Coop Breizh. 50 vloaz.

 

Lidet e vo 50 vloaz Coop Breizh ar bloaz-mañ. Ur stal dispar e Breizh evit embann ha skignañ sevenadur ar vro. Karget eo Erwan Puillandre d'ober war-dro al levrioù.

 

«Incontournable eo Coop Breizh». Ha gouzout a ra mat penaos 'mañ kont. Bemdez e vez war an hentoù. O vont e darempred gant stalioù a bep seurt: mirdioù, stalioù levrioù bihan, stalioù brasoc'h e doare ar Fnac, pe supermarc'hadoù zoken. «Tout ar stalioù a zo sañset labourat gant Coop Breizh». Ha sañset eo Erwan Puillandre mont da welet an holl anezho. A-hed ar bloavezh. «Ar pezh a blij din eo ar pezh a werzhañ: levrioù diwar Breizh! N'eo ket gwall ziaes: dedennet on kalz gant istor ha sokiologiezh ar vro. War ma studioù e oan pa oan deuet da labourat e-barzh Coop Breizh, e-pad ar vakansoù. Ne felle ket din bezañ kelenner, ha kinniget e oa bet din chom da labourat amañ.» Hag eo chomet. Abaoe daouzek vloaz.

 

Istor Vreizh

 

«Bev eo bepred bed al levrioù e Breizh, e galleg, kenkoulz hag e brezhoneg. Skrivagnerien a zo. Ha tud prest da embann traoù. Komzet e vez diwar al levrioù e-barzh ar c'hazetennoù. Degas a ra brud

skrivagnerien. Evel da Herve Bellec, da skouer, bet priziet gant konkour lennerien an Telegramme. Sañset on gouzout un tammig war bep levr. A-wechoù e lennan buan ha buan. A-wechoù e lennan resisoc'h. Mod-se e c'hellan kenlabourat gwelloc'h gant ar stalioù ha lavarout dezho pelec'h zo moaien da lakaat mat al levrioù. Lod o deus ur "c'horn rannvroel ". Lod all o deus ur c'horn gouestlet da istor Vreizh, rak dedennet-tre eo ar Vretoned gant istor o bro. Met a-wechoù eo gwelloc'h lakaat levrioù zo e-touez ar "romantoù terrouar ". Gwelet ha gwerzhet e vint fonnusoc'h. Rak diaes eo atav. A-wechoù ne chom ul levr nemet ur miz war an daol. Ma ne vez ket gwerzhet e vez kaset deomp buan en-dro. Ha  diaesoc'h eo labourat gant supermarc'hadoù zo. Ar choaz ne zepand ket mui eus an hini a zo e penn ar stal. E Pariz e vez dibabet. Startoc'h eo evit al levrioù rannvroel memestra

 

Muioc'h a galite.

 

« Ar bloavezhioù brav a zo a-dreñv, 'soñj din. Ma santimant eo. Marteze e vez lennet nebeutoc'h gant an dud. Marteze zo muioc'h a levrioù war ar marc'had ivez. Koulskoude n'on ket chalet evit amzer da zont al levrioù. Ne vo ket gwelet urzhiataerioù gant levrioù elektronek. Ul levr a zo ul levr. Brav eo da lakaat e-barzh ur "bibliothèque". Met d'am soñj e vez goulennet muioc'h a galite bremañ. N'eo ket tout skrivañ "Breizh" war ul levr. Dav eo labourat en un doare a-vicher. Gant fotoioù kaer hag ur gollo brav. Ret eo selaou an dud ivez, ha soñjal 'ba danvezioù nevez. Evel m'hon eus graet gant "Kornôg", ul levr diwar ar surf gant fotoioù brav kenañ. Ur bariadenn e oa. 4000 skouerenn a zo bet gwerzhet. Gwelet e vez mat e vez dedennet an dud gant istor o c'horn bro  ivez. Ul levr brav, met ker a-walc'h hon eus embannet diwar istor ar C'hab nevez zo. 3000 skouerenn a zo bet gwerzhet ! »

 

Soñjal, krouiñ, mont war-raok, ha skignañ kousto pe gousto. Spered « Coop Breizh » n'en deus ket cheñchet !

 

Lionel Buannic

pennad embannet e-barzh an Delegram, d'an 29vet a viz Meurzh 2007

 

notenn: Ur gouel braz a vo aozet e miz Gouere 2007 da lidañ 50 vloaz Coop Breizh.

 

E galleg, en français

Elle édite et diffuse livres et disques consacrés à la culture bretonne depuis 50 ans... déjà ! Coop Breizh s'apprête à fêter dignement cet anniversaire tout au long de cette année. La société coopérative, installée au cœur des Montagnes Noires, assume un rôle indispensable, et sans égal en Bretagne. Elle a su rester au service des écrivains et artistes bretons, malgré un contexte commercial et concurrentiel de plus en plus difficile.