Pennad XIII


DISMAÑTR JERUZALEM

1 P'edo Jezuz o vond kuit euz an templ ; e lavaras dezañ unan euz e ziskibien:

— «Mestr, sell peseurt mein! Peseurt savaduriou»!

2 Jezuz a lavaras dezañ:

— «Gweled a rez ar savaduriou braz-se? Ne jomo ket mên war vên anezo. Distrujet e vo pep tra».

3 Jezuz a oa azezet war ar Menez Olived dirag an templ. Pèr ha Yann, gantañ a-gostez, a houlenne outañ:

4— «Lavar deom, pe vare e tigouezo kement-se, ha petra 'vo ar zin ema an oll draou-ze o vond da echui ».
5 Jezuz a lavaras dezo :

— «Taolit evez na zeufe dén d'ho touella. 6 Kalz a zeuio en eur gemer va ano hag a lavaro : « Me eo ! » Ha kalz tud a vo touellet ganto.

7« Pa glevoh ano euz brezeliou, pe euz kelou a vrezeliou, n'it ket 'ta da gaoud aon. An dra-ze a die c'hoarvezoud, med ne vo ket c'hoaz ar fin.

8«Brezel a zavo, pobl a-eneb pobl, rouantèlèz a-eneb rouantêlèz. Krén-douar a vo e meur a leh, ha kernez. Aze e vo ar penn kenta euz poaniou ar gwilioud.

9«Bezit war evez! Laket e vezoh être daouarn ar varne-rien, ha skourjezet er zinagogou. Kaset e vezoh dirag ar houarnourien hag ar rouaned ablamour din-me. Eun testeni a vo aze evito.

10« Rag réd eo da genta e vefe embannet an Aviel d'an oll boblou.
11 Ha pa gasint ahanoh evid beza roet ganto n'ho-pet ket nehamañt, en a-raog, evid gouzoud petra da lavared. Med ar pez a vo roet deoh da houzoud d'ar mare-ze, c'hwi henn lavaro, rag n'eo ket c'hwi eo a gomzo, med ar Spered-Santel.

12 «Ar breur a roio e vreur d'ar maro hag an tad e grouadur. Ar vugale en em zavo a-eneb d'o zud hag a lakaio o hondaoni d'ar maro.

13«Kasoni o-do an oll ouzoh ablamour d'am ano, med an hini a zalho mad beteg penn, hennez a vo salvet.

MEZ HA REUZ SPONTUZ

14 « Pa weloh eta an heugadenn spontuz (33) o chom el leh na dle ket beza — ra intente an neb a lenn — neuze ar re a vo e Bro-Judea, dezo tehed d'ar meneziou.
15 An hini a vo war al leurenn-doenn, arabad e vo dezañ diskenn, nag antreal en e di evid kas gantañ tra pe dra.
16 An hini a vo er park, arabad dezañ dond war e giz da gemered e vantell.
17 Gwas-a-ze d'ar gwragez a vo o tougenn pe o vaga en deiziou-ze.

18 « Pedit evid na zigouezo ket kement-se er goanv.
19 Rag deveziou a enkrez e vo an deveziou-se, evel ma n'eus ket bet o 'far abaoe ar penn kenta euz ar béd krouet gand Doue beteg bremañ hag evel na vo mui.

20« Ha ma '-nefe ket an Aotrou berreet an deveziou-zë, ne vefe saveteet dén e-béd. Med o berreet e-neus ablamour d'an dud santel dibabet gantañ.

21« Neuze, ma lavar unan bennag deoh:

— «Sell! Amañ ema ar Mesiaz! Sell! Aze ema!» Na gredit ket !
22 Sevel a raio Kristed faoz ha falz-Profeted. Ober a raint sinou ha burzudou: peadra da zeseo an dud santel o-unan ma vefe posubl.
 23 C'hwi eta, taolit evez. Lavaret em-eus deoh pep tra en a-raog».

DONEDIGEZ MAB AN DEN

24 « Med en deveziou-ze, goude trubuillou spontuz, e ten-valaio an heol. Al loar ne roio mui he sklêrder.
25 Ar stered a gouezo euz an oabl, hag an neñvou a vrañsello (34).
26 « Neuze e vo gwelet Mab an Dén o tond er houmoul gand galloud ha gloar dispar. 27Kas a raio neuze e êlez da zastum ar re dibabet gantañ euz pevar horn ar béd, euz penn pella an douar beteg penn pella an neñv.

PARABOLENN AR WEZENN FIEZ

28 « Kemerit kentel diwar ar wezenn 'fiez. Pa vez deuet tener ar skourrou anezi ha digor an deliou, c'hwi a oar ema tost an hañv.

29 « Evel-se, c'hwi ive, a-benn m'ho-po gwelet an traou-ze o c'hoarvezoud, gouezit ema Mab an Dén deuet da gichenn, e-tal an nor.

30 « E gwirionez, m'hel lavar deoh, ne vo ket tremenet ar . rummad tud-mañ, a-barz ma tigouezo an oll draou-ze. 31An neñv hag an douar a dremeno, va homzou-me ne dremenint ket.

32 « Med evid ar pez a zell ouz an deiz pe an eur, ne oar dén e-béd, nag an êlez en Neñv, nag ar Mab zokén. N'eus nemed an Tad hag a oar».

BEZIT WAR EVEZ

33 «Diwallit! Bezit war evez! Rag n'ouzoh ketpegoulz e | vo ar mare.

34 « An dra-ze a zo heñvel ouz eun dén hag a ya da veaji. Lezet e-neus e di, roet karg d'e zervicherien, ha labour da bep j hini, ha gourhemennet d'ar porzier beza war evez.

35 « Bezit war evez eta, rag n'ouzoh ket pe da vare e j tistroio mestr an ti, pe da hanter noz, pe da gan ar hillog, pe diouz ar mintin.
36 Gand aon na zigouezfe a-greiz pep kreiz ha n'ho kavfe kousket.

37 « Ar pez a lavaran deoh, eo d'an oll hel lavaran. Bezit war evez ! »