Pennad II

 PARE AN DEN SEIZET

1 Eun nebeud deveziou goudeze e tistroas Jezuz da Gafarnaom, hag e oe klevet edo er gêr,
2 hag e tiredas kement a dud ma n'oa ket a blas dezo, dirag an nor zokén. Prezeg a
ree dezo ar Gomz.

3 Setu e oe digaset dezañ eun dén seizet e izili douget gand pevar dén.
4 O veza ma ne hellent ket tostaad outan ablamour d'an engroez, e rejont eun toull
en doenn a-zioh al leh m'edo (6), ha goudeze e tiskennjont dre an toull ar hravaz ma oa astennet warni an dén seizet.

5 Jezuz o weled o 'feiz a lavaras d'an dén seizet :
  
 — «Va mab, pardonet eo dit da behejou».

6 Bez' e oa eno war o azez eun nebeud Skribed hag a lavaras enno o-unan:

 7 — «Penaoz e hell an dén-ze komz evel-se?» Blasfemi a ra! Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén?»

8 Kerkent Jezuz, o lenn dre e spered ar zoñjou a droent en o halonou, a lavaras dezo:

9 — « Perag e vagit seurt sonjou en ho kalon? Petra eo an êsa? Lavared d'an dén

seizet: Da behejou a zo pardonet dit, pe lavared: Sao en da-zav, kemer da hravaz ha kerz?
10 Mad! evid ma ouezoh e-neus Mab an Dén galloud da bardoni ar pehejou war an douar,

11 e lavaran d'an dén seizet: Sao en da-zav, kemer da hravaz ha kee d'ar gêr».

12 An dén a zavas en e-zav, a gemeras kerkent e hravaz hag a yeas er-mêz a-wél d'an oll, ma oe ar bobl a-béz estlammet, ha ma rentent gloar da Zoue, en eur lavared.

 — «Biskoaz n'on-eus gwelet kemend-all!»

LEVI GALVET GAND JEZUZ

13 Mond a reas Jezuz en-dro war ribl ar mor. An oll a zirede davetañ hag Eñ o helenne.
14 En eur vond e-biou, e welas Levi, mab Alfe, azezet e bureo ar maltoutèrèz.

Lavared a reas dezañ:

 — «Deus d'am heul»,

   Hag eñ sevel ha mond d'e heul.

15 Ha setu Jezuz ouz taol en e di. Kalz publikaned ha peherien a oa ive gantañ hag e

ziskibien, rag kalz tud a oa deuet d'e heul,
16 Skribed zokén a-du gand ar Farizianed.

   Ar re-mañ o weled anezañ o tebri gand ar beherien hag ar bublikaned a lavare d'e ziskibien:

 — « Petra ! Debri hag eva 'ra gand ar bublikaned hag ar beherien ! »

17 Jezuz o veza klevet a lavaras dezo:
   
 — «N'eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin med ar re glañv. Deuet
on da helver,n'eo ket an dud just, med ar beherien.

 DIWAR-BENN AR YUN
 
18 Devez yun a oa gand diskibien Yann hag ar Farizianed, hag e teujont da houlenn
ouz Jezuz:

 — « Perag ne yun ket da ziskibien dit-te, p'ema o yun diskibien Yann ha re ar Farizianed?»

19 Jezuz a respontas:

 — « Daoust ha deread eo da gompagnuned an dén nevez yun e-keid ha m'ema ganto? Endra m'ema an dén nevez ganto n'eus tu e-béd dezo da yun.

20 « Eun amzer a zeuio a-vad hag e vo lamet an dén nevez diganto; en deiz-se e yunint.

21 «Ne zeu nikun da beñselia eur wiskamant koz gand eun tamm peñsel nevez; a-hend-all, ar peñsel nevez a zach war an danvez koz hag a rog anezañ gwasoh.

22 « Pe c'hoaz, ne laka nikun gwin nevez e sehier-lèr koz, a-hend-all, ar gwin a laka ar zehier-lèr da darza ; ar gwin a vez kollet koulz hag ar zehier-lèr. Evid gwin nevez, sehier-lèr nevez».

 AR PENNOU-ED KUTUILLET EUN DEIZ SABAT

23 Eun devez sabat edo Jezuz o tremen dre barkajou gwiniz. E ziskibien, dre ma 'z eent, a gutuille  pennou.
24 Ar Farizianed a lavare:

 — «Gwel 'ta petra 'reont da zeiz ar zabat! Eun dra difennet».

25 Jezuz a respontas dezo:

 — « Ha n'ho-peus ket lennet morse ar pez a reas David, p'edo en diénéz ha naon dezañ ha d'an dud a oa gantañ?

26 Mond a reas e ti Doue, en amzer Abiatar ar Beleg-Braz hag e tebras baraennou ar hinnig ha ne oa nemed ar veleien hag a helle debri anezo, hag e roas ive d'an dud a oa gantañ ».

27 Jezuz a gendalhas:
— « Greet eo ar zabat evid an dud ha n'eo ket an dud evid ar zabat,
28 en doare ma 'z eo Mab an Dén mestr war ar zabat zokén».