Pennad XV
JEZUZ DIRAG PILAT
1 A-bréd diouz ar minlin e reas ar Veleien-Vraz boda Pennou-Braz ar bobl hag ar Skribed, gand ar Huzul-Meur a-béz. Goude beza chadennel Jezuz, e kasjont anezañ da di Bilat, ar gouarnour.
2 Goulenn a reas Pilat outañ:
- «Ha bez' ez oul-le roue ar Juzevien?».
Respont a reas Jezuz:
- «Te eo henn lavar».
3 Tamallou e-leiz a zave ar Veleien-Vraz a-eneb dezañ.
4 Pilat a houlennas oulan adarre :
— « N'ez-peus netra da respont? Sell pegen braz tamallou a reont dit?»
5 Med Jezuz ne respontas mui nelra, ar pez a lakeas Pilat da veza souezet.
6 Hogen, da geñver gouel Pask, edo ar hiz ganlan da rei dezo, war o goulenn, ar frankiz d'eur prizoniad, an hini a houlennent.
7 An den anvel Barabbaz a oa neuze er prizon gand an dispaherien all, lazel ganlo eun dén e-pad an laol-dispah.
8 Pignet beleg ennañ, e houlennas ar bobl digand Pilat ar pez e oa kuslum da rei dezo.
9 Pilat a respontas:
— «Ha c’hoant ho-peus e laoskfen ganeoh roue ar Juzevien?»
10 Gouzoud a ree tra-walh e oa dre warizi o-doa ar Veleien-Vraz lakel Jezuz etre e zaouarn.
11 Med ar veleien-Vraz a boulzas ar bobl da houlenn kenloh ma ve laoskel Barabbaz.
12 Pilat neuze a gomzas hag a lavaras dezo:
— «Petra 'rin neuze euz an hini a anvit roue ar Juzevien?
13 A-bouez-penn e respontjont:
— « Stag anezañ ouz ar groaz ! »
l4 Ha Pilat:
— «Peseurt droug e-neus greet eta?» ,
Kreñvoh c'hoaz e youh an dud:
— «Stag anezañ ouz ar groaz! »
15 Pilat neuze, c'hoant dezañ plijoud d'ar bobl, a laoskas ganto Barabbaz. Ober a reas skourjeza Jezuz hag e lezel ganto da veza staget ouz ar groaz.
16 Ar zoudarded a gasas anezañ e diabarz ar pretordi, e palez ar gouarnour, ha boda 'reont ar gompagnunez a-béz.
17 Gwiska 'reont dezañ eur vantell ruz-moug ha war e benn e lakont eur gurunenn spern greet ganto.
18 Hag e teujont d'e zaludi:
— «Salud, roue ar Juzevien! ».
19 Hag e skoent war e benn gand eur gorzenn, e tufent outafl, e plegent o daoulin evid stoui dirazañ.
20 Goude beza greet goap anezañ, e tennont digantañ ar vantell ruz-moug hag e lakont dezan e zillad. Neuze e kasont anezañ er-mêz evid mond d'e staga ouz ar groaz
JEZUZ STAGET OUZ AR GROAZ
21 Kemer a reont, evid dougenn ar groaz, eun dén hag a dremene dre eno, o tond d'ar gêr euz ar park : Simon a Zyren, tad Alexandr ha Rufuz.
22 E gas a reont beteg al leh anvet Golgota, da lavared eo « leh ar hlopenn ».
23 Kinnig a reont dezañ da eva gwin mesket gand mir, med ne 'fellas ket dezañ kemer.
24 E staga 'rejont ouz ar groaz, ha goudeze e lodennjont e zillad kenetrezo en eur denna ar zord warno, evid lakaad e lod da bep hini.
25 Nav eur e oa p'o-doa e staget ouz ar groaz.
26 Ar skritell hag a verke perag e oa bet kondaonet a oa merket warni ar geriou-man: «Roue ar Juzevien».
27 Asamblez gantañ, a lakjont daou laer e kroaz unan a-zehou dezañ hag egile a-gleiz.
28 Evel-se e teue da wir komzou ar Skritur-Zakr: «E renk an dorfetourien eo bet laket».
29 An dremenidi a wall-gomze dezañ oh heja o 'fenn hag o lavared :
— « Ahanta ! Te hag a ziskar an templ, hag a zav anezañ a nevez dindan tri devez, 30 en em zavete da-unan ! diskenn euz ar groaz! ».
31 Ar Veleien-Vraz ive, kenetrezo, gand ar Skribed, a hoarze goap hag a lavare :
— « Re all e-neus saveteet, ha ne hell ket en em zavetei e-unan !
32 Eñ, ar Mesiaz, roue Israël, ra ziskenno bremañ euz ar groaz, ma welim ha ma kredim! ».
Ar re zoken a oa staget ouz ar groaz, en e gichenn, a zistage outañ gwall-gomzou.
MARO JEZUZ
33 Da greisteiz, an deñvalijenn a holoas an douar a-béz, beteg teir eur.
34 Da deir eur e lez Jezuz eur griadenn gand eur vouez kreñv:
— «Eloi! Eloi! Lama sabaktani!»
Da lavared eo: «Va Doue! Va Doue! perag az-peus va dilezet?»
35 Lod euz ar re a oa en-dro dezañ a lavare ouz e gleved:
— «Setu m'ema o helver Eliaz».
36 Redeg e reas unan anezo da zouba eur spoueenn e gwin treñk hag e sav anezi e bég eur gorzenn evid rei dezañ da eva, en eur lavared:
— « Lezit 'ta ! Gwelom hag en e teuio Eliaz d'e zistaga alese».
37 Jezuz, goude beza taolet eut griadenn vraz, a rentas e spered.
38 Neuze, ar ouel euz an templ a oe roget dre an hanter, euz an neh d'an traofi.
39 An ofiser a oa dirazañ, o weled penaoz e oa marvet, a lavaras:
— «E gwirionez, Mab da Zoue e oa an dén-ze».
40 Bez e oa ive merhed o selled euz a bell, en o zouez Mari-Madalen, Mari, mamm Jakez vihan ha mamm da Joze, ha Salome.
41 Ar re-mañ, pa veze Jezuz e Bro-Halilea, a veze ouz e heul d'e zervicha, ha kalz merhed all pignet d'e heul beteg Jeruzalem.
42 Deuet an abardaez, o veza ma edod da zerhent ar zabat, 43 e teuas Jozef a Arimati, ezel brudet, euz ar Huzul-Meur, — en ive a hortoze Rouantèlèz Doue — mond a reas hardis da gavoud Pilat, da houlenn rei dezañ korv Jezuz.
44 Souezet e oa Pilat e vefe marvet ken buan. Ouz an ofiser e-noa galvet davetañ e houlennas hag abaoe pell e oa maro. 45 Sklêrijennet gand an ofiser, Pilât a roas ar horv da Jozef.
46 O veza prenet eul liñser, e tiskennas Jozef ar horv euz ar groaz, e lakas al liñser en-dro dezañ, hag e tougas anezañ en eur béz toullet er roh, hag e ruillas eur mên da stanka ar béz.
47 Mari-Madalen ha Mari mamm Joze a oa o selled e peleh e oa bet laket korv Jezuz.