Lors Jouin

Toud 'sames

  

Mod kozh ha mod nevez eo pladenn Lors Jouin. A bep levezon. A bep liv. Evel an den.

 

« Perak em eus skrivet " Gavotenn an den dilabour" ? Me 'm eus choazet an ton-mari ! Buhez bemdeziek kalz a dud eo.»  «Toud 'sames» eo anv e bladenn. N'eo ket abalamour ma vez huchet an dra-se er straedoù gant tud zo. Nann.

 

«Toud 'sames eo peogwir emaomp toud 'sames war an douar. Ni a zo toud ganet amañ. Ha mod-se e vez soñjet er bed a-bezh.» Ar bed evel m'eo. Gant tud o labourat ha tud dilabour. Gant tud o kanañ ha tud all o vervel. « Kompozet em eus "Son ar mignon tremenet". Met n'eo ket bet kompozet en un doare trist. Gwechall e varve an dud abretoc'h. Ret e oa kaout plijadur fonnus hag aliesoc'h. Bevañ pe mervel... ar gestion [ar goulenn] a veze poseet bemdez. Lakaat a ra ac'hanon da soñjal: petra a dalv ar boan ? Petra a reomp e-pad hor buhez ? Ni zo toud fas [e-tal] d'an dra-se. Paour pe binvidig omp toud fas d'ar memes santimantoù. Tristidigezh, laouenidigezh... ar vuhez war an douar.» Toud'sames.

 

E-kreiz ar vro hag an dud

 

«Ni zo tud o chom war an douar. Gwenn, du pe ruz.» Toud 'sames. Eus forzh pelec'h e teufemp. Evel Lors Jouin. Bet ganet e Pariz. E kêr. Hag e galleg. «Mont raen d'ur " c'hlub breton " bep Sul gant ma breudeur. Pladennoù eus ar vro a veze selaouet. Stivell ha Servat ivez. An dud a gomze hag a gane brezhoneg. Plijout a rae din. Bepred em eus bet c'hoant selaou "muzik yezh an dud", muzik o c'homzoù. E-kreiz toud em boa soñjet dont da chom er vro. Met e-touez ar Vretoned hag ar brezhoneg. E skol al labour douar e Pondi e oan bet. E-mesk an dud, e-kreiz ar vro, war ar maezioù. Mont a raen da Garaez da zeskin brezhoneg er c'hentelioù noz. Ha diouzh-tu em boa desket kanañ. Gant tud evel Albert Trividig, pe Eric Marchand. » Toud 'sames c'hoazh...

 

Tost ouzh an hengoun

 

E-unan en deus kompozet lod eus an tonioù a vez kanet gantañ. Lod all a zo tonioù hengounel. Un doare da sevel un abadenn asambles gant tud all, en ur mod. Met ar mod da ganañ a zo hini kreiz Breizh da vat. Tost ouzh an hengoun. Tost ouzh ar c'han ha diskan. Pell a-walc'h diouzh ar c'hiz.Ha diouzh ar ganerien a-vremañ e brezhoneg. «Me 'vez selaou un tamm eus toud. Met, memestra, emaon o chom er vro, ha prezeg brezhoneg. Ur mod da gompoziñ tost diouzh an hengoun am eus. Moarvat 'blam [abalamour] em eus kanet kalz kan ha diskan. 'Maon [emaon] ket o klask kenderc'hel an hengoun. Dont a ra er-maez er mod-se. Gouzout a rit... 'maomp [emaomp] toud ganet er ur ganañ... » Toud 'sames.

 

Lionel Buannic

Pennad embannet e–barzh An Delegram, d'an daouzekvet a viz Ebrel daou-vil-seizh (12/04/2007)

 

Notennig:

[gerioù etre krochedoù gant Karnedig Koantik]

Da Garaez <<< Karaez (Penn-ar-Bed)

Pondi / Pontivy (Morbihan)

Toud 'sames – an holl asambles

Pladenn: «Toud 'sames», gant Lors Jouin, Dom Molard, Jean-Michel Veillon, Alain Genty, David Hopkins, Coop Breizh, 2007

 

E galleg, en français

«Toud 'sames-Tous ensemble» est le dernier album de Laurent Jouin. Rien à voir avec un quelconque slogan revendicatif. Mais plutôt avec les questions que (se) pose le chanteur du Centre Bretagne. Le travail, la vie, la mort, l'amour, la joie ou la tristesse... Des questions universelles que nous nous posons tous en Bretagne... et dans le monde entier. Tous ensemble.