Pennad XIV
AR BASION
1 Ar Park, ha gouel ar Bara Dihoell (35) a oa da veza a-benn daou zevez, hag edo Pennou-Braz ar Veleien hag ar Skribed o klask dre beseurt tro-blég tapa krog e Jezuz, evid e lakaad d'ar maro, 2 hag e lavarent kenetrezo:
— « Arabad e vefe e-pad ar gouel gand aon na zavfe trouz e-touez ar bobl».
JEZUZ E BETANIA
3 Jezuz a oa e Betania, e ti Simon al Lor. E-pad m'edo ouz taol e teuas eur vaouez, ganti eur podad louzou c'hwez-vad .pur ha talvouduz braz... Terri a reas ar pod ha skuill ar c'hwez-vad war benn Jezuz.
4 Ouspenn unan a oe feuket hag e lavarent kenetrezo:
— « Da betra koll evel-se al louzou c'hwez-vad?
5 Gellet e vije bet e werza ouspenn tri hant diner ha rei ar priz d'ar beorien».
Hag e hrosmolent a-eneb dezi.
6 Jezuz a lavaras :
— «Lezit anezi. Perag ober poan dezi? Eun dra vad he-deus greet em-heñver.
7 Rag ar beorien ho-peus atao en ho-touez, ha pa garit e hellit ober vad dezo. Me a-vad n'ho-pezo ket atao.
8 Ar pez e oa gouest da ober he-deus greet, ar vaouez-mañ. A vremañ he-deus balzamet va horv a-benn ma vo sebeliet.
9 E gwirionez, m'hel lavar deoh, e kement leh ma vo prezeget an Aviel dre ar béd, e vo displeget ive, en eñvor dezi, ar pez he-deus greet.
TAOL TREIZ JUDAZ
10 Judas Iskariot, unan euz an daouzeg abostol a yeas neuze da gavoud Pennou-Braz ar Veleien, da ginnig lakaad Jezuz être o daouarn.
11 Ouz e gleved e oent laouen-kenan, hag e rejont marhad gantañ, hag eñ, azaleg neuze, a glaske an tu d'e lakaad etre o daouarn.
POURCHASOU AR PASK
12 Da zeiz kenta gouel ar Bara-Dihoell, ma veze lazet an Oan-Pask, an diskibien a houlenn outañ:
— «Peleh e fell dit ez afem da bourchas an traou evid ma tebri ar Pask?»
13 Kas a reas daou euz e ziskibien hag e lavaras dezo:
— «It e kêr; erruoud a raio ganeoh eun dén o tougenn eur podad dour.
14 Kerzit d'e heul, hag en ti ma 'h antreo, lavarit d'ar perhenn: « Ar Mestr a houlenn ouzoh: E peleh ema ar zal ma hellin debri enni ar Pask gand va diskibien?»
15 «Diskouez a raio deoh eur zal war al laez, frank ha kempenn. Eno, pourchasit pep tra evidom».
16 Setu ma 'z eas an diskibien e kêr; kavoud a rejont an traou evel m'e-noa Jezuz lavaret hag e preparjont ar Pask.
AR GOAN ZIWEZA
17Deuet an abardaez, e teu Jezuz gand an Daouzeg. 18E-pad m'edont ouz taol, o tebri, e lavaras Jezuz:
— «E gwirionez, m'hel lavar deoh, unan ahanoh am gwerzo, hag ema o tebri ganin».
19 Trist e teujont da veza, hag an eil goude egile e hou-lennjont outañ:
— «Ha me e vefe?»
20 Lavared a reas Jezuz:
— «Unan euz an Daouzeg eo, hag a lak e zorn er plad asamblez ganin. 21 Evid gwir, o vond kuit ema Mab an Dén, hervez m'eo skrivet diwar e benn, med an hini, siwaz dezañ!, hag a zo o werza Mab an Dén: gwelloh d'an dén-ze ne vije ket bet ganet».
SAKRAMAÑT AN AOTER
22 E-pad ar préd, e kemeras Jezuz bara, hag o veza lavaret ar vennoz, e torras anezañ hag her roas d'e ziskibien, en eur lavared :
— «Kemerit, va Horv eo hemañ».
