en ur ganañ.
Ur bourmenadenn e brezhoneg er menez Are gant ar vugale en ur mod nevez.
«
Pas evel war an tele.
« Ar vugale o chom e kêr a zo plijet o vezan war ar maez. Ha lod a zo souezhet o welet unan bennak o kanañ hep mikro, hag hep un tamm leurenn. N'eo ket e-giz war ar skinwel ! Ha me 'gav gwelloc'h kanañ war ar maez. Ugent bugel a ra re a drouz evit kanañ e-barzh ur sal ! Kanet e vez en ur vale, a-wechoù gant ur soner gitar, pe gant ur soner fleütig. Ha troc'hoù bihan a vez graet evit kanañ dezho. » Un doare nevez da ganañ ha da selaou tonioù evit lod eus outo. Un doare mat da zerc'hel soñj eus ar mod « naturel » da ganañ gwechall er vro: war ar maez ! Un doare all da sachañ evezh ar vugale war an natur hag al loened tro-dro dezho.
« Kanaouennoù diwar al loened hag al laboused a blij dezho, evel an tonioù gant ar goukoug. »
Tud heñvel ha disheñvel
« Komz a ran eus ma bro ivez. Hag al liamm gant ar vro amañ. Me zo ganet e Konk Kerne. Met buan e oan aet da chom e Bro Gembre. E-pad 19 vloaz. Atav on bet dedennet gant ar brezhoneg. Ma mamm ha ma zad kozh a gomze brezhoneg din pa oan bihan. E Breizh on 'ba ma bleud.
Hag e Boneur emaon o chom abaoe daou vloaz. Me 'gav brav spontus al livioù, al lec'h... An dud a zo plijus ivez. Pa vezan o pourmen gant ar vugale e lavaran traoù e kembraeg dezho. Souezhet eo lod eus outo o welet e vez komprenet gerioù zo. Displegañ a ran dezho ez eus gerioù heñvel. Met un diforc'h bras a zo gant Bro Gembre. Ne gredan ket eo heñvel Kembreiz ha Bretoned. Ha me 'gav mat e vefe an diforc'hioù-se etre an dud. Me blij din gwelout traoù disheñvel. »
Un doare, ouzhpenn, da gompren ar bed hag an dud. Un digarez nevez da varvailhat er menez Are.
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh ar gazetenn An Delegram d'an 3vet a viz Mae 2007
Addes : 02.98.99.66.58.
Menez Are (pe Menez Arre): Monts d'Arrée (Arre Mountains or Hills) a zo Roc'h Tredudon (387m), Roc'h Trevezel (383m), Tuchenn Kador (384m), Menez Mikêl (383 m, 391m e-lein ar chapelig) o foeñchoù uhellañ… Posubl eo e teufe - hervez-kont? -añv ar menezioù-se diouz eur ger keltiek gwall-gozh a dalvfe "tachennoù uhel"…
Boneur: Botmeur e galleg
Konk Kerne (Konk Kernev): Concarneau e galleg
Kembreiz: annezidi bro Gembre
Kembre, bro Gembre: Pays-de-Galles, Wales (UK).
E galleg, en français
Une nouvelle manière de découvrir les .monts d'Arrée: en chantant ! L'association Addes propose à présent des promenades chantées, en breton, destinées aux élèves des écoles bilingues. C'est, pour beaucoup, une véritable découverte: celle d'un lieu magnifique. Et celle, aussi, que l'on peut chanter sans scène, sans micro, et sans caméra. À l'extérieur. Juste pour le plaisir. Sur des textes inspirés des animaux et de la nature qui vous entourent.