Ma Sina din me
Daouzek lizher e brezhoneg bet kaset deomp eus kreiz Bro Sina. Boemus.
Hag eñ ho peus bet tro da vont d'ar privezioù e Sina ? Rak peadra a zo da chom estonet mik ! « Peurliesañ e vez un toull el leur ha div savennig da lakaat e dreid da vont e buch. Peurvuiañ ez int privezioù boutin, eleze e c'hell an holl mont di. Speurennoù ur metr uhelder a vez etre an toulloù. Evel just e c'heller
Mod-se emañ e Sina. Mod-se emañ e Sina dezhañ An hini en deus treuzet e-unan,
« E 1999 em boa bevet gant an dud, en-dro, e-pad daou viz. Ne oa ket Sina a weler er skinwel. Daouzek lizher am boa skrivet d'am merc'hed evit ma welfent Sina evel ma welen me ». E kêr gKunming. Ur gêr sioul. N'eus nemet pevar milion a dud o chom enni. « Tud a zo e pep lec'h noz ha deiz, war droad, war velo. Debriñ, prenañ ur gazetenn a c'heller ober noz ha deiz. Labouret e vez noz ha deiz. Savet e vez tier noz ha deiz. N'eo ket displijus gwelet kement a vuhez. E Breizh e-pad an deiz e vez siouloc'h eget e Sina pe Indez diouzh an noz. Pa oan deuet en-dro em boa soñjet e oa ar gornôg o vervel. »
Hengoun ha VCD
Boemus eo Sina, o vont war roudoù Yann Varc'h Thorel. Marc'had ar bleunioù hag an evned, al
liorzhoù bihan mod ar vro, ar menezioù uhel...
Livadennoù, kaerskrivadennoù, ha mojennoù a zegas blaz ar vro ha peoc'h a-hed ar pajennoù. Ha diouzh un tu all e santer an traoù o vont tizh dezhi. « Pellgomzerioù godell a oa gant pep hini. D'ar c'houlz-se, e 1999, ne oa ket kement e Breizh. E Kunming ne veze kasedigoù VHS ken, e neblec'h. An dud a rae gant DVD ha VCD dija !. Ni a zo boaz da chom tost ha feal eus an doare bevañ kozh. E Azia int prest da cheñch. Ret eo, met ne blij ket dezho atav. Hervez an hengoun emañ Sinaiz o vevañ war douaroù ar re varv. Interet e vezent. Gant an ezhomm a blas a zo bremañ, e vezont lakaet d'o devin ivez. Arabat krediñ ne ra ket drouk dezho. »
Moneiz o redek
«Sina he deus graet dindan 10 vloaz ar pezh hon eus graet-ni dindan 50 vloaz. Kartenn Beijing a vez adgraet bep 6 miz. Ne c'hellfed ket en em gavout a-hend all ! Kalz muioc'h a voneiz am eus gwelet o redek e Sina eget e Breizh. Gwelet em eus tud o c'houlenn nouspet meuz er preti ha mont kuit hep bezañ debret un hanter. Ne veze ket gwelet a-raok. Muioc'h a dud dilabour a zo ivez. C'hoariva hengounel ne vez ket ken aes-se da gaout ken. Met un "distro" a zo bet gant an hengoun koulskoude : muioc'h a dud a vez kavet o pediñ er manatioù, pezh a oa bet difennet gant ar gomunourion. Ur c'hemm bras a zo etre Breizh ha Sina. Met Sina n'eo ket ken digomprenus ».
Lionel Buannic
Embannet e-barzh An Delegram d'an unnekvet a viz Genver daou-vil-seizh
«A zehou d'ar c'hounabr», Yann Varc'h Thorel, Emb. An treiher, 108 pajenn, 12 €.
« Huñvre un den lu », bet skrivet gant Dostoïevski, a zo bet troet e brezhoneg, diwar ar rouseg gant Yann Varc'h Thorel nevez zo ivez. Embannet eo bet gant An treizher ivez.
E galleg, en français
Fermez les yeux et préparez-vous à voyager... Dans « A zehou d'ar c'hounabr », Yann Varc'h Thorel nous adresse douze lettres depuis la campagne chinoise, dans une toute petite ville de quatre millions d'habitants. .. Ce bretonnant, qui maîtrise parfaitement le chinois, a vécu au cœur de la population. Marché aux fleurs et aux oiseaux, jardins chinois, toilettes « rustiques », DVD à tous les étages, téléphones portables et des Chinois qui travaillent jour et nuit !