Pennad XI

 
JEZUZ DIGEMERET E JERUZALEM EVEL EUR ROUE

1 Pa oent erruet tost de Jeruzalem, e-kichenn Betfaje ha Betania, dirag Menez an Olived, é kasas Jezuz daou euz e ziskibien, en eur lavared dezo:

2— « It d'ar vourhadenn a zo dirazoh. Kerkent hag cet e-barz e kavoh eun azen yaouank ouz ar stag, ha n'eus bet c'hoaz dén azezet warnañ. Distagit anezañ hag henn digasit ganeoh.

3 «Ma houlenn unan bennag ouzoh: «Petra 'rit aze?» Respontit : « An Aotrou e-neus ezomm anezañ ». Ha dioustu e lezo anezañ da zond ganeoh».

4 Mond a reont eta, hag e kavont eun azen yaouank stag e-kichenn eun nor, er-mêz euz an ti, hag e tistagont anezañ.

5 Tud a oa eno hag a houlennas outo :

— «D'ober petra e tistagit an azenig-se?»

6 Int-i da respont evel m'e-noa lavaret Jezuz, hag e lezer anezo da ober.
7 Digas a reont an azen yaouank da Jezuz. Taoler a reont o mantilli war e gein ha Jezuz a azezas warnañ.

8 Kalz tud neuze a léd o mañtilli war an hent ha lod all bodou trohet ganto er parkeier.
9 Ar re a gerze a-raog koulz hag ar re a zeue warlerh a youhe a-bouez-penn :

«Hozanna!
«Benniget an hini a zeu en ano Doue!
10 «Benniget ar Rouantèlèz a zo o tond,
« hini David on Tad.
« Hozanna e barr an Neñvou !»
11 Hag eh antreas e Jeruzalem, en templ. Goude beza greet eur zell war bep tra en-dro dezañ, o veza m'oa dija ar zerr-noz, ez cas ahano da Vetania gand an Daouzeg.

AR WEZENN FIEZ DIZEHET

12 Antronoz, o veza m'edont o vond kuit euz Betania, Jezuz a zeuas naon dezañ.
13 O weled euz a bell eur wezenn 'fiez, deliou dezi, ez cas da weled ha kavoud a rafe enni eun dra bennag.

Tostaad a reas ha ne gavas nemed deliou. N'edod ket e mare ar fiez.
14 Neuze e komzas hag e lavaras d'ar wezenn fiez:

— «Biken mui ne zebro dén euz da frouez» (30).

An diskibien a zelaoue.

AR VARHADOURIEN KASET ER-MEZ EUZ AN TEMPL

15 Digouezoud a reont e Jeruzalem. Eet en templ, en em lakeas Jezuz da gas er-mêz an dud a oa o werza hag o prena en templ. Tumpa 'reas taoliou an eskemmerien arhant ha kado-riou ar varhadourien goulmed.

16 Ne leze dén e-béd da dreuzi an templ sammet gand tra pe dra.
17 Kelenn a ree ha lavared:

— «Daoust ha n'eo ket skrivet:

«Va zi a vo anvet ti ar bedenn
« evid an oll boblou,
 « ha c'hwi ho-peus greet anezañ
 «eun toull laeron».

18 Prinsed ar Veleien hag ar Skribed a glevas, hag a glaske an tu d'e lakaad d'ar maro, rag aon o-doa razan, ablamour m'oa estlammet ar bobl gand e gelennadurez. 19 Deuet an abardaez e kuiteas kêr gand e ziskibien.

AR WEZENN FIEZ DIZEHET

20 En eur vond e-biou, antronoz vintin, e weljont ar wezenn 'fiez dizehet beteg he gwriziou.
21 Pèr, deuet da zonj dezañ, a lavaras:

— « Rabbi ! Sell ta ! Seh-korn eo ar wezenn 'fiez az-poa milliget».

22 Jezuz a respontas:

— «Ho-pet feiz e Doue.

23 E gwirionez, m'hel lavar deoh: ma lavar unan bennag d'ar menez-se: «Sav alese hag en em daol er mor », ma n'eus ket douetans en e galon, ha ma kréd e tigouezo ar pez a lavar, e vo sevenet e vennad.

24 «Setu perag e lavaran deoh: Kement a houlennoh en ho pedennou, kredit ho-peus e resevet, hag e vo roet an dra-ze deoh.

25 « Ha pa vezit en ho-sav o pedi, m'ho-peus tra pe dra a-eneb da unan bennag, pardonit, evid ma pardono ive deoH ho pehejou ho Tad hag a zo en Neñvou ».

GOULENNOU AR JUZEVIEN WAR HALLOUD JEZUZ

(26)27 Distrei a reont da Jeruzalem. Jezuz a oa en templ o tond hag o vond. Prinsed ar Veleien, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl a dosteas outañ,
28 hag a lavaras dezañ :

— «A-berz peseurt galloud e rez-te an dra-ze? Piou e-neus roet dit galloud d'henn ober?»

29 Respont a reas dezo:

— « Ne rin nemed eur goulenn ouzoh. Respontit din hag e lavarin deoh a-berz peseurt galloud e ran kement-se:
30 Badeziant Yann, daoust hag euz an Neñv e teue, pe a-berz an dud? Respontit din».

31 Soñjal a rejont enno o-unan: «Ma lavarom euz an Neñv e responto: Perag'ta n'ho-peus ket kredet ennañ?
32 Ha lavared e raim: a-berz an dud?»

 Aon o-doa, rag an oll a grede e oa, e gwirionez, Yann eur profet.

33 Neuze e respontjont da Jezuz:

- «N'ouzom ket!»

Ha Jezuz dezo:

— « Me, kennebeud, ne lavarin ket deoh a-berz peseurt galloud e ran kement-se».