Sten.
Bouedmirer.
Ken entanet hag e dad kuñv eo gant micherioù ar fritur. Un añv brudet en deus: Furic.
Yann mil vicher eo eñ. Ober a ra war-dro ar c'henwerzh e Breizh hag e Bro C'hall a-bezh. Sellout a ra, a-dost, ouzh an doareoù ma vez fardet ar boestoù-mir. Sikour a ra e dad da lakaat ar stal da vont en-dro.« 800 tonenn a besked a vez pre-net ganeomp bep bloaz: ton, sardin, brizhili, grilhed traezh... Hag a bep seurt meudoù a vez fardet ganeomp. Soubenn, ton giz Breizh gant chalotez hag ognon, sardin gant tomatez, brizhili gant gwin gwenn ha sezv, ravioli, avu boultouz ha fourmaj sardin. Gwerzhet e vezont e-barzh stalioù bihan, dre ar post, en ostalerioù hag er pretioù». Entanet eo an den o kontañ e labour. «Ar pesk a blij din kalz. Forzh pelec'h e vin ez in atav da welet ar pesk, peseurt mod e vez fardet, ha peseurt mod e vez debret. Ha me a blij din fardan boued. Mennozhioù nevez am eus atav. Dek rekipe am eus « o kousket » d'an nebeutañ ! »
Un añv brudet
Ne vez ket gwall vrudet an den yaouank. Brudet mat eo e añv koulskoude. A-viskoazh er vro Vigoudenn, ha pelloc'h c'hoazh. E 1920 e oa bet savet ar stal «Furic» gant e dad-kuñv hag e dad kozh (13 vloaz d'ar poent-se). Gant ar familh eo bet renet betek fin ar bloavezhioù 1990. Gwerzhet ar bagoù da Intermarche. Gwerzhet ar fritur da Saupiquet. Aet e oa ar mil da bemp kant. «Ma zad, Jean-François Furic, en deus adkroget e 1999, diwar netra. Ne oa nemet pevar den er stal, er penn kentañ. Tregont a zo bremañ.» Ar vamm, ar c'hoar, hag ar mab en o zouez. « N'em eus ket santet "pouez ma añv" war ma chouk, pe pouez ar familh. Studioù war ar jedoniezh hag ar c'henwerzh am eus graet. D'ar poent-se e oa ma zad oc'h adsevel ar stal. Deuet e oan da skoazell anezhañ e-pad un toullad mizioù. Ur bloavezh a soñje din chom. » Hag eo chomet da vat. « N'on ket bet rediet. Plijout a rae din al labour. Met pa 'z aio ma zad war e leve e vo diaesoc'h. Ret e vo din bezañ barrek da genderc'hel. »
Mont war-raok atav
Ar paotr yaouank n'en deus ket santet pouez ar familh. Met levezonet mat eo bet gant ar pezh en deus gwelet en e vro e fin ar c'hantved paseet. «Soñj am eus pa veze gwerzhet ar friturioù er vro, evel ar fritur Chacun. Graet e veze an dra-se da c'hounid arc'hant ». Ha tamm ha tamm e oa al labour o kuitaat bro Vigoudenn. «Abaoe kant vloaz e veze graet boestoù-mir er Vro Vigoudenn. Ur vicher a oa en ul lec'h, gant tud barrek o chom el lec'h-se. Evidon-me e oa ur binvidigezh. Ur stêr a oa hag e fell din kenderc'hel gant ar binvidigezh-se. Marc'hadmatoc'h eo an dud er broioù all, evel just. Met ne deuont ket a-benn da fardañ boued kenkoulz hag amañ. Sardin fresk a zo e Maroko, met n'int ket gouest da labourat sardin hag ober sardin gant tomatez kenkoulz hag er Vro Vigoudenn. Ret eo deomp kavout mennozhioù nevez atav. Fourmaj, meudoù nevez... Gant ar bezhin e c'heller ijinañ traoù nevez ivez. » Aon rak ar bed o cheñch hag o treiñ buanoc'h buanañ ? Tamm ebet pa glever Sten Furic. «Ar pezh a blij din eo labourat a-stroll. Lakaat ar vicher da gemm ha mont war-raok gant an dud. »
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh An Delegram d'ar c'hentañ a viz Meurzh daou-vil-seizh (01/0/2007)
geriadurig:
Saupiquet, Chacun: añvioù bouedmirerion anavezet mat e bro-Frañs a-bezh.
E galleg, en français
C'est un garçon qui aime travailler le poisson, le cuisiner et le vendre. Les mauvaises langues diront que c'est un atavisme familial. Son arrière-grand-père a lancé la dynastie des Furie en 1920. Sa famille a dirigé armement et usine, jusqu'à leur vente à la fin des années 90. Son père a remonté sa conserverie en partant de rien. Sten s'apprête aujourd'hui à prendre sa suite. Pas par obligation. Mais par choix, insiste ce jeune bretonnant. Par amour du métier et du Pays Bigouden.