Riwanon Kervella
Ober Skol Ober
'Peus ket amzer da zeskiñ brezhoneg er c'hentelioù noz ? Deskit ar yezh dre lizher !
Eus Pariz, an Havr, Toulon, Bro Japan, Aostralia, Amerika ar Su... e vez kaset lizhiri pe posteloù dezhi. Ha mod-se emañ an traoù abaoe 30 vloaz.
« E 1977 e oan degouezhet e Skol Ober. D'ar poent-se e oant o klask unan bennak, a youl vat, evit ober war-dro ar sekretourva. N'ouien ket da belec'h e oan o vont... » O vont da rentañ servij d'ar re all, evel just ! Ne oa ket tout ar skolioù noz, ha kement a vrezhoneg er skolioù er bloavezhioù 70. Ouzhpenn 700 den a oa o teskiñ brezhoneg dre lizher. Lod a ouie brezhoneg a-vihanik hag e felle dezho deskiñ skrivañ. E kêrioù bras e Bro C'hall e vezent o chom. Soñj am eus e oa kalzig a dud o labourat e-barzh an RATP e Pariz ! »
Studierien o cheñch
« An traoù o doa cheñchet goude-se. Gwelet e oa bet tud a ouie un tamm brezhoneg hepken : klevet o doa brezhoneg er gêr, pe an tad kozh ne ouie ket galleg hag ezhomm o doa gouzout brezhoneg. Ur rummad all a oa bet gwelet war o lerc'h: hini "brezhoneg, yezh ar vro". Ar re-mañ a oa stag ouzh ar vro, ne oant ket stag ouzh an dud.
Ha bremañ e vez gwelet muioc'h a dud o teskiñ brezhoneg peogwir eo ur yezh, gellout a ra sikour anezho da gaout labour. Gwelet e vez kelennerien o klask gwellaat o yezh ivez. »
Evel ur familh
An dud o deus cheñchet. An doare da zeskiñ n'en deus ket. « Skol Ober a vez digoret a-hed ar bloavezh. Frankiz a zo: gellout a reer deskiñ e-pad c'hwec'h miz, pe e-pad tri bloaz... Ar re a zo klañv, pe ar re ne c'hellont ket d'ar c'hentelioù noz a c'hell deskiñ ganeomp. Gwelout a reer studierien war ar yezhoù keltiek o chom er broioù all ivez. Muioc'h mui a dud a c'houlenn deskiñ dre bostel. Buanoc'h ez a an traoù ! Ha bremañ e c'heller deskiñ brezhoneg dre ar saozneg, an alamaneg hag ar c'hatalaneg.
N'eus ket ezhomm gouzout galleg ! 400 den a zo enskrivet. Pep hini en deus ul levr ha pladennoù. Darempredoù strizh o deus gant an difazierien a youl vat. Pa 'z eont betek penn e teu ur vignoniezh alies. Evel ur familh. Mont a reont da welet an difazier pa deuont e Breizh. Kaset e vez profoù evit Nedeleg, pe ur gartenn bost pa 'z eont da vakansiñ. »
Un afer youl
« Ne lavarfen ket eo aes deskiñ dre lizher. Un afer youl eo. Nebeutoc'h a studierien a zo bremañ. Met n'int ket mui ken froudennus eget gwechall. Ne lakont ket ken o anv war an taol. P'o deus c'hoant lakaat o anv, e labouront da vat.
Klask a reont
Lionel Buannic
Skol Ober, 14 rue du muguet, 22300 Lannion; 02.96.48.03.00.
gwelet al lec'hienn: www.skolober.com
Geriadurig:
'Peus ket amzer = N'ho peus ket amzer
Deskiñ, da zeskiñ, o teskiñ
RATP: Régie Autonome des Transports Parisiens, da lâred eo treñ-buzug e bro Bariz
Postel: mail, courriel
E galleg, en français
Pas le temps de vous rendre aux cours du soir de breton ? Alors, apprenez le breton par correspondance ! Skol Ober propose des cours de breton « sur mesure » à des centaines de personnes chaque année. Vous apprenez quand vous voulez, au rythme que vous vous fixez, et, surtout, lorsque vous avez du temps libre. Les mails et le courrier affluent du monde entier, de la Bretagne au Japon, en passant par Paris, Toulon, et les Amériques.