23 Kemer a reas ive eur halirad gwin, O veza lavaret ar vennoz, her roas dezo, hag oll eh evont dioutañ. 24 Lavaret e-noa dezo:
— «Va Gwad eo hemañ, Gwad an Emgleo nevez (36), skuillet evid e-leiz a dud.
25 Nann ! m'hel lavar deoh, ne evin mui euz ar frouez gwinienn-se, beteg an deiz ma 'h evin anezañ, nevez, e Rouantèlèz Doue».
PER A NAHO E VESTR
26 Goude beza kanet ar Salmou, ez ejont kuit evid mond da Venez an Olived.
27 Jezuz a lavaras dezo:
— « C'hwi oll a vo laket da goueza, rag merket eo er Skritur-Zakr:
— «Skei a rin gand ar pastor
«hag an deñved a vo strewet a bep tu».
28 « Hogen, pa vin savet da veo en-dro, me 'yelo en ho-raog da Vro-Halilea».
29 Pèr neuze a lavaras dezañ:
— «Ha goude ma teufe an oll da veza skoillet me ne vezin ket».
30 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « E gwirionez, m'hel lavar dit, te, hirio, en noz-mañ, a-barz m'e-no kanet ar hillog diou wech, te az-po va nahet teir gwech».
31 Med en a zalhe da lavared startoh c'hoaz:
— «Ha pa ve réd din mervel ganit, ne nahin ket ahanout».
Hag oll e lavarent kemend-all.
E JETSEMANI
32 Digouezoud a rejont en eul leh anvet Jetsemani. Hag e lavaras d'e ziskibien:
— «Azezit amañ e-pad ma vin o pedi».
33 Kas a ra gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e teu da goueza warnañ spont hag anken. 34 Lavared a reas dezo:
— « Trist da vervel eo va ene ; chomit amañ, ha beillit ».
35 Eet eun tammig pelloh, e kouez d'an douar. Goulenn a ra en e bedenn pellaad dioutañ an eur-ze, ma hell beza pelleet.
36 Lavared a ree:
— «Abba, Tad! Te a hell pep Ira: Pella diouzin ar halirad-mañ. Evelato, ra vo greet da volontez-te, nann va hini-me».
37 Dond a ra en-dro, hag e kav e ziskibien kousket. Lavared a ra da Bèr:
38 « Simon, kousked a rez? N'az-peus ket gellet beilla eun eurvez zokén? Beillit ha pedit evid diwall da goueza en tenta-dur. Ar spered a zo prim, med natur an dén a zo gwan».
39 Pellaad a reas adarre ha pedi gand an hevelep komzou.
40 Pa zistro d'o havoud e kav anezo kousket c'hoaz, rag poun-ner oa eet o daoulagad, ha ne ouient ket petra da respont dezañ.
41 Evid an trede gwech e teu evel-se hag e lavar dezo:
— «Kouskit bremañ ha diskuizit... A-walh eo! Deuet eo an eur ! Ema Mab an dén o vond da goueza etre daouarn ar beherien.
42 Savit ! Deom ! An hini a zo ouz va gwerza a zo tost».
43 Komz a ree c'hoaz pa zigouezas Judaz, unan euz an Daouzeg, ha gantañ eur vandennad tud, klezeier ha bizier en o daouarn, kaset gand Prinsed ar Veleien, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl.
44 Eur zin e-noa roet an treitour dezo :
— «An hini a roin eur pok dezañ, hennez eo, krogit ennañ ha bezit war evez evid kas anezañ ganeoh».
45 Kerkent ha ma oe digouezet e tosteas ouz Jezuz hag e lavaras dezañ:
— « Rabbi ! »
Hag e roas eur pok dezañ.
46 Ar re all neuze a daol o daouarn warnañ hag a zalh mad dezañ.
47 Unan euz ar re a oa eno a dennas e gleze hag a skoas eun taol gand mevel ar Beleg-Braz hag a drohas dezañ e skouarn. 48 Jezuz a gomzas hag a lavaras dezo:
— « Evel pa vefen eul laer oh deuet gand klezeier ha bizier da baka ahanon.
