e welas Jezuz Jakez  mab Zebede hag e vreur Yann, int-i ive en eur vag, o kempenn o rouejou.

20 O gelver a reas kerkent. Neuze, o tilezel o zad gand e vevelien er vag, ez ejont d'e heul. 

JEZUZ E KAFARNAOM

21 Antreal a rejont e Kafarnaom. Kerkent eet er zinagog da zeiz ar zabad, e stagas da gelenn.

22 Souezet braz e oe an dud ouz e gleved, rag komz a ree evel eun dén galloud dezañ, ha n'eo ket evel ar Skribed (3).
23 Hogen er zinagog e oa eun dén trubuillet

gand eur spered hudur, hag a stagas da grial:

24 — «Petra' glaskez ouzom, Jezuz a Nazared?

Deuet out da goll ahanom? Gouzoud a ran piou out: Sant Doue».

25 Jezuz a hourdrouzas anezañ:
   — «Peoh! Kerz er-mêz euz an dén-ze».   

26 Ar spered hudur a hèjas taer an dén, hag a yeas kuit en eur youhal forz.

27 Ken souezet e oent ma houlennent an eil ouz egile :
 
— « Petra eo kement-mañ? Setu eur 
gelennadurez nevez embannet gand galloud.

Gourhemenn a ra d'an droug-sperejou o-unan hag e sentont outañ ».

28 Kerkent e redas ar vrud anezañ a-dreuz Bro-Halilea a-béz.

PARE MAMM-GAER SIMON

29 O kuitaad ar zinagog, Jezuz, gantan Jakez ha Yann, a yeas da di Simon hag André.
30 Mamm-gaer Simon a oa war he gwele gand an
derzienn. Kerkent e oe greet ano anezi da Jezuz.


31 Eñ a dosteas, hag a reas dezi sevel en eur
gregi en he dorn. An derzienn a gouezas hag eh en em lakeas d'o zervicha.

32  Diouz ar pardaez, goude ar huz-heol (4), e oe digaset dezañ an oll glañvourien hag ar re a oa e dalh an droug-spered.
33 Kêr a-béz a oa bodet dirag an nor.
34 Ar pare a roas da galz a dud taget gand a
bep seurt kleñvejou. Argas a reas kalz droug-sperejou, ha n'o leze ket da gomz, rag gouzoud a reent piou oa.

JEZUZ A GUITA KAFARNAOM

DA VOND DA VRO-HALILEA

35 Antronoz, pell a-raog goulou-deiz, ez eas Jezuz er-mêz, hag eh en em dennas en eul leh distro. Hag eno e pede.

36 Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
37 O veza e gavet e lavaront dezañ:

 — «An oll a zo ouz da glask».
 
38 Med Jezuz a respontas:
 
 — «Deom a-hann d'ar hêriadennou
tro-war-dro, ma prezegin enno ive, rag evid an dra ze eo ez on deuet».

39 Hag e kerzas dre Vro-Halilea a-béz, en eur embann an Aviel er zinagogou hag en eur argas an droug-sperejou.

PARE AN DEN LOR

40 Eun dén lor a zeu da gavoud Jezuz. Aspedi a ra anezañ, hag o koueza d'an daoulin e lavar:

 — «Ma karez e héllez rei din ar pare».

41 Jezuz, leun a druez outañ, a astennas e zorn, a douchas outañ hag a lavaras:

 — «Me a 'fell din! bez pareet». 

42 Raktal ez eas al lorgnez kuit dioutan hag e oe pareet.
43 Dioustu e kasas Jezuz anezan kuit, en eur
lavared rust:

 44— « Taol evez ! Na lavar grik da zen. Med kee d'en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig, evid da bareañs, ar pez a hôurhemenn Moizez el Lezenn, ma talvezo kement-se da desteni evito» (5).

45 Med eur wech eet kuit e stagas da embann ha da vruda ar helou, en doare ma ne helle mui Jezuz antreal, a wél d'an oll, e kêr pe gêr. Chom a ree war ar-mêz, el lehiou digenvez. Hag euz a bep tu e teued d'e gavoud.