Labour e brezhoneg
Etre 1.250 ha 1.650 post labour e brezhoneg a c'hellfe bezañ e 2010!
« Ar brezhoneg a zo unan eus an embregerezhioù meur e Breizh », emezan, lorc'h ennan. Meriadeg Vallerie en deus studiet pizh, evit ar wech kentañ, marc'had al labour en hor yezh. Ha splann eo ar sifroù : un 900 post labour bennak e brezhoneg a gonter e Breizh hiziv, ha postoù KILA (Kevatal da implijoù leunamzer).
« Ar sifroù-se hon eus bet gant ar re o deus respontet deomp. Met an holl dud, kevredigezhioù, pe stalioù n'o deus ket respontet d'ar c'houlennaoueg. Abalamour da se on sur ez eus ouzhpenn 1000 den o labourat e brezhoneg. »
Tost d'un hanter eus an dud-se a zo o chom e departamant Penn-ar-Bed, 21 % er Mor-bihan, 16 % e Aodoù an arvor, 11 % en Il ha Gwilin, ha 3 % el Liger atlantel.
« Al lodenn vrasañ a labour er c'helenn. 589 post hon eus kontet. Ur c'hresk brav a zo bet war an dachenn-se : +78 % dindan pemp bloavezh ! Kalz a bostoù a vez kavet war dachenn ar sevenadur ivez, war ar buhez sevenadurel, an abadennoù dudi, er mirdioù... Gwelet e vez muioc'h-mui a vrezhonegerien oc'h ober war-dro meradur ar frammoù ivez : renerien, sekretourezed, kontourien... »
Ur binvidigezh
Ur binvidigezh eo ar brezhoneg pa vezer o klask labour. Ha gwiroc'h c'hoazh e vo en amzer da zont. Etre 1250 ha 1650 post labour e brezhoneg a c'hellfe bezañ e 2010, hervez studiadennoù Ofis ar brezhoneg. « Ur vrasjedadenn uhel hon eus graet, o terc'hel kont eus pal ar Rannvro : 10.000 bugel er skolioù brezhonek, ur pal youlek. Hag ur vrasjedadenn izel o terc'hel kont eus ar pezh hon gwelet betek-henn. »
Postoù nevez a vo krouet er c'hevredigezhioù sevenadurel ivez, met diaes eo gouzout pegement. Diasur eo an traoù, en deus skrivet Meriadeg Vallerie en e rentañ-kont. Implijoù yaouank n'eus ket ken, mankout a ra arc'hant e kevredigezhioù zo. Start eo gouzout ivez peseurt plas en do ar brezhoneg er mediaoù en amzer da zont. Spi ha fiziañs a zo bet er bloavezhioù paseet, met treut eo atav plas ar brezhoneg er radioioù hag en teleoù. Pa n'eo ket aet ar mil da bemp kant...
Micherioù nevez
« Muioc'h mui a dud a deu da zeskiñ brezhoneg e-barzh Roudour, Stumdi, pe Skol an Emsav, evit kavout labour. Goulenn a zo. Hag eo ret, bremañ, ledanaat tachenn al labour e brezhoneg. Gwelet e vez micherioù nevez o tiorren: ober war-dro ar re gozh e brezhoneg, evel ma vez graet er C'hab. Pe ober war-dro ar bugaligoù er magourioù: raktresoù nevez a zo e meur a lec'h gant ar gevredigezh Divskouarn ».
« Gwelet e vez implijidi ar c'humunioù o teskiñ brezhoneg e lec'hioù zo: Kemper, Pondi, Douarnenez. Dedennus-tre eo ar pezh a zo c'hoarvezet e Douarnenez. Lod eus an dud a soñje dezho e oa mod kozh deskiñ brezhoneg. Ur c'holl amzer e oa. Met cheñchet o deus tamm ha tamm. Ha bremañ e kavont dreist an dra-se!»
« Emichañs e cheñcho ar speredoù e-barzh an embregerezhioù ivez. Mat e vefe dezho kompren pegen talvoudus eo ar brezhoneg. En ur ober « packaging » e brezhoneg e vez diskouezet e vez produet traoù a galite. Dedennus eo, a-benn neuze, implijout brezhonegerien e-barzh ur stal ! » Ha krouiñ postoù nevez en hor yezh !
Lionel Buannic
Embannet e-barzh An Delegram, d'ar bempvet-warn-ugent a viz Genver daou-vil-seizh
E galleg, en français
La langue bretonne est l'une des premières entreprises de Bretagne ! Le breton donne aujourd'hui du travail à près d'un millier de personnes. Et l'Office de la langue bretonne est encore plus optimiste à l'avenir. Ses estimations avancent les chiffres de 1.250 à 1.650 emplois en 2010, dans des secteurs multiples : enseignement, médias, culture, animation socio-culturelle, direction et gestion d'associations, services à la personne, crèches pour enfants...