Kartenn
broioùigoù ar vro
Pelec'h emañ Bro Dardoup? Evit ar wech keñtan e vez embannet kartenn ar broioù hag ar peier e Breizh.
Anavezet e vez mat Bro Gerne, Bro Leon, Bro Dreger ha Bro Wened [Bro Gwened]. Met gouest oc'h da lavarout pelec'h emañ Bro Fañch? Bro Bagan? Bro Raez? Kap oc'h da ziskouez war
50 bro (pe peier) bennak a gonter e Breizh. Kavet e vezont war ar gartenn nevez, bet treset gant Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella. Evit ar wech keñtan. « Ne oa kartenn ebet gant tout ar broioù e Breizh. Unan a oa bet embannet evit Breizh Izel, savet diwar dañsoù ar vro ». Souezhus a-walc'h eo pa weler pegen brudet eo broioù zo e Breizh. « Broioù a zo e Breizh abaoe ar grennamzer. Broioù istorel, a-wechoù, evel ar Poc'her, hag a oa ur gontelezh, gant aotrounez. Broioù nevesoc'h a zo ivez. Evel Bro Vigoudenn, deuet war wel, gant he dilhad brav, etre an 18vet hag an 19vet kantved. Met diaes eo lavaret petra eo ur vro, e gwirionez. Aes a-walc'h eo evit Bro Vigoudenn, ar C'hab, pe Bro Bagan. Met dibaboù am eus ranket ober evit tresañ harzoù broioùigoù pe peier all... Ar Porzhe a zo e Bro C'hlazig, evel just, met start e oa gouzout e peseurt parrezioù en un doare resis.
Ur meskaj etre dilhad, dansoù ha broioù istorel
E-barzh levrioù ha kartennoù a bep seurt en deus furchet Mikael Bodlore-Penlaez da sevel ar gartenn-mañ. Levrioù ofisiel, evel « Le dictionnaire des communes des Côtes d'Armor », pe levrioù souezhusoc'h evel an hini bet skrivet gant Pierre Yves Creston « Gizioù Breizh gwechall ».
« Ur meskaj a zo etre dilhad, dañsoù, broioù istorel... "subjectif" eo bet a-wechoù tresañ bro pe vro ». Ken "subjectif" ha santimant an dud o chom er broioù-se...
« Santimantoù kreñv a zo a-wechoù, evel e Bro Vigoudenn pe e Bro C'hlazig. E Bro Raez eo adganet ar santimant-se n'eus ket pell zo, evel e Bro Gwiniegi Naoned. Met e lec'hioù all e oa bet kollet pe disoñjet. N'eus ket kalz a dud a oar emañ Kastellin e Bro Rouzig. "Gouel ar Vro Rouzig" a zo bremañ, met un dra nevez eo! »
Ul lec'hienn internet
Diaes eo gouzout petra a chom eus ar broioù-se an deiz hiziv hervez Mikael Bodlore-Penlaez. Gwir eo, e vez atav Bro Vigoudenn bro ar beskerezh, pe vro Bagan bro ar chalotez. Gwir eo e vez gwelet mat harzoù broioù zo war kartennoù ar votadegoù. Gwir eo ez eus muioc'h a vugale e-barzh ar skolioù prevez e broioù zo ivez. « Ar Vretoned a blij dezho sevel "mogerioù" etre ar broioù. Met a-wechoù n'eo ket ken splann an diforc'hioù. Ar memes tud eo o chom eus
O tresañ, hag o voullañ a-benn nebeut. Ar gartenn-mañ a c'hellot prenañ adalek miz Meurzh. Pe rakprenañ ha sellet war lec'hienn Internet ar geografour-mañ, sod gant douaroniezh Vreizh. 50 kartenn all a zo moaien da zizoloiñ. 50.000 pajenn a vez lennet bep miz gant an interneterien. Un doare all da sellet ouzh hor bro !
Lionel Buannic
Embannet e-barzh An Delegram, d'ar pempzekvet a viz C'hwevrer daou-vil-seizh
Gwelet al lec'hienn: www.geobreizh.com
geriadurig:
bro, ar vro (benel), broioù
broig, broigoù, broioùigoù
