Kenskoazell

Landerne Afrika

 

 Lidet e vez ar bloaz-mañ 30 vloaz kenskoazell Landerne-Bam (Burkina Faso). Herri Morvan a zo 'b ar jeu abaoe ar penn kentañ.

« 30 vloaz zo edon oc'h ober skol e Landerne. Hag e-touez ar gelennerien e oa un den genidik eus ar Burkina. Gantañ non eus bet soñj da sevel ur gevredigezh evit sikour e vro : kêr Bam, war ar maez, e-kreiz ar vro, war vord al lenn Bam ».

 

Ha tregont vloaz war-lerc'h e vez ken stank an darempredoù etre Landerne ha Bam. « A bep seurt hon eus graet : krogadoù football gant al liseidi, gouelioù, abadennoù sonerezh... » Hag a bep seurt raktresoù a zo bet savet pe soutenet. « Sikouret hon eus an dud da gaout dour pa vez sec'h an amzer, ma vefe aesoc'h kaout mil, hag a zo diazez boued ar vro. Savet hon eus ul levraoueg : an dud a oar lenn du-hont, hag unan eus yezhoù ofisiel ar vro eo ar galleg. Ur skol kentañ derez hon eus savet e Bam ivez. Ha kaset e vez, ivez, louzeier d'an ospital bihan a zo e Bam. »

 

Evel e Breizh

 

Sikour da gaout dour, levrioù, pe louzeier... Estreget ar Vretoned a zo o sikour Afrika en doare-se. Met tud Landerne a felle dezho mont pelloc'h. En ur zerc'hel soñj, marteze, eus ar pezh a oa c'hoarvezet gwechall e Breizh. « N'eus ket tiez bank er Burkina, nemet er c'hêrioù bras, evel ma oa e Breizh 50 vloaz zo : pep hini n'en doa ket arc'hant en armel, ar person a rae war-dro ar c'hef! Eno emaint atav e-giz-se. Hag ezhommoù bras a zo. Deuet eo labourerien douar eus Bam da studiañ penaos en em renkañ evit krouiñ kooperativoù pe CUMA (kooperativ evit mekanikoù al labour douar). Ur raktres "kreizenn evit sevel chatal" o deus ivez, en ur implijout restachoù ar mil. Ijin ha nerzh o deus. Met mankout a ra an arc'hant evit prenañ ostilhoù

 

 « Ar vro a 'z a war-raok buan kenañ. Un tammig evel amañ 50 vloaz zo. An tredan a zo o tont en tiegezhioù, an otoioù, ar pellgomzoù hezoug. Met n'eus nemet etre 5 % ha 10 % eus ar boblañs a c'hell implijout "an teknikoù-se rak e c'hellont paeañ. War ziaesaat ez a an traoù evit al lodenn vrasañ. An dud n'o deus ket boued da zebriñ pa vez fall an amzer. » « Naonegezh a zo. Ar bloaz-mañ e vanko ar boued en tiez c'hoazh. An holl re yaouank a glask mont kuit, etrezek Abidjan, e Aod an Olifant, peurliesañ. »

 

Cheñch reolennoù an OMC

 

«Hag en omp dipitet? Tamm ebet. Ni a 'z a bep daou vloaz d'ar Burkina, war hor frejoù hon unan, da welet penaos ez a an traoù eno, ha da deurel evezh. Darempredoù start a zo a-wechoù. Traoù zo a 'z a war-raok, traoù all war gil. Arabat krediñ emaomp oc'h ober burzhudoù. Met dav eo sikour muioc'h Afrika. A-hend all e vo kresket e Europa niver an dud o tont eus Afrika. Tud a zo o vervel gant an naon du-hont. Ha ne vo ket savet mogerioù pe miradorioù war harzoù Europa. Aman n'omp ket troet war gudennoù en trede bed. Mat e vefe deomp pouezañ evit cheñch live gwrez an douar o tommañ. An OMC a c'hellfe kaout pouez da lakaat reolennoù konvers reizh evit an trede bed. Kotoñs a vez produet er Burkina, met ne vez ket gwerzhet : marc'hadmatoc'h eo kotoñs ar Stadoù Unanet rak e vez skoazellet gant ar Stad. Kig yer, pe kig ejen o tont eus Europa pe Arc'hantina a zo marc'hadmatoc'h eget an hini produet e Afrika ivez. Goulenn a reomp ma vije cheñchet ar reolennoù-se. Ha kenderc'hel a raimp, e Landerne, da sikour Afrika. »

  

Lionel Buannic 

Pennad bet embannet e-barzh An Delegram, d'an eizhvet a viz C'hwevrer daou-vil-seizh

 

 Geriadurig:

OMC / Organisation Mondiale du Commerce

WTO / World Trade Organization                                  gwelet lec'hienn:     www.wto.org/indexfr.htm

CUMA / Coopérative d'Utilisation de Matériel Agricole  gwelet al lec'hienn: www.cuma.fr

'b ar jeu = e-barzh ar jeu

Aod an Olifant: Côte d'Ivoire

gwrez=tommder

kig ejen=kig bevin

 

E galleg, en français

« II est temps d'arrêter de se regarder le nombril et de penser au tiers-monde ». Herri Morvan sait de quoi il parle. Il a participé à la fondation de l'association de solidarité entre Landerneau et Bam (Burkina Faso), il y a tout juste 30 ans. Les Bretons aident les Burkinabés à s'équiper en écoles, médicaments, outils agricoles... Mieux: les Burkinabés viennent aujourd'hui se former chez nous et étudient l'exemple des coopératives agricoles bretonnes. Le Burkina Faso peut s "inspirer du développement de la Bretagne depuis 50 ans. Mais les règles du commerce international sont aujourd'hui de véritables freins.