Pêr Vari Kerloc'h
Drouiz
Un drouiz eo Pêr Vari Kerloc'h, ezel eus Gorsez Breizh. N'eo ket folkloraj. N'eo ket ur relijion. Ur filozofiezh eo.
« Penaos 'm eus bet soñj da vont e-barzh ar "Gorsez " ? An dra-se ne c'hoarvez ket dre zegouezh... Pa oan bihan em boa bet tro da welet
War dreuzoù ar c'helc'h e vez an diskibien o selaou, ar re o deus kroget gant o hent. Gortoz a raint daou vloaz evit mont e-barzh ar Gorsez. »
Libr da soñjal
« Ar Gorsez n'eo ket
Emvodoù hon eus da geñver ar gouelioù keltiek. Bodet e vezomp d'ar c'hentañ a viz Du (penn kentañ ar bloavezh hervez ar Gelted), evit lidañ a re a zo aet d'an Anaon.
E miz Meurzh e vez "Gouel ar gouloù", ha troet e vez hor spered war-zu an amzer nevez. "Beltan"a vez d'ar c'hentañ a viz Mae, hag e vez kaoz eus ar c'hudennoù sevenadurel pe melestradurel a zo er vroioù geltiek. »
Euredoù ha badeziantoù
« N'on ket chalet pa vez lavaret ez eo folkloraj.
N'eo ket un dra mezhus. Un doare dismegansus a vez graet eus ar folklor. Met gizioù ar bobl eo, ha mat pell zo !
Ur sektenn n'eo ket ivez. Ne rediomp ket un den da grediñ e-barzh un Doue bennak. Klask a reomp kentoc'h ur spered digor ha frank da soñjal. Petra en deus degaset din ? En em gavout gant tud. Ar vreudeuriezh a zo un dra a-bouez. Peadra da gaout doujañs d'ar re all. Kaozeal gant an dud, ha leuskel anezho da lavarout o soñj. A-bouez eo displegañ ar pezh a reomp. N'eo ket ur gevredigezh hud.
Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez goulennet diganeomp ober euredoù, pe badeziantoù, gant tud a glask un tamm speredelezh hep mont d'an iliz. Hag ober a reomp. E-kreiz an natur. En ul lec'h digor. »
Lionel Buannic
Pennad embannet e-barzh An Delegram d'an 10vet a viz Mae 2007
E galleg, en français
Pêr Vari Kerloc'h est druide, membre du Gorsez Breizh, créé en 1889. Le druidisme n'est pas une religion, encore moins une secte. C'est avant tout une philosophie et une école du respect toute fait contemporaine. Au point que les demandes de mariages ou de baptêmes auprès des druides bretons se multiplient. Il nous donne ici toutes les clés pour comprendre le druidisme breton, loin des clichés habituels.