Tony Foricheur

Roudoù ar Che

 

 

C'hwec'h miz e Amerika ar Su: un doare nevez da welet ar bed.

 

 

War roudoù ar « Che » eo aet, en ur mod... Nemet ne oa ket war ur moto, met gant ar c'harr boulin. C'hwec'h miz en deus paseet Tony Foricheur e Amerika ar Su. C'hwec'h miz ha kilometradoù dre viliadoù. «Aet e oan da heul Céline Soun, ur gomedianez yaouank a oa o labourat gant ar strollad c'hoariva "La Obra".

 

« Aet e oamp kuit eus Chile evit mont da Watemala, en ur dreuziñ Bolivia, Perou, Kolombia, Venezuela ha Panama. Treuzet hon eus ar c'hanol, memes, evit mont da Nikaragwa hag Honduraz. Stalioù c'hoariva o doa savet Céline Soun ha La Obra e meur a lec'h, hervez spered "Auguste Boal". An den-se en doa savet un doare d'ober c'hoariva war ar prim, evit sikour an dud da lakaat war wel o diaesterioù. Forzh piv a zo gouest da c'hoari er mod-se. Pezhioù c'hoari hon eus gwelet o tiskouez ar baourentez, an diforc'h etre ar re binvidik hag ar re baour, an darempredoù start etre ar gerent hag ar vugale, cheñchamantoù ar gevredigezh, an dud n'en em sikouront ket mui... »

 

Tost da leñvañ

 

C'hoariva ne oa ket graet gant Tony Foricheur. Sellout kentoc'h. Sellout gant ur c'hamera.

 

« Filmet em eus an dud en un doare etnologel. Bemdez e vezen o niverelañ ar skeudennoù war an urzhiataer. 120 jiga am eus

 

Peadra da gontañ. Peadra da ziskouez. Rak testeniañ a fell dezhañ ober bremañ.

 

« Gwelet 'm eus al labour dispar a vez graet gant Jean-Pierre Nicolas, ur Breton, ha Teresa Molines, eus ar gevredigezh "Liorzhoù ar bed". Emaint o lakaat e plas ur rouedad gant merc'hed gouest da liorzhañ ha da implijout louzeier an natur, e-lec'h ma n'eus ket arc'hant da brenañ louzoù kimiek !

 

Kejet em eus, ivez, gant Roberto Hernandez, ur sokiologour barrek war an Indianed. Gantañ em eus bet tro da atersiñ Indianed. Ha tost on bet da lenvañ pa 'm boa gwelet un den yaouank, Indian: goap a veze graet eus outañ abalamour e komze indianeg e-lec'h spagnoleg. Mez en doa.

 

Hag e oa graet pep tra en e vro evit nac'hañ e yezh, hag e sevenadur, evel ma oa bet graet amañ gant Bro C'hall.

 

Kontet em boa dezhañ e oa bet bevet ar memes tra gant ar re gozh e Breizh, hag e oamp-ni evel Indianed er Frañs. »

 

Diskouez an traoù gwir.

 

«Ar veaj-se he deus lakaet ac'hanon da gompren e oa ar memes kudennoù er bed a-bezh. Diaesterioù al labour douar a zo ar memes re : lakaet e vez louzoù kimiek spontus e-barzh an douar e pep lec'h. Ar memes tra eo evit ar medisinerezh : n'eo ket aes kavout louzoù e pep lec'h. Gwir eo e vevomp gwelloc'h amañ. Met cheñch a ra ar bed. Ha ne vez ket mui gwelet an dud oc'h en em sikour an eil hag egile evel ma oa gwechall. Mod-se emañ an traoù e Amerika ar Su ivez. Ha ne vez ket diskouezet gant ar mediaoù ar pec'h a zo o c'hoarvezout er bed da vat. Ne vez ket klevet er c'heleier, Hag an dra-se am eus c'hoant d'ober bremañ: diskouez an traoù evel m'emaint, mont war-zu an doare-se da filmañ, stourm evit ober liammoù etre an dud, ha difenn hon ene, hor sevenadur, hag hon identelezh. »

 

Lionel Buannic

Pennad embannet e-barzh ar gazetenn An Delegram, d'ar c'hentañ-ha-tregont a viz Mae daou-vil-seizh (31/05/2007).

 

E galleg, en français

C'est presque un voyage initiatique sur les traces du «Che Guevara»: six mois en Amérique du Sud, avec un sac à dos, des tickets de bus dans la poche, et surtout la caméra à l'épaule. Tony Foricheur a parcouru des milliers de kilomètres, depuis le Chili jusqu'au canal de Panama. Avec une certitude: les grands problèmes de misère et de santé ne connaissent pas les frontières. Et les Bretons, dans leur capacité à sa battre, et à défendre leur langue et leur identité, ont quelque chose à apporter aux autres peuples.

 

Añvioù meur a vro a vez lec'hiet en Amerika:

Gwatemala / Guatemala

Honduraz / Honduras

Nikaragwa/ Nicaragua

Panama

Venezuela

Kolombia / Colombie

Perou / Pérou

Bolivia/ Bolivie

Chile/ Chili

 

Pa vefe kollet bevenn ar mor digant bro vBolivia goude ur brezel gant bro bPerou e dibenn an naontekvet kantved, ne vefe ket ankouet eñvor an aod ur c'hañtved bennak diwezatoc'h...Sellit 'ta kentoc'h ouzh ar timbroù-se!

 

skeudenn Karnedig Koantik

 

Gwelet chomlec'h Wikipedia e brezhoneg, rummadoù "broioù" pe "douaroniezh":

http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Broio%C3%B9

http://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Douaroniezh

 

Gwelet ivez Wikipedia all (e galleg pe e yezhoù all), pennadoù zo war ar vroioù-se.