Sikour
ar re o sikour
N'eo ket aes ober war-dro e dad pe e wreg pa 'z eo deuet kozh. E-barzh ospital
Lesneven e vez resevet ar familhoù ha selaouet ar poanioù.
« Muioc'h a dud kozh a zo er vro ha muioc'h-mui a dud tapet gant kleñvedoù evel hini Alzheimer, Parkinson, pe ar c'hrign-bev. N'eus ket plas en ospitalioù ha lod a rank chom er gêr. Gwelet e vez muioc'h-mui ar wreg, ar gwaz, ar vugale oc'h ober war-dro an dud en oad. Met n'eo ket aes. Ha kleñvedoù evel hini Alzheimer a c'hell padout dek vloaz. Abalamour da se hon eus kinniget d'an dud dont da gaozeal, kejañ gant tud all, eskemm kenetrezo, evit gouzañv ha gwelet ez eus tud all gwashoc'h a-wechoù.» Bep miz, d'an trede Meurzh da ziv eur, e-barzh ospital Lesneven e vo Mari Madeg prest da lakaat anezho da gaozeal, ha da selaou o foanioù. Asambles ganti e vo div skoazellerez sokial e anv an MSA, ar c'hCram, hag ar c'hClic. «N'eo ket aes dont dija. An dud a lavar n'o deus ket amzer. Met kollet int, e gwirionez. Ne anavezont ket ken o gwreg pe o gwaz. N'eo ket ar memes hini. En em c'houlenn a reont perak eo ken disheñvel eus an den o doa anavezet. Anzav an dra-se a zo diaes dija ! »
Traoù ar vuhez pemdeziek
« Traoù ar vuhez pemdeziek a vez goulennet ganeomp. Penaos dougen, pe diblasiñ unan bennak. Ni a c'hell goulenn sikour gant un den a-vicher. A-wechoù e vez goulennet penaos bouetañ un den kozh. Lod o deus poan da zebriñ boued, ha ne zebront nemet traoù e-barzh boutailhadoù. Sikour a c'heller kaout gant unan barrek war an dachenn-se. Met kalz a dud a soñj dezho int gouest d'ober war-dro un den klañv o-unan penn da benn. Poan hon eus da lakaat anezho da asantiñ e teufe unan a-vicher da sikour anezho.» Ur psikologour a zo aze evit selaou anezho, ma fell dezho. Ober a ra vat. « Gwelet e vez tud kozh oc'h en c'houlenn : petra en deus cheñchet e-barzh ma c'houblad... Diaes eo evit ar vugale ivez. Gwelet a reont kerent deuet da vezañ bugale en-dro. O bugale. Dinatur eo an dra-se. Pa 'z eus un den klañv e-barzh ur familh e cheñch "rol" ar vugale. Anat eo. Deomp-ni da lakaat anezho da gaozeal ha da welet betek peseurt poent e c'hellont ober war-dro o zud.»
Bevañ gant ar marv
«Komzet e vez eus ar marv ivez. Pa 'z eus un den klañv, mod-se, er gêr, e veves gant ar marv bemdez. Un dra personel eo. Se a zepant eus ar sell en deus pep hini war ar marv. Ma zad a oa bet klañv gant Alzheimer ha Parkinson. E-pad pemp bloaz e oa chomet er gêr. Kempennet e oa bet an ti evit ma vije bet posupl dezhañ bevañ ganeomp. Pa oa marv e oa naturel.» E-pad pell e oa chomet « kuzhet » ar goulennoù-mañ. Ken dister e oa pouez ar re gozh en hor bed. Poent eo lakaat anezho war wel en-dro. Poent bras. E 2010 [daou vil dek] e vo un drederenn eus an dud o chom e departamant Penn ar bed, koshoc'h eget 60 [tri-ugent] vloaz. Lod eus outo ouzhpenn 80 [pevar-ugent] vloaz, 100 [kant] vloaz memes. Lod o klask chom er gêr. Muioc'h mui e vo goulennet gant tud yaouankoc'h d'ober war o zro. Gant doareoù nevez. Un dra ne oa bet gwelet morse e-barzh istor mab an den.
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh An Delegram d'an eizhvet a viz Meurzh daou-vil-seizh (08/03/2007)
Geriadurig
Bloaz a zo ur ger gourel (masculin), mes diwall!: daoust d'ar c'hemmadurioù goude an niverennoù, n'eo ket boutin-boutin implij ar ger bloaz e-keñver kemmadurioù dre vloataat. N'eus kemmadur ebet goude ur, tri, pevar, pemp, nav, mil.
Bloaz, ur bloaz, daou vloaz, tri bloaz, pevar bloaz, pemp bloaz, c'hwec'h vloaz, seizh vloaz, eizh vloaz, nav vloaz, dek bloaz, unnek bloaz, ……mil vloaz (hervez geriadur-godell Favereau)
E galleg, en français
C'est presque un sujet tabou. Il est difficile d'avouer que l'on a du mal à s'occuper d'un parent âgé et dépendant. Au-delà de la difficulté physique (déplacer une personne, la laver, la nourrir...) s'ajoute une souffrance morale. Celui, ou celle, que vous aimez ne vous reconnaît plus. Il est alors important de pouvoir s'ouvrir aux autres et de demander conseil. L'hôpital de Lesneven invite toutes les personnes dans ce cas à venir échanger et se rencontrer chaque troisième mardi du mois. Compte tenu du vieillissement de la population, le public concerné sera de plus en plus important.

