Skol Veur
ar yaouankiz
D'ar 5 a viz Ebrel e vo roet lañs da Skol-Veur Yaouankiz Breizh e Karaez. Karget eo Aurélie Le Brun d'ober war he zro.
« E 2004 e oan o kemer perzh e Skol-Veur ar Yaouankiz. Dedennus-tre e oa: kejañ gant an dud, selaou ar brezegennoù... E 2005 e oan en tu all, o tegemer an dud ! » Bet implijet gant Kuzul Sevenadurel Breizh. « Tud all, bet o kemer perzh er skol-veur, a gaver e-barzh strolladoù all: Skol Uhel ar Vro, Dastum, Tiez ar Vro... »
Damheñvel eo eus ar skolioù-meur a vez aozet e-pad an hañv gant ar strolladoù politikel. Damheñvel eo eus al labour a veze kaset da benn gant ar J.A.C. pe ar J.O.C. er c'hañtved paseet. Savet eo bet « Skol-veur Yaouankiz Breizh » da sikour ar re yaouank d'en em rentañ kont eus ar pezh a c'hellont degas d'o bro, ha sikour anezho da vont war-raok. Etre 150 ha 200 den yaouank a vez degemeret bep bloaz e-pad pevar devezh war dachenn Kerampuilh e Karaez. « Me 'gav din eo kalz ! » eme Aurélie Le Brun. « N'eo ket aes gouestlañ tri pe bevar devezh d'ur skol-veur e-giz-se, e-pad ar vakañsoù, pe vezer war e studioù, ha pa vez arnodennoù da brientiñ. »
Stade Rennais ha Breizh Cola.
War « Skeudennoù Breizh hag Ekonomiezh » e vo lakaet ar gaoz ar bloaz-mañ. Peseurt darempredoù etre Breizh hag ar bruderezh, ar sinema, ar mediaoù, pe ar bed ekonomikel. E peseurt doare implijout sonerezh, yezh, ha sevenadur ar vro, da vont pelloc'h war an dezign, ar marketing, an douristelezh... Komzoù brav a oa kement-se 15 vloaz zo c'hoazh. Gant ar memes re o kontañ ar memes kaoz tro-dro d'an daol... Met tamm ha tamm eo bet graet e vragoù da Yann. Bragoù berr evit poent, met bragoù memestra... Ha plijus eo gwelet pennoù nevez o kemer perzh e-barzh ur skol-veur bet savet gant an Emsav: Frederick Bourget (rener Produit en Bretagne), Jérôme Poupard (Stade Rennais), Stéphane Kerdodé (Brasserie Lancelot - Breizh Cola), pe tud «A l'aise Breizh». Plijus e vo selaou anezho, kae sur. Met ken dedennus e vo gouzout o soñj war ar skol-veur-mañ hag an dud o kemer perzh enni...
Kejañ ha sevel raktresoù
« Un dra a-bouez eo ar skol-veur evit ar re yaouank. Kejañ a reont gant tud a bep seurt: kazetennerien, tud bet pedet da brezegenniñ, tud o labourat e-barzh kevredigezhioù... Stalioù labour, abadennoù, prezegennoù diviz a bep seurt a zo. Gwir eo ez eus abadennoù e-giz-se a-hed ar bloaz e Breizh. Met Skol-Veur ar Yaouankiz n'eo ket ar memes tra. Amañ e chomer war ar plas e-pad tri pe bevar devezh. » Amzer da gontañ kaoz, da flapañ, ha da gejañ gant muioc'h a dud. « Gant ar skol-veur-se e vez bountet ar re yaouank da sevel raktresoù da c'houde. O-unan, pe asambles gant tud all. » Raktresoù a vo o tiwañ a-benn tri, pemp, pe dek vloaz ac'hann. Goude tri devezh oc'h en soñjal...
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh An Delegram d'ar 5vet a viz Ebrel 2007
Notenn: Skol-veur Yaouankiz Breizh, doareoù nevez da azteurel ha da skignañ ar sevenadur, skeudennoù Breizh hag ekonomiezh », eus ar 5 d'an 8 a viz Ebrel, Ti-degemer Kerampuilh, Karaez (Carhaix/Karaez is a town of 10.000 inhabitants which is located in inner Brittany: department Finistère/Penn-ar-Bed).
E galleg, en français
Cela ressemble aux Universités d'été des partis politiques, mais aussi au travail de formation qu'effectuaient la JAC et la JOC en leur temps. L'Université des Jeunes en Bretagne veut former, informer, et sensibiliser les jeunes pour en faire, plus tard, des acteurs de la vie économique, culturelle, ou politique. Ils plancheront cette année sur les liens entre les « Images de la Bretagne et l'économie ». Les responsables de « Produit en Bretagne », de « À l'aise Breizh », ou du Stade Rennais viendront apporter leurs lumières dans les secteurs du marketing ou de la publicité. Ils auront, face à eux, 150 jeunes motivés. Rendez-vous à Carhaix à partir d'aujourd'hui.