Taol kontell
Ar Vro Bagan
Taol kontell Ar Vro Bagan « Fest ar Pemoc'h » a zo bet troet e brezhoneg ha leurennet gant Goulc'han Kervella. Ur pezh c'hoari souezhus a-berzh Strollad ar Vro Bagan.
« Ar re gozh, a zo kustum ouzh ar c'hoariva farsal, pe pezhioù c'hoari evel "Ar mestr", a wel amañ un istor skrijus. Ne c'hellont ket gouzañv an dra-se. N'eo ket un dra da blijout d'an holl ». Ha n'en deus ket plijet d'an holl. Pe d'ar re a oa o c'hortoz atav ar memes tra gant Strollad ar Vro Bagan: traoù farsus pe traoù gwechall gozh e Breizh.
« Un istor a-vremañ eo "Fest ar pemoc'h", bet skrivet gant Tilly, un Tregeriad, er bloavezhioù 80. Skouerius eo eus ar gevredigezh, eus an darempredoù etre an dud hag o bugale. » Gant Goulc'han Kervella e vez kinniget deomp tremen un devezh e ti ur c'higer e Breizh Izel. A-lazh-korf e vez labouret gant ar c'higer hag e wreg. Gounid a reont mat o buhez. Naet ha renket mat e vez pep tra. Nemet ar mab. « Ar mab nemetañ ne fell ket dezhañ kenderc'hel war-lerc'h e dud. Evel ma vije renket e vuhez en a-raok. Sotonioù a ra evit sachañ evezh e dud. Ur vuhez diroll en deus, un tammig bihan: alkoolegezh, en em gannañ a ra, laeret en deus ur marc'h tan... Pa vez an dud oc'h ober un dra bennak, e vez ar mab oc'h ober traoù kontrol bep tro. Pa vez an dud gant an dijuni diouzh ar mintin, e vez ar mab o tont en-dro eus ar riboul. »
Diaes bezañ kerent
« Diskouez a ra deomp pegen diaes eo bezañ kerent an deiz a hiriv, pe tudoù kozh. Kiriegezh a zo pa vezer tad ha mamm... » Ha ne deuont ket a-benn da gompren o mab. Da sikour anezhañ. Da selaou anezhañ. « Ret eo dit klask ur vicher. Arabat chom aze, louzañ an traoù... 'M eus ket amzer da soñjal. Labourat a ran, labourat a ra da vamm, labourat a ra toud an dud, a vez lavaret d'ar mab gant e dad. » Met ne selaou ket ar mab. Daoust hag eo o mab, memes ? Daoust hag e c'hell bezañ emañ ar gerent oc'h en em c'houllen zoken... « Hag ar vezh a zo war ar vamm ivez. Tud onest int, renket mat, koñversanted. Torret e vez o brud gant o mab. » Ar mevel, diouzh e du, a sent mat. Labourat a ra ken fonnus hag ar c'higer. Ha prest e vefe da vont war e lerc'h...
Ne bado ket pell an traoù er mod-se. Ne c'hellont ket padout. « Tamm ha tamm e vez santet e c'hoarvezo un dra bennak ». C'hwezh ar gwad a zo atav a-raok « Fest ar pemoc'h ».
« Un dra nevez a-walc'h eo evidomp. Nebeut a gomzoù a zo e « Fest ar pemoc'h ». Ha muioc'h a labour hon eus graet war ar selloù hag ar fiñvadennoù. Muioc'h a labour a zo bet war personelezh an dud ivez. Donoc'h omp aet. Labouret hon eus war ar c'hinkladur gant Fañch an Henaff, da gaout
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh An Delegram d'an naontekvet a viz Ebrel 2007 (
Fest ar Pemoc'h ("Charcuterie fine")
D'an 10 a viz Mae en Erge Vras,
d'an 2 a Vezheven e Plougerne,
d'an 19 a viz Gouere e Skaer.
Liamm da sellet outañ: www.teatr-brezhonek.org
E galleg, en français
Des parents qui travaillent jour et nuit, gagnent bien leur vie, ont une belle maison propre. Un fils unique qui boit, se bagarre, vole, et refuse de reprendre l'affaire familiale. Les uns et les autres n'arrivent pas à se comprendre. Encore moins à communiquer. Le drame approche. Reste à savoir qui sera la victime de cette « Charcuterie fine ». La dernière pièce montée par la troupe « Ar Vro Bagan » choque et dérange les plus anciens. Elle attire, en revanche, les plus jeunes. Sur un thème de tragédie malheureusement ordinaire.