49 Bemdez e vezen, en ho touez en templ, o rei kelennadurez, ha n'ho-peus ket kroget ennon. Med bremañ eo evid ma teuio da wir ar pez a zo merket er Skritur-Zakr».
50 Oll neuze e tilezjont anezañ hag e tehjont kuit.
51 Eur paotr yaouank, koulskoude, a yeas da heul Jezuz, netra war e gorv nemed eul linser. Kregi a reer ennañ,
52 med en en em zispég euz e linser hag a deh kuit en noaz (37).
JEZUZ DIRAG AR SANHEDRIN
53 Digaset e oe Jezuz dirag ar Beleg-Braz. En em zastum a ra eno oll Brinsed ar Veleien, Pennou braz ar bobl hag ar Skribed.
54 Pèr euz a bell e-noa heuliet Jezuz beteg ti ar Beleg-Braz ; e diabarz ar porz, azezet e-touez ar zervicherien, e oa cet da domma e-kichenn an tan.
55 Ar Veleien-Vraz hag ar Huzul a-béz a glaske a-eneb Jezuz eun testeni bennag evid e gondaoni d'ar maro, ha ne gavent ket.
56 Meur a hini a zouge falz-testeni a-eneb dezañ, med n'oa ket heñvel an testeniou an eil ouz egile.
57 Sevel a ree hiniennou da zougen testeniou faoz evel-henn:
58— «E glevet on-eus o lavared: «Me a ziskaro an templ-mañ, savet gand dorn an dud, hag e tri devez e savin unan all ha ne vo ket diwar dorn an dud».
59 Ha war ar poent-se zokén, n'oa ket heñvel o zesteniou.
60 Ar Beleg-Braz neuze a zav en e-zav e-kreiz an dud bodet eno hag a houlenn ouz Jezuz:
— «N'az-peus netra da respont d'an tamallou greet dit gand ar re-mañ?»
61 Jezuz a jom dilavar ha ne respont netra. Ar Beleg-Braz a houlenn outañ neuze:
— «Ha bez' ez out-te ar Mesiaz, Mab an Doue benniget? »
62 Respont a reas Jezuz:
— « Ya, bez' ez on ! Ha c'hwi a welo Mab an Dén azezet en tu dehou d'an Doue oll halloudeg, hag o tond war goa-brennou an neñv».
63 Ar Beleg-Braz goude beza roget e zillad a lavaras :
— «Peseurt ezomm on-ëus c'hoaz da gaoud testou?
64 E glevet ho-peus o vlasfemi. Petra 'zoñj deoh?» Hag e oe barnet d'ar maro gand an oll.
65 Lod neuze en em lakeas da dufa outañ, da voucha dezañ e zaoulagad, da skei gantañ en eur lavared dezañ:
— « C'hoari da brofet ! »
Hag ar zervicherien a skoe taoliou gantañ.
PER A NAH E VESTR
66 En-dra m'edo Pèr en traon, er porz, e tigouezas eur valez d'ar Beleg-Braz.
67 O weled Pèr o tomma ouz an tan, o selled outañ e lavaras:
— « Te ive a oa gand Jezuz a Nazared».
68 Pèr a nahas :
— «N'ouzon ket ha ne intentan ket petra lavarez». Hag en mond er-mêz war-zu ar porched.
69 Ar valez ouz e weled a lavaras a-nevez d'ar re a oa eno :
— «Hennez a zo unan anezo». Ha Pèr a nahe en-dro.
70 Nebeud amzer goude, ar re a oa eno a lavare da Bèr eur wech muioh:
— « A-dra-zur ez oui unan euz ar re-ze, rag euz Bro-Halilea oui».
71 Med en neuze da doui ha da vallozi:
— «Ne anavezan kel an dén-ze a gomzil anezañ din».
72 Raklal, evid an eilved gwech, e kanas ar hillog.
Pèr neuze a zeuas da zonj dezañ e komzou Jezuz:
— « A-barz m'e-no ar hillog kanel diou wech ez-po va nahel leir gwech».
Hag e stagas da ouela.