E kerneveureg

mar plij !

 

Deskiñ kerneveureg a vez kinniget deoc'h gant Ronan Tremel hag ar gevredigezh «Spered ar yezh» e-pad ur staj e fin ar miz-mañ.

 

« Kerne Veur a zo ar vro geltiek tostañ eus Breizh. An dud a 'z ae eus an eil du d'egile daou vil vloaz zo dija ! Pa 'z aer da Blymouth ez aer war harzoù Kerne Veur, e gwirionez. Betek an XIIvet kantved e veze komzet ar memes yezh gant an dud en div vro. Ne oa diforc'h ebet. Mojennoù heñvel a veze kavet: ar Roue Marc'h, Tristan hag Izold, pe ar Roue Conomor, a vije bet o chom e Karaez, amañ, pe e "Carhays", e Kerne Veur.

Met er XVIvet kantved e oa bet un adstummadur relijiel e Breizh Veur, ha degouezhet ar brotestanted e penn ar vro. Ne oa ket bet troet ar Bibl e kerneveureg, evel ma oa bet graet e kembraeg. Ar saozneg a oa en ilizoù, dre ret. Pennoù bras ar vro o doa desket saozneg. Hag en XVIIIvet kantved, ne chome nemet pesketaerien ha labourerien douar a ouie kerneveureg. An traoù a 'z ae da goll. Tud tomm ouzh o bro o deus labouret kalz en XIXvet hag XXvet kantved da saveteiñ an teñzor-se. Studiet o deus ar yezh.

Kavet o deus testennoù kozh. Savet o deus kentelioù noz. E 1997 e oa bet goulennet muioc'h a frankiz digant Tony Blair. Ha roet dezho. Sikouret e vezont brema gant Europa. 2000 den a oar kerneveureg hiziv. ».

 

Gêrioù heñvel

 

« Ar yezh-se a zo tost-tre eus ar brezhoneg. An Dr Ken George, hag en deus graet un dezenn war ar c'herneveureg, en deus savet un hentenn da zeskiñ ar yezh-mañ dre ar brezhoneg. Ar gêrioù a zo tost-tre! "Mawes" a vez lavaret ganto evit "maouez". "Floc'h" a dalv "bugel": n'eo ket pell eus ar brezhoneg. An "d" hag an "t" a zo deuet da vezañ "s" alies. Lavaret e vez, neuze, "koes" evit "koad", pe "tasik" evit "tadig". Kavet e vez gêrioù heñvel mik, evel "bihan", pe "nawen" evit "naon", distaget e kerneveureg, evel ma vez graet amañ e Bro Gwened. Troioù-lavar brav hon eus desket e-pad an daou staj kentañ "gwyenn avel ergh", a dalv "gwenn evel erc'h". Ha "koth evel an menydhyow", a dalv "kozh evel ar menezioù"... Brav eo, neketa?»

 

Lañs gant ar yezh

 

« Ar c'herneveureg a zo bev. Met n'eus ket ur vuhez sokial e kerneveureg. Ar vro a zo bihan, ha n'eus nemet 500.000 den o chom du-hont. Met ar re a oar kerneveureg a zo strewet dre ar vro,.. Hag ar vro-se ne vez gwelet nemet evel ul lodenn eus Bro Saoz. N'eo ket evel e Bro Gembre. Dañsoù pobl, kanaouennoù ha sonerezh o deus ivez. Met n'eus ket kement hag e Breizh. Kalz diwezhatoc'h warnomp int. Ur raktres o deus evit kinnig kentelioù kerneveurek er skolioù. Met re abred eo evit digeriñ skolioù divyezhek, a soñj dezho. N'eus nemet un toulladig a dud a gomz kerneveureg d'o bugale. Ul lañs a zo gant ar yezh. Met ne c'hellont ket galoupat ! »

 

Lionel Buannic

Pennad embannet e-barzh An-Delegram, d'an 17vet a viz Mae 2007

 

 

Staj « kerneveureg », Ti ar vro, Karaez, dibenn-sizhun 26/27 a viz Mae, 20 €.

notenn :

Kerneveureg=Cornique (langue de la cornouaille britannique, très proche cousine du breton)

Plymouth=porzh tost da dTorpoint, ma z'a betek enno bigi ar Brittany Ferries abaoe Rosko (war-dro peder pe pemp eur an dreuzadenn).

Floc'h (meur a vFloc'h a zo Flec'h) = ar ger-se, kavet er C'hatolicon dija, a dalv "page" an aliesañ.

Bro Gembre (Kembre/Wales/Pays de Galles) lec'hiet war ar walarn ar vro Saoz  (England/Angleterre) !

 

E galleg, en français

Saviez-vous que les Bretons et les habitants de Cornouailles anglaise, près de Plymouth, parlaient la même langue jusqu'au XII siècle ? Cornouaillais et Bretons ont ensuite suivi des chemins divergents, et le cornouaillais s'est pratiquement éteint. Mais nos cousins d'outre-Manche s'efforcent, à leur tour, de faire revivre leur langue celtique, et nous proposent aujourd'hui d'apprendre le cornouaillais... en breton !