Pennad IX

 

TREUZFURMADUR JEZUZ

1 Hag e lavare dezo:

— « E gwirionez m'hel lavar deoh, e-touez an dud a zo amañ, ez eus lod ha ne varvint ket a-raog beza gwelet Rouan-tèlèz Doue deuet gand galloud » (26).

2  Seiz devez goudeze, e kemeras Jezuz gantañ a-gostez, Pèr, Jakez ha Yann, hag o hasas gantañ, int-i nemed-kén, war eur menez uhel, pell diouz pep tra. Ha dirazo e teuas da jeñch-furm.

3 E zillad a zeuas da veza gwenn-kann,ken gwenn ma ne hell kanner e-béd war an douarn kanna evel-se.

4 Dirazo e weljont Eliaz ha Moizez o komz gand Jezuz. Pèr, neuze, a lavaras da Jezuz:

5— «Mestr, eun dra gaer eo deom beza aman. Savom eta teir deltenn : unan evidout, unan all evid Moizez hag unan all evid Eliaz».

6 Ne ouie ket petra da lavared, ken braz oa e strafuill.
7 Dond a reas eur goabrenn d'o gelei, hag euz ar goabrenn e teuas eur vouez:

— «Va mab muia karet eo hemañ, selaouit anezañ».

8 Kerkent, o veza sellet en-dro dezo, ne weljont dén all e-béd, nemed Jezuz e-unan ganto.

9 En eur ziskenn diwar ar menez e tifennas Jezuz outo ranna gér da zen euz ar pez o-doa gwelet, nemed pa vo bet Mab an Dén savet a-douez ar re varo.

10 Senti a rejont ouz an urz-se, en eur houlenn kenetrezo petra e-noa c'hoant da lavared gand: «Sevel a-douez ar re varo».

GOULENN DIWAR-BENN ELIAZ

11 Neuze e houlennjont outañ:

— « Perag e lavar ar Skribed e tle Eliaz dond da genta? »

12 Respont a reas dezo:

— « Ya, gwir eo, Eliaz a zeu da genta hag a laka en-dro pep tra en e stad, med penaoz neuze ez eus bet skrivet diwar-benn Mab an Dén, e ranko gouzañv garo ha beza disprijet?

13«Mad! M'hel lavar deoh, deuet eo dija Eliaz (27) hag o-deus greet dezan ar pez a garent, hervez er pez a zo bet skrivet diwar e benn».


PARE EUR BUGEL DALHET GAND AN DROUG-SPERED

14 O tond war-zu an diskibien, e weljont eur bobl a dud war o zro, ha skribed o tabutal ganto.
15 Kerkent ha ma weljont Jezuz, e oe sebezet an oll hag e teued da zaludi anezañ.

16 Goulenn a reas outo:

— «Diwar-benn petra e tabutit ganto?».

17 Unan a respontas dezañ euz a-douez an dud:
— « Mestr, digaset am-eus va mab hag a zo dalhet gand eur spered mud.
18 Ar spered a grog ennañ, n'eus forz e peleh, e daoler a ra d'an douar, hag ar paotr a zeu an eonenn euz e henou, a skrign e zent, hag a zeu da veza reud. Lavaret am-eus d'az tiskibien e argas kuit, med n'o-deus ket gellet».

19 Jezuz a lavaras dezo :

— «Gouenn diskredig ma 'z oh! Beteg pe vare e vezin-me ganeoh? Beteg pe vare am-bo d'ho kouzañv? Digasit anezañ din».

20 E zigas a rejont. Kerkent ha ma welas Jezuz e stagas ar spered da heja ar bugel gand glizi. Hemañ, kouezet d'an douar, en em ruille, an eonenn en e henou.

21 Jezuz a houlennas ouz an tad:

— «Pegeid a zo e c'hoarvez an dra-ze gantañ?»
— « Abaoe e vugaleaj, emezañ. 22 Aliez e-neus ar spered e daolet en tan pe en dour evid ober dezañ mervel. Med ma héllez ober eun dra bennag, deus d'or zikour dre druez ouzom ! ».

23« Mar gellez? eme Jezuz. Evid an hini a gréd pep tra a hell c'hoarvezoud».

24 Kerkent e youhas tad ar bugel :

— «Kredi a ran! Deus war zikour al laosk m'eo va feiz».

25 Jezuz, o weled an dud o tiredeg, a hourdrouzas ar spered hudur:

— «Spered mud ha bouzar, me her gourhemenn dit: Kerz er-mêz euz ar bugel-mañ, ha na zistro mui ennañ ».

26 Gand yôuhadennou ha glizi ez cas ar spered er-mêz. Ar bugel a zeuas da veza evel maro, ken na lavare an dud : « Maro eo!».

27 Jezuz a-vad a grogas en e zorn, a reas dezañ sevel hag e chomas en e-zav. 28 Pa oe antreet Jezuz en ti, an diskibien, a-gostez, a houlennas outañ:

— « Perag n'on-eus-ni ket gellet kas kuit ar spered-se? »

 29 Lavared a reas dezo:

— « Ne hell eur seurt spered beza argaset nemed dre ar bedenn».

JEZUZ A GOMZ A NEVEZ EUZ E BASION

30 Eet ahano, e rejont hent a-dreuz Bro-Halilea, ha ne Telle ket da Jezuz e vije gouezet.
31 Rag bez' e-noa da gelenn e ziskibien hag e lavare dezo:

— « Mab an Dén a zo o vond da goueza être daouarn an dud. Laket e vo ganto d'ar maro, ha tri devez goudeze eh adsavo da veo».

32 Hogen, ne gomprene ket an diskibien ar homzou-ze, ha ne gredent ket ober goulennou outañ.

PIOU EO AR BRASA

33 Erruoud a rejont e Kafarnaom. Eur wech cet en ti e houlennas Jezuz outo:

— « Diwar-benn petra e oa kaoz ganeoh a-hed an hent?»

34 Chom a rejont dilavar, rag a-hed an hent e oa tabut etrezo da houzoud pehini 'oa ar brasa.

35 Jezuz a azezas hag a halvas an Daouzeg d'e gavoud. Lavared a reas dezo:

— « Ma fell da unan bennag beza ar henta, dezañ beza an diweza ha servicher an oll».

36 Kemer a reas eur bugel hag e lakaad dirazo. O veza -stardet anezañ être e zivreh e lavaras dezo:
37 — « An neb a zigemer, em ano, eur bugel evel hemañ, am digemer me va-unan, hag an neb am digemer, n'eo ket me eo a zigemer med an hini e-neus kaset ahanon».

DRE ANO JEZUZ

38 Yann a lavaras dezañ:

— « Mestr, gwelet on-eus eun dén ha ne zeu ket ganeom o kas kuit an droug-sperejou dre da ano, hag on-eus mired outañ».

39 Respont a reas Jezuz:
— « Arabad mired outañ, rag n'eus dén a gement a rafe eur burzud dre va ano, hag a yafe buan da gomz fall diwar va fenn.

40 « An neb n'ema ket a-eneb deom a zo a-du ganeom.
41 « Piou bennag a roio deoh da eva eur werennad dour, ablamour ma 'z oh diskibien d'ar Hrist, e gwirionez m'hel lavar deoh, ne gollo ket e rekompans».

AR GWALL-SKWER

42 « An hini a zo eur skoill evid unan bennag euz ar re vihan a gréd ennon, gwelloh e ve dezañ beza staget ouz e houzoug eur mên-milin, ha beza stlapet er mor.

43 « Ha ma vez da zorn o tougenn ahanout d'ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit antreal mougn er vuez, ken-toh eged koueza gand da zaou zorn er «jehenn», en tan ne varv ket.

(44)45 Ma vez da droad o tougenn ahanout d'ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit mond kamm d'ar vuez peur-baduz, eged beza stlapet gand da zaou droad er «jehenn».

(46)47«ma vez da lagad o tougenn ahanout d'ar pehed, tenn anezañ kuit, rag gwelloh eo dit mond born e Rouantèlèz Doue, eged beza stlapet gand da zaou lagad er «jehenn », 48 el leh m'ema ar preñv na varvjiket hag an tan na heller ket mouga.
49 Rag pep dén a zo da veza sallet en tan.

50 « Eun dra vad eo an holen, med ma teu da goll e zaour, gand petra e vo roet dezañ en-dro? Ho-pet holen ennoh ha bezit e peoh kenetrezoh